Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 10, bloaz 2026
02/03/2026 — 08/03/2026
[kemmañ ar vammenn]Vioù Pask
[kemmañ ar vammenn]Souezhadennoù a vo kavet e pajennoù zo.
Graet eo bet evit lidañ 25vet deiz-ha-bloaz Wikipedia. Huñvreüs (kaozeal) 2 Meu 2026 da 10:55 (UTC)
Brav da welet! A galon--Dishual (kaozeal) 3 Meu 2026 da 19:51 (UTC)
- Ya, farsus ! Kestenn (kaozeal) 3 Meu 2026 da 20:40 (UTC)
"a viz"
[kemmañ ar vammenn]Salud deoc'h ! Lenn a ran e vez graet amañ gant ur stumm "10 Genver" evit titl nesañ pennadoù an deiziadoù, hag e korf un dornadig pennadoù. Ar braz eus ar pennadoù a ra gant ar stumm "10 a viz Genver". Souezhet on bet gant ar stumm kentañ atav ; din-me eo ur fazi ; n'em eus ket james lennet er-maez eus wikipedia, na klevet james. Kaer am bez klask er yezhadurioù ha geriadurioù zo ganin, ne gavan roud ebet eus an doare-mañ d'ober. Soñj am eus bezañ lennet un diviz kozh etre implijerien war se e wikipedia, met ne adkavan ket. Piv a ouife hiroc'h ? Trugarez. A galon, Kestenn (kaozeal) 3 Meu 2026 da 20:39 (UTC)
- Adlakaat a ran amañ respont @T42N24T e kaozeadenn ar pennad 1917 evit ma vo gwelet gant an holl :
- "Berroc'h, ha doare brwiki eo da verkañ an deiziadoù (1 Meu 2026 evit hiziv !)"
- Anat eo berroc'h, met n'eo ket evit se eo reizh din-me. Ha skouerioù deiziadoù skrivet evel-se a gaver er-maez eus Wikipedia ? A galon, Kestenn (kaozeal) 3 Meu 2026 da 20:52 (UTC)
- Ne anavezan ar stumm-mañ nemet evel ur stumm berraet implijet e meziantoù zo, ha n'eo ket e korf ar pennadoù. Kefluniet eo amañ:
::'dmy date' => 'j M Y', ::'dmy both' => 'j M Y "da" H:i',
- Gallout a rafemp dibab ar stumm hiroc'h "3 a viz Meurzh 2026 da 20:52 (UTC)" evel-se :
::'dmy date' => 'j "a viz" F Y', ::'dmy both' => 'j "a viz" F Y "da" H:i',
- Un tamm barzhoniezh stlennegel ne ra ket poan 🤣
- Ret e vefe kemmañ kefluniadur ar wiki, pezh a rank bezañ goulennet dre ur pull request gant Gerrit : n'eo ket an dra aesañ da ober er bed-mañ. Met gallout a ra bezañ graet mard emañ ar gumuniezh a-du. Notenn : ar wikioù saoznek ha gallek, da skouer, a ra gant stumm klok ar mizioù ha n'eo ket gant o stumm berraet. Huñvreüs (kaozeal) 3 Meu 2026 da 22:07 (UTC)
- Gwir eo ez eo ar stumm hir an doare reizh nemetañ da zeiziata, met un doare all zo bet dibabet gant Brwiki abaoe 2005 : gwelit Rummad:Deizioù ar bloaz. T42N24T (kaozeal) 4 Meu 2026 da 16:56 (UTC)
- Evel-mañ eo bet graet, sur ha n’eo ket marteze, met n’ouzon ket ha « dibabet » eo bet. Ne rafen ket gant ar stumm-mañ e korf ur pennad, setu ar pezh a ouzan. Huñvreüs (kaozeal) 4 Meu 2026 da 20:28 (UTC)
- Skouerioù e-leizh a gaver e-barzh Buhez ar Sent (Perrot, Marigo...). Sellit ouzh Wikimammenn. --Llydawr (kaozeal) 19 Meu 2026 da 11:00 (UTC)
- Gwir eo ez eo ar stumm hir an doare reizh nemetañ da zeiziata, met un doare all zo bet dibabet gant Brwiki abaoe 2005 : gwelit Rummad:Deizioù ar bloaz. T42N24T (kaozeal) 4 Meu 2026 da 16:56 (UTC)
Fañch, setu amañ da dildenn
[kemmañ ar vammenn]Fañch : le ministère de la Justice demande de ne plus poursuivre les parents qui utilisent le tilde sur un prénom. Ici Bretagne (Meurzh 2026).. Huñvreüs (kaozeal) 4 Meu 2026 da 07:21 (UTC)
Pennadoù ar miz (c'hoazh)
[kemmañ ar vammenn]Gant ar bajenn degemer nevez-flamm brav hon eus bremañ e c'hallomp dibab ar pennadoù ar miz nevez. Gallout a rafemp kinnig ur pennad bep eil sizhun zoken d'am soñj, evit cheñch an traoù aliesoc'h war ar bajenn. "Pennad ar pempkektevezh" a vefe an titl neuze. Ret eo dibab ar pennadoù bepred, 24 anzeho eta, pennaodù "mat" evel bet lavaret gant Hunvreus (klok, skeudennet, daveet...) Kinnig a ran kaout re a bep seurt : skiantoù "kalet" (fizik, matematikoù, kimiezh...), loened, istor, douaroniezh, teknikoù ha teknologiezhioù, arzoù (sinema, livouriezh, sonerezh...), sport, tud, ekonomiezh, steredoniezh, relijionoù... Sellet am eus un tammig ouzh ar pennadoù hag em eus kavet ar re-mañ : atom, gwenan, Enkadenn Veur, inizi Kalzenez, keflusker dre enleskiñ, Paths of Glory (film), AC/DC, Fernando Alonso, Hayao Miyazaki, priz, Meurzh (planedenn), daoegezh..; Kinnigoù n'int ken, surawalc'h ez eus pennadoù hir awalc'h all.--Arko (kaozeal) 4 Meu 2026 da 20:58 (UTC)
- Salud dit, trugarez evit da labour enklask ! Mat eo ar pennadoù kinniget ganit a gav din. Evit cheñch ar pennadoù e ranker kemmañ mammenn Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Ebrel evit ar miz a zeu da skouer, en ur deurel evezh adlakaat an evezhiadenn a zo er penn-kentañ. Klask a rin ober un nebeud anezhe pa gavin amzer.
- N'on ket a-enep kinnig "pennad ar pemzektevezh", met ret eo kaout a-walc'h a bennadoù a galite enne ar c'hriterioù meneget gant @Huñvreüs, ha gwelet penaos cheñch kod ar bajenn degemer evit se. A galon, Kestenn (kaozeal) 4 Meu 2026 da 21:47 (UTC)
- Pennadoù all a c'hallfe klotañ ganti : Karamel gant amann sall, Gwalennoù a c'halloud, Eoul-maen, C'hoarzh, Karrez, Tro-vale, Gwepard, Kilimanjaro, Koadeg trovanel c'hleb, Toutanc'hamon, Machu Pikchu. Arko (kaozeal) 4 Meu 2026 da 23:27 (UTC)
Tud brudet (sic)
[kemmañ ar vammenn]Gwelloc’h bezañ sur a-raok reizhañ: skrivet a vez tud vrudet ha n’eo ket tud brudet ? N’eus reolenn ebet a rofe aotre da skrivañ an daou, pe un dra bennak eus ar seurt-se ? Huñvreüs (kaozeal) 7 Meu 2026 da 12:45 (UTC)
- "Tud vrudet" zo reishoc'h sañset, met ar stumm hep kemmadur a lenner ivez. N'ouzon ket hiroc'h, ha ne gavan netra e yezhadur Kervella. Kestenn (kaozeal) 7 Meu 2026 da 16:17 (UTC)
- Tud vrudet eo ; gwelit F. Ꝃvella §125, p. 81, rummad 2a (atav e kemm B en anv-gwan goude un anv oc'h echuiñ gant forzh pe lizherenn). T42N24T (kaozeal) 7 Meu 2026 da 16:56 (UTC)
Huñvreüs (kaozeal) 18 Meu 2026 da 14:38 (UTC)
- E labourioù Favereau hag ar Glev e lenner ne vez ket graet atav ar c'hemmadur dre vlotaat en anvioù-gwan-verb. Skouerioù a gaver ivez e Devri : "eur rouanez brudet", "eun daolenn brudet". E-barzh geriadur An Here e lenner "ur sorserez milliget", "tra milliget", "ur bobl benniget", "an Dreinded benniget", "Santez Anna benniget". Me a gav din e ranker degemer an daou. --Llydawr (kaozeal) 18 Meu 2026 da 19:14 (UTC)
- Un tammig re ziwezhat... met n'eus netra a virfe ouzh an neb a gar da ober gant "tud brudet" en amzer da zont. Huñvreüs (kaozeal) 18 Meu 2026 da 19:32 (UTC)
- E labourioù Favereau hag ar Glev e lenner ne vez ket graet atav ar c'hemmadur dre vlotaat en anvioù-gwan-verb. Skouerioù a gaver ivez e Devri : "eur rouanez brudet", "eun daolenn brudet". E-barzh geriadur An Here e lenner "ur sorserez milliget", "tra milliget", "ur bobl benniget", "an Dreinded benniget", "Santez Anna benniget". Me a gav din e ranker degemer an daou. --Llydawr (kaozeal) 18 Meu 2026 da 19:14 (UTC)
- Tud vrudet eo ; gwelit F. Ꝃvella §125, p. 81, rummad 2a (atav e kemm B en anv-gwan goude un anv oc'h echuiñ gant forzh pe lizherenn). T42N24T (kaozeal) 7 Meu 2026 da 16:56 (UTC)
Charlotte
[kemmañ ar vammenn]Penaos treiñ ar ouenn avaloù-douar Charlotte ? "Charlotte" ha "charlotez" a viz kinniget gant an Ofis. N'em eus kavet netra er geriadurioù. Peseurt hini dibab hervezoc'h ? Trugarekaat en a-raok.--Arko (kaozeal) 7 Meu 2026 da 16:36 (UTC)
- Gant Roger Salaun e kastell Trevarez eo bet ijinet ar seurtad pato-se, a zo bet anvet Charlotte gantañ (Ouest-France). Koulz lezel an anv evel m'emañ neuze. T42N24T (kaozeal) 7 Meu 2026 da 16:51 (UTC)