Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 09 bloaz 2007

Eus Wikipedia

26/02/2007 — 04/03/2007

skrivañ un dra bennak en navet sizhun eus 2007 | An ti-chopin | sizhun a-raoksizhun a zeu

Kemennadenn

[kemmañ ar vammenn]

Vot diwar-benn an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek

Digor e vo ar bajenn-mañ etre ar 26 a viz C'hwevrer betek ar 1añ a viz Meurzh evit resisaat ar c'hinnigoù war ar stern hag evit reizhañ fazioù yezh.

N'eo ket digor c'hoazh ar votadeg hec'h-unan c'hoazh avat. Digor e chomo ar votadeg da vat etre ar 1añ a viz Meurzh 2007 betek ar 15 a viz Meurzh 2007

--Merour (Neal) (Kaozeal) 26 C'hwe 2007 da 09:32 (UTC)[respont]

Kemenn votadeg

[kemmañ ar vammenn]

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:20 (UTC)[respont]

Kemenadenn 2

[kemmañ ar vammenn]

Kemenn a ran ivez eo digor c'hoazh, betek ar 4 a viz Meurzh, ar vot war liester ar rummadoù: Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù el liester. Benoni 26 C'hwe 2007 da 10:16 (UTC)[respont]

Ar mintin-mañ eo bet cheñchet titl ar pennad Iraq zo deuet da vezañ Irak. Daoust din ober gant Irak, soñjal ez eo ar stumm implijetañ ha krediñ e tlefe titl ar pennad bezañ gant ar stumm-se dre m'eo an hini implijetañ er Wikipedia brezhonek hag er skridoù brezhonek dre vras, ne gavan ket mat an doare prim m'eo bet graet ar c'hemm, hep kaout soñjoù ar re zo bet o labourat war ar pennad (Gwenn, Pokorny, Damien Perrotin). War ar bajenn gaozeal e kaver ur goulenn (ha ne vije ket gwelloc'h lakaat ar pennad dindan an anv Irak... gant Benoni d'ar 26 C'hwe 2007 da 00:00 hag ur respont (a-du) gant Neal d'ar 26 C'hwe 2007 da 06:18. Hag ar cheñchamant zo bet graet d'ar 26 C'hwe 2007 da 10:07 gant Benoni. Gant ur merour pe zaou e vez dibabet ar stummoù, pe gant an holl implijerien, dre genasant ?--Llydawr 26 C'hwe 2007 da 22:11 (UTC)[respont]

e gwirionez e klota ar stumm Irak gant ar erbedennoù a denn d'an doare da dreuzskrivañ an arabeg a gavi amañ. A galon, --Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2007 da 07:34 (UTC)[respont]
Souezhet on, kaoz a zo amañ gant Neal eus "ERBEDENNOU a denn d'an doare da dreuzskrivañ an arabeg". Koulskoude, pa'z eer da welet ar bajenn e weler skrivet Setu amañ da heul UR C'HINNIG evit treuzlizherenniñ n'eus forzh peseurt anv arabek hervez reolennoù ar reizhskrivadur brezhonek evit un implij boutin. KINNIG DA VEZAN BURUTELLET graet gant Neal d'ar 17 C'hwevrer 2006. Setu neuze UR c'hinnig hag a zeu da vezañ erbedennoù. Ouzhpenn-se, da grediñ ar gaozeadenn e seblant Neal bezañ a-du gant diforc'hiñ q ha k (forzh penaos, trawalc'h eo bezañ klevet arabeg evit gouzout pegen disheñvel an daou son-se, pe neuze eo arabat e ouije ar vrezhonegerien ar c'hemm-se?).Rognogno 27 C'hwe 2007 da 09:09 (UTC)[respont]
lakaomp, erbedennoù da c'hortoz. Peurliesañ pa vez savet ur c'hinnig bet burutellet diwar e benn (evel hennezh) hep ma vije savet implijer/ez ebet a-enep dezhañ (n'em eus ket bet gwelet ac'hanout o lâret ne blije ket dit ar c'hinnigopù resis-se...) e vez doujet oute peurliesañ kentoc'h evit kenderc'hel pep hini da vont war e du. Kozh-noe eo ar c'hinnig-se, bet kaozeet diwar e benn pa ne oa ket kalz a implijerion/ezed oberiant oc'h ober war-dro ar raktres-mañ. Abaoe kalz a amzer n'en deus hini ebet skrivet tra pe dra diwar e benn, ha tra evbet a-enep d'ar c'hinnig-se, neuze e welan anezhañ vel ma vije bet asantet dre diouer, hep ma vije anezhañ ur reolenn-rik evel-just. N'en eus ket lâret e oa ret ober hervez ar c'hinnig-se - met keit ha ma ne vez savet hini ebet all (ha keit ha n'eus ket bet tamm enebiezh en e geñver) e kavan gwell ober gantañ, setu tout.

Ya, div fonemenn disheñvel int en arabeg (e meur a rannyezh avat e vez distaget qaf [g] hag abalamour da se e vez graet peurliesañ gant "Gamal Nasar). E brezhoneg n'int ket avat, ha dizimplij-tre eo al lizherenn e peurunvan . Ur c'hemmadur nevet a vefe ret embann ivez: Q - > G, rak pa vez doujet ouzh an dreuzlizheranndur rik evit a sell ouzh Iraq/k e vefe ret hen ober ivez atav pa vez implijet qof en arabeg, kea? --Neal (Kaozeal) 27 C'hwe 2007 da 09:40 (UTC)[respont]

Egiptopedia

[kemmañ ar vammenn]

(kendalc'h ar sizhun all) Un arguzenn aotrouniezh a implijez Benoni. Evidon da gaout doujañs ouzh labour an Ofis, hag ouzh gouiziegezh ha spered Fulub dre vras, e kav din n'en deus an dra-se mann da welet gant hor c'haoz. Souezhet bras e vefen ouzhpenn e vefe embannet un dro bennak gant an Ofis e kav mat ober gant ur ger disheñvel diouzh an hini a vez implijet evit kelenn an holl vugale a dremen er skolaj, ken er skolioù Diwan, ken er skolioù publik, ken er skolioù prevez, hag a zo skrivet sklaer war o dornlevrioù.

Reiñ a ran un arguzennn a denn d'ar bedagogiezh, hag ivez d'ar skiant vat : derc'hel d'ar pezh zo graet mat a-walc'h el levrioù skol hag a zo lennet gant an holl skolajidi. Daoust hag un arguzenn gevatal zo a-enep? Lavaret em eus ma meno evel Fulub : din-me ne vern ket kalz pe rouantelezh pe impalaeriezh. Kompren a ran e vije bet choazet ar ger gant unan n'eo ket bet o kelenn war an dachenn-se. Koulskoude e kav din ez eo an implij gwirion a vez graet eus ar gerioù er bed brezhoneger a rank ren labour ar wikipedia ha choaz e benngerioù (vedettes d'articles mar karez) evel er geriadurioù bras (keñveriañ gant ar pezh a zispleger e digoradur ar Robert). Dreist-holl evit ar pezh a denn da roll studi ar skolioù.

Perak e torran ho penn gant ar skolioù? :-) Abalamour ma vez sanket boazioù e penn ar vugale evit o buhez enne (gant kalz poan abalamour ma'z int yaouank ha ma n'eo ket ar brezhoneg o yezh-vamm peurliesañ) hag evit lakaat anezhe da implijout wikipedia e brezhoneg ha bezañ en o bleud gantañ ez eo gwell loc'hañ diwar an nebeud traoù eeun a anavezont war tachennoù na vez ket komzet alies diwar o fenn e brezhoneg kentoc'h evit cheñch ger dibaouez.

Setu perak e soñj din e vefe mat ober gant ar gerioù-se keit ha ma n'eus ket kalz a draoù da cheñch : peder skouer eus « rouantelezh kozh » hepken am eus kavet , 3 eus rouantelezh nevez hag eus rouantelezh krenn. N'eus nemet ur patrom da gemm ha mat pell zo. (hag ouzhpenn-se e c'hallfen ober ma unan).--Kadwalan 27 C'hwe 2007 da 11:04 (UTC)[respont]

Mat vije dit gortoz un ali a stroll evit cheñch tra-pe-dra, ha dreist-holl hini Fulub pa z'eo eñ n'eus kroget gant al labour war Henegipt ha dibabet ar gêrioù. Evit tiernelezh pe tierniezh n'em eus me ali ebet, met ret eo dibab ur stumm ha cheñch pep tra dre Yunbot ma zo ezhomm ur wech a-du ar muiañ-niver gant ur stumm pe an hini all. Evit Rouantelezh nevez, krenn ha kozh em eus roet me ma ali, ha Fulub ivez. Ni zo an daou hon eus labouret ar muiañ war an dachenn-se (krouet ganeomp koulz lavaret an holl pennadoù), ha stag omp hon daou d'ar furmoù-se. Ingal eo din e vije rouantelezh pe impalaeriezh, met Fulub n'eus dibabet sklaer perak e gave dezhañ e oa gwelloc'h rouantelezh, ha sevel a ran a du gantañ. Hag a-enep krenn hon d'ar furm nevezimpalaeriezh: kalz re bounner (8 silabenn!!!). Vit ar pezh a sell bezañ arbennik pe get: me zo kelenner war an istor ha dedennet gant Henegipt dibaoe atav, setu e gred din bezañ arbennik a-walc'h! Benoni 27 C'hwe 2007 da 11:47 (UTC)[respont]
Ur wikiehan emañ Fulub oc'h ober moarvat, setu e goulennan da Yunbot lakaat kement "tiernelezh" a zo e "tierniezh", pa n'eus savet den ebet a-enep d'ar c'hinnig-se. Benoni 4 Meu 2007 da 11:34 (UTC)[respont]
E gwirionez em eus kalz labour er mare-mañ ha ne zeuan ket a-benn da grouiñ pennadoù ken. Kenderc'hel a ran da neveziñ troidigezh an etrefas a cheñch ingal war betawiki avat ha tammoù traoù a ran ivez war ar wikeriadur. Evit rouantelezh/impalaeriezh Egipt em eus roet ma soñj. Koulskoude, adalavaret a ran amañ em boa graet da gentañ gant rouantelezh peogwir em boa troet ar pennad diwar ar saozneg. Ma'm bije e droet diwar ar galleg em bije graet gant impalaeriezh moarvat. Kalz pennadoù am eus troet hag alies n'em eus ket bet kemeret an amzer da wiriañ pep termen ha dibaboù war ar prim am eus ranket ober kement ha mont war-raok. Daoust ma chomfen a-walc'h gant rouantelezh, e kavan reizh e vije un tabut war ar c'hraf-mañ hag e rofe ar gumuniezh e soñj. Evit tiernelezh, e oan en em gavet gant an termen dinasty e pennad hieroglifoù Egipt. War ar prim em boa graet gant dinastiezh pa ne oa deuet ger ebet all da'm spered. Just goude e oa bet savet ar pennad dinastiezh gant Ch. Rogel ma m'eus soñj mat. Goude c'hoazh e e oan aet war tachenn Sina hag aze em boa merzet en doa graet Yann-Varc'h Thorel gant an termen tiernelezh en e droidigezhioù. Dre ma ne gaver ket an termen dinastiezh er geriadurioù klasel em boa graet ma soñj ober gant tiernelezh neuze kement hag ober gant un termen testeniekaet. --Fulup 4 Meu 2007 da 22:36 (UTC)[respont]
Goude bezañ bet savet ar pennad dinastiezh ganin em eus merzhet e rae Fulub gant tiernelezh hag em graet gant an termen-se a gaven gwelloc'h. War ar graf pennañ : gwelloc'h eo ober gant an termenoù implijet en dornlevrioù ma 'z int a-blom gant boazioù staliet mat. Siwazh ez eus chañchamantoù hiziv hag un tech d'ober gant termenoù gallek gwisket. Ha gwir eo e vez implijet henimpalaeriezh ha nevezimpalaeriezh e-barzh dornlevr TES 6vet klas - 1996. Troidigezh gant Pêr Drezen harpet gant ur skipailh reizherien memestra. --Ch. Rogel 4 Meu 2007 da 23:45 (UTC)[respont]

An urzh c'hall o ren e Warsowiki

[kemmañ ar vammenn]
  1. Iskis ar pezh zo c’hoarvezet amañ : d’ur mare zo ne blije ket gwask an alouberien :[[1]].
  2. Goude-se ez eus deuet unan bennak da skeiñ an taol mat : [2]. Ha den n’en deus fiñvet.
  3. Am eus aon e komprenan perak : [[3]].

Ne lavarin nemet un dra: marteze e c'hallfemp kaout un displegadenn. Bianchi-Bihan 28 C'hwe 2007 da 22:31 (UTC)[respont]

Er wiki gallek emaint o klask distruj kement tra a ra dave d'an disterañ tamm breizhadelezh:

  • aze: [4]; aze: [5], hag e meur a lec'h all c'hoazh.

Amañ e vo ret lakaat stêrioù Breizh e Bro-C'hall? Pegeit e vo aotre c'hoazh da skrivañ eo Breizhiz Robic hag Hinault? Kergidu 1 Meu 2007 da 08:53 (UTC)[respont]

(red) (diwezh) 28 C'hwe 2007 da 22:36 Kadbzh (Kaozeal | degasadennoù) (Ne c'hell ket bout degemeret - Displegit ho kemmoù e brezhoneg)

(red) (diwezh) 26 C'hwe 2007 da 17:51 Anthere (Kaozeal | degasadennoù) (Europe et France) Kadbzh 1 Meu 2007 da 09:17 (UTC)[respont]


Setu ur gaozeadenn 'm eus bet gant un istrogell deuet da genlabourat e galleg(!!!) war ar wikipedia brezhoneg. Ar wech kentañ hag ar wech ziwezhañ eo din skrivan e galleg war ar wikipedia brezhoneg. Anzav a ran na gomprenan ket tamm ebet emzalc'h Bianchi-Bihan dirak un emzalc'h ken dismegañsus. Kenderc'hel a rin da ziverkañ ar pennadoù e galleg war ar wikipedia e brezhoneg... Petra soñjit? Aet hon skuizh o welet emzalc'h impalaerour ar c'hallegerien war ar wikipedia-mañ. Benoni 3 Meu 2007 da 19:04 (UTC)[respont]

Bonjour,

Je me permets de parler en français puisque c'est la langue maternelle de nous tous... même si c'est sur le wikipédia brittophone. J'ai fait un article en français sur l'histoire de Gwitreg car je ne connais pas le breton... Alors si votre choix est d'éliminer purement et simplement mon résumé, votre Wikipédia ne s'enrichira que par l'intermédiaire de votre petit groupuscule bretonnant... Le mieux serait peut-être d'utiliser votre connaissance de la langue et de traduire ce résumé... Hé oui, Wikipédia est une communauté, ce qui sous entend «entraide»! C'est aussi dans l'intérêt de tous...

Merci de votre compréhension. (Implijer:86.214.205.114)

Pour une fois, et dans un esprit de cordiale camaraderie, je me chargerai de cette traduction du texte que vous proposez, à mon rythme (comme dans l'article du wikipédia français il y manque mention de Pierre Landais). Mais comprenez que je laisserai cette liberté à d'autres à une prochaine occasion. Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 14:50 (UTC)[respont]
Vous êtes ici sur la wikipedia bretonnante, où on rédige les articles en breton! Si vous n'aimez pas les "groupuscules bretonnants" il y a une wikipedia francophone, où existe un article Vitré, que vous pouvez améliorer tout à loisir. Et désolé, mais le français n'est pas ma langue maternelle! Et je suis loin d'être le seul dans ce cas ici. Benoni 3 Meu 2007 da 19:04 (UTC)[respont]
Marteze a-walc'h eo atahinerezh eus o ferzh. Ar pep furañ eo chom hep kouezhañ er pej emaint o klask stignañ (lakaat ac'hanomp diaes e-keñver Wikipedia etrebroadel). Er c'heñver-se e kavan fur ha reizh emzalc'h Bianchi-Bihan en degouezh-se.Rognogno 3 Meu 2007 da 21:25 (UTC)[respont]
Met ma fell da unan ac'hanomp klokaat ar pennad war Gwitreg war ar wikipedia-mañ e c'hell mont da glask an titouroù pa fell dezhañ/i war ar wikipedia galleg (hag e kalz lec'hioù all). N'eo ket d'ur galleger lavar deomp war petra labourat, petra treiñ, hag all! Ijinit-ta ma rafe ar spagnoliz ur pennad e spagnoleg war ar wikipedia katalaneg, pe ar saozon ur pennad e saosneg war ar wikipedia e kembraeg!!! Kaset e vijent da sutal raktal! Hag ouzhpenn-se ez eo ar galleger-se diseven a grenn, hep doujañs ebet evit ar brezhonegerien! N'omp ket chas! Eus un tu all, e soñj din ez eo ret chom seven gant tud vel Anthere, hag all, evel just, evit abegoù politikel. Met n'eo ket dereat doare ober ar wikipedourien c'hall war hon wiki ar mareoù-mañ! Benoni 3 Meu 2007 da 21:36 (UTC)[respont]
Just a-walc'h, just a-walc'h... Mard int diseven: bezomp seven, pe diseblant... ar respont gwellañ eo da'm soñj, hag e paouezint buan a-walc'h a gav din.Rognogno 3 Meu 2007 da 21:46 (UTC)[respont]

Kinnig emzalc'h

[kemmañ ar vammenn]

Siwazh, pa weler peseurt kaozioù a deu ganto war o fajennoù e weler n'int ket prest da baouez, hag un tamm mat niverusoc'h egedomp int. Gant se e kredan eo ret leuskel anezho d'ober o c'hoari, betek ur poent. N'eus ket da gas den ebet da sutal. Evel n'eus ket da lezel tagadenn ebet digastiz. Bezañ ken reut hag int avat n'eo ket politikerezh mat. Bezañ degemerusoc'h zo gwelloc'h, hag a servijo en dazont. A-hend-all, hervez ma soñj-me, e rankomp degemer an dud a feiz vat (marteze e oa un den a feiz vat: [[6]]). Hag ur reolenn bennak diwar-benn ar feiz vat zo er wikipedia a gredan. Implijomp ar reolennoù kozh a zo, ha savomp reolennoù nevez sklaer d'en em ziwall diouzh tud evel-se en dazont, ha kemennomp anezho d'an holl alouberien.

Kinnig a ran ar reolennoù-mañ da studiañ: pa vo kemennet un dra bennak e galleg amañ en dazont gant un den a-ziavaez ne vo respontet nemet e saozneg (hag e brezhoneg) dezhañ, hag e vo lavaret:

  1. ar brezhoneg a zo bet dibabet evel yezh labour nemeti e-barzh ar wikipedia-mañ abaoe m'eo bet krouet,
  2. hag ar saozneg zo bet dibabet evel yezh nemeti an darempredoù diavaez ofisiel dre m'eo an eil hini anavezet ar muiañ gant tud ar gumuniezh-mañ. Ma fell deoc'h kaout darempredoù prevez en ur yezh all, lezit o chomlec'h elektronek personel.

Pedet eo an holl da reiñ o ali. Marteze e vo ret votiñ. Bianchi-Bihan 3 Meu 2007 da 22:27 (UTC)[respont]

Ya, a-du ganit, met prederiet mat on gant ar pezh a c'hoarvez ar mareoù-mañ. Ha siwazh e c'hoarvez an darn vrasañ eus o c'haozeadennoù war irc, setu ne ouezomp ket zoken petra ya en dro. Arabat dont da vezañ parano, met... Marteze vije un dra vat skoulmañ liammoù gant wikipediaoù kembraeg, katalaneg, galiseg, hag all... Arabat bezañ re reut, met arabat leuskel pep tra da dremen kennebeut... A-du 'vit ober gant ar brezhoneg da gentañ ha gant ar saosneg da eil...Benoni 4 Meu 2007 da 00:03 (UTC)[respont]
Ret eo soñjal er gwall a-raok ma tegouezho. Un abadenn echedoù e vo (lod a oar c'hoari?) ha mat vije gouzout a-raok peseurt taolioù a vo. Setu perak eo ret bezañ prest da lavarout omp degemerus (aes da brouiñ gant an holl izili divrezhoneg zo bet degemeret) hag e reomp gant reolennoù sklaer, a zo poent sevel. Arabat deomp hunvreal, pa c'hallint skeiñ e skoint didruez. Bianchi-Bihan 4 Meu 2007 da 00:27 (UTC)[respont]

Perak ne vefe ket kaset an destenn ginniget war ar bajenn gaozeadenn gant un meneg divyezhek berr war bajenn ar pennad? "Danvez kinniget war ar bajenn kaozeadenn - Matériau proposé sur la page de discussion", da skouer. --Ch. Rogel 4 Meu 2007 da 18:39 (UTC)[respont]

Bez e c'haller ober ur bajenn gant "trodigezhioù goulennet" ivez. Bianchi-Bihan 4 Meu 2007 da 18:45 (UTC)[respont]

Da vout gwelet fr:Wiki et Bretons "collaborateurs" . Kadbzh 5 Meu 2007 da 18:48 (UTC)[respont]

Kudennoù gant taolennoù

[kemmañ ar vammenn]

Skoazell m.p. Trugarez en a-raok. A galon. Klaod.

Graet, war bouezh Dukark, e lec'h na gavan kudenn ebet...Benoni 4 Meu 2007 da 20:58 (UTC)[respont]
OK, graet ivez evit Dukark Graet, Benoni 4 Meu 2007 da 21:13 (UTC)[respont]
Dreist. Kadbzh 4 Meu 2007 da 21:22 (UTC)[respont]

Emaon oc'h ober tro ar mirdioù hag al livourien a blij din: piv a skoazello da adsevel ar skeudennoù er pennad Frans Hals? Ur banne a evin gantañ fenoz. Pe meur a hini. Bianchi-Bihan 6 Meu 2007 da 13:28 (UTC)[respont]

Ar skeudennoù-se n'emaint ket war Commons. Ret eo dit eta eilañ anezho war ar servijer, evel 'm eus graet evit ar skeudenn gentañ. A galon, Benoni 6 Meu 2007 da 13:54 (UTC)[respont]
Klask a rin gwelout, met ne gomprenan ket ar frazenn: eilañ, n'on ket sur, ha servijer: bout. Bianchi-Bihan 6 Meu 2007 da 13:57 (UTC)[respont]
Gw. amañ: Skoazell:Penaos eilañ ur skeudenn war ar servijer (ar pennad n'eo ket bet troet c'hoazh) Benoni 6 Meu 2007 da 17:55 (UTC)[respont]

Gwelloc'h ganin sevel pennadoù: vit an traoù se n'on gour.Bianchi-Bihan 7 Meu 2007 da 05:18 (UTC)[respont]

Sellet amañ da skouer...Benoni 8 Meu 2007 da 12:51 (UTC)[respont]