Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 09 bloaz 2009

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

02/03/2009 — 08/03/2009

skrivañ un dra bennak en navvet sizhun eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Patrom:Digejañ[kemmañ ar vammenn]

Da'm soñj e tegouezhfe gwelloc'h ar ger disheñvelout eget ar ger digejañ evit ar patrom-se. --Llydawr 4 Meu 2009 da 08:00 (UTC)

D'am soñj ivez. Bianchi-Bihan 4 Meu 2009 da 09:02 (UTC)
Kudenn ebet evidon-me ivez. Ha fellout a ra deoc'h ma rafen war-dro diouzhtu pe gwell gortoz un tammig? Neal (Kaozeal) 4 Meu 2009 da 10:40 (UTC)
Din ne vez ket mall gwech ebet.
Ma vezer kempoell e vo ret kemm pep digejañ : 500 pe 1000 a zo? Bianchi-Bihan 4 Meu 2009 da 12:57 (UTC)
E gwirionez, ar pezh a vo ret ober eo sevel un adkas diwar ar stumm kozh ha mar fell da unan bennak o renakñ unan-hag-unan da c'houde gwell ha se. Neal (Kaozeal) 4 Meu 2009 da 15:36 (UTC)
N'eus ket ezhomm da cheñch kant tra. Trawalc'h kemm anv an patrom ha cheñch ar gerioù implijet ennañ. Sed a zo graet. --Llydawr 4 Meu 2009 da 21:23 (UTC)

Patrom:Mojennoù Hellaz kozh[kemmañ ar vammenn]

Deuet eo da vout dilennus, n'ouzon ket perak: seul wech ma kavin ur patrom dilennus e vo tennet ganin: didalvoud eo. Bianchi-Bihan 5 Meu 2009 da 14:13 (UTC)

Gris de Toul de Bruley

Ur banne d'ar genlabourerien. Hini mat eo. Ur voutailhad all am boa kaset war-draoñ dec'h. Bianchi-Bihan 7 Meu 2009 da 04:08 (UTC)

Harpsichord/clavecin[kemmañ ar vammenn]

Krog on da glask:

  • Vallée: taol-lourenn, krafkerdin
  • Hemon: klav-kerdin
  • Favereau: klav-kerden
  • An Here:
    • Ur c'hlav dre gerdin (lakaet da c'her nevez)
    • klavisim (ger kozh? Implijet pelec'h?)

Ma! Pa vo savet ur geriadur nevez e vo ret ijinañ ur ger all. Bianchi-Bihan 7 Meu 2009 da 17:40 (UTC)

Klavisim a gaver e Geriadur bihan ar sonerezh - Herbert / Ewan - Hor yezh, 1990. --Ex-Smith 10 Meu 2009 da 17:57 (UTC)

Kenderc'hel[kemmañ ar vammenn]

Kavet em eus ar frazenn-mañ :En em soñjit ervat ha talvoudus eo kenderc'hel krouiñ ar bajenn. Ret eo difaziañ. Bianchi-Bihan 8 Meu 2009 da 05:38 (UTC)

Ha pelec'h eo bet kavet? Ha petra a fell dit lakaat en e lec'h? Neal (Kaozeal) 8 Meu 2009 da 10:36 (UTC)
Pa oa adkrouet ur bajenn diverket. Kenderc'hel da ober udb. Met gwelloc'h skrivañ, d'am meno, ha talvout a ra ar boan adkrouiñ .... Bianchi-Bihan 8 Meu 2009 da 13:36 (UTC)
Kavet ivez: Liammet eo ar bajenn-mañ d'ar restr-mañ : Liammañ ouzh d'am soñj. Un tamm skubañ a vije d'ober e kornioù zo. Bianchi-Bihan 13 Meu 2009 da 22:45 (UTC)