Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 11, bloaz 2013

Eus Wikipedia

11/03/2013 — 17/03/2013[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak en unnekvet sizhun eus 2013 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Convert complex templates to Lua to make them faster and more powerful[kemmañ ar vammenn]

(Please consider translating this message for the benefit of your fellow Wikimedians)

Greetings. As you might have seen on the Wikimedia tech blog or the tech ambassadors list, a new functionality called "Lua" is being enabled on all Wikimedia sites today. Lua is a scripting language that enables you to write faster and more powerful MediaWiki templates.

If you have questions about how to convert existing templates to Lua (or how to create new ones), we'll be holding two support sessions on IRC next week: one on Wednesday (for Oceania, Asia & America) and one on Friday (for Europe, Africa & America); see m:IRC office hours for the details. If you can't make it, you can also get help at mw:Talk:Lua scripting.

If you'd like to learn about this kind of events earlier in advance, consider becoming a Tech ambassador by subscribing to the mailing list. You will also be able to help your fellow Wikimedians have a voice in technical discussions and be notified of important decisions.

Guillaume Paumier, via the Global message delivery system. 13 Meu 2013 da 18:46 (UTC) (wrong page? You can fix it.)[respont]

Treiñ patromoù luziet da Lua evit o lakaat da vezañ buanoc'h ha galloudusoc'h[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h. Marteze ho peus gwelet war Wikimedia tech blog pe war roll a gannadi tech ez eus bet lakaet da bleustriñ ur benveg nevez anvet "Lua" e holl lec'hiennoù Wikimedia hiziv. Lua a zo ur yezh stlennek a sikour ac'hanoc'h evit skrivañ patromoù MediaWiki buanoc'h ha galloudusoc'h.

Ma ho peus goulennoù da sevel diwar penaos treiñ ar patromoù a zo dija da Lua (pe penaos krouiñ re nevez) e vo aozet daou estez skoazell war IRC ar sizhun o tont : unan dimerc'her (evit Okeania, Azia hag Amerika) hag unan-all digwener (evit Europa, Afrika hag Amerika); gwelout m:IRC office hours evit ar munudoù. Ma ne c'hellfec'h ket dont e c'hellit kaout sikour e mw:Talk:Lua scripting.

Ma fell deoc'h deskiñ diwar-benn seurt darvoudoù en a-raok e c'hellit dont da vezañ ur c'hannad Tech o asantiñ kaout lizheroù eus roll mel ar gannadi. Gallout a riot reiñ un tamm skoazell d'ho kamaladed Wikimedourien evit kaout o mouezh e tabutoù teknikel ha bezañ-c'hwi evezhiet gant an divizoù bras.

Guillaume Paumier, via the Global message delivery system. 13 Meu 2013 da 18:46 (UTC) (wrong page? You can fix it.)

Din-me e oa dedennus treiñ an dra-se, evel ma oa goulennet. - Lekemok (kaozeal) 13 Meu 2013 da 21:57 (UTC)[respont]
Dedennus-tre eo Lua ; met start e vo implij Lua amañ. Da gentañ tout eo ret kavout anv e brehozneg evit an esaouenn anv Module ;) (ha Module talk) ha goude n’eus ket kalz a patrom er wiki-mañ… Gallout a ran reiñ un tamm sikour memestra ma vez ezhomm.
A galon, VIGNERON (kaozeal) 17 Meu 2013 da 16:40 (UTC)[respont]
Hep klask pemp troad d'ar maout e kinnigan Modul evel anv brezhonek d'an esaouenn. --Yun (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 09:59 (UTC)[respont]
"Hep klask pemp troad d'ar maout" = dibab ar galleg. Peogwir ho peus laket "restr" e plas "fichennaoueg", "diuzañ" e plas "dibab", lakit moll evit ar saozneg module, evel e geriadur Marsialito Menardos. Grit gant frouezh labour ho kentidi ha kasit ar brezhoneg war-raok e-lec'h kilañ ha chom repuet er galleg.
Kentidi all a ra gant modul : Kreizenn ar Geriaouiñ, Ofis Publik ar Brezhoneg (gant modulenn ivez). Penaos eo bet fardet ar ger moll ? --Yun (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 16:49 (UTC)[respont]
Un divinadell? marteze diwar "modul", berraet, evel "restr" diwar "register"? Bianchi-Bihan (kaozeal) 9 C'hwe 2014 da 16:54 (UTC)[respont]
Setu amañ ar pezh a gaver e yezhoù all :
  • alamaneg : Modul
  • daneg : Modul
  • esperanteg : Modulo
  • euskareg : Modulu
  • galleg : Module
  • italianeg : Modulo
  • kembraeg : Modiwl
  • nederlandeg : Module
  • rusianeg : Модуль
  • saozneg : Module
  • spagnoleg : Módulo
Ar re-se zo yezhoù bev ha yac'h hag a oar amprestañ divezh digant yezhoù all. --Yun (kaozeal) 10 C'hwe 2014 da 19:18 (UTC)[respont]

Modulenn abaoe pell e skol-veur Roazhon, ma'z eo kentad-diagentad a-walc'h d'ar yaouankizoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 11 C'hwe 2014 da 07:18 (UTC)[respont]