Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08, bloaz 2026
Neuz
16/02/2026 — 22/02/2026
[kemmañ ar vammenn]Filmlennadur
[kemmañ ar vammenn]Demat, Meur a-wech eo bet embannet gant Lydawr ne 'z ae ket gant ar ger "filmlennadur". Gwir eo ne vez ket lennet ur film sañset. "Filmgweladur" a vije iskis. Preder ha Termofis a embann "filmadurezh". Da gemmañ an holl filmlennadur gant filmadurezh? (ezhomm e vo ur bot ken niverus ar pajennoù) A galon Dishual (kaozeal) 17 C'hwe 2026 da 20:30 (UTC)
- Ya, gwelloc'h e vefe kemmañ. O lenn traoù diwar-benn ar "boted" bet kaset din gant @Huñvreüs emaon, met n'ouzon ket penaos ober c'hoazh. Graet em eus dre zorn en nebeud pajennoù a oa "Filmlennadur" en o zitl dija. A galon, Kestenn (kaozeal) 17 C'hwe 2026 da 20:38 (UTC)
- Evit se e vefe aesoc’h ober gant Javascript Wiki Browser (JWB).
- Evit staliañ anezhañ, krou ar bajenn Implijer:Kestenn/common.js ha laka an dra-mañ e-barzh:
mw.loader.load('//en.wikipedia.org/w/index.php?title=User:Joeytje50/JWB.js/load.js&action=raw&ctype=text/javascript');
- Emichañs e ranki digevreañ hag adkevreañ. Goude se, klik amañ (ul liamm war-zu ar bajenn-mañ a vo ouzhpennet en da veuziad Ostilhoù).
- Evit implijout ar benveg-se: E Setup, klik war Generate. Er prenestr, klik war Wiki search, laka insource:/Filmlennadur/, ha klik war Generate. Klik war Sort (diret met gwelloc’h e kavan ober ar c’hemmoù en urzh al lizherenneg). Klik war Edit. Goude Replace, laka Filmlennader, ha goude With, laka Filmadurezh. Klik war Start. N’eo ket aes da zeskiñ… met pegen galloudus!.
- Ma rez gant Windows ez eus AutoWikiBrowser ivez, n’am eus ket implijet anezhañ peogwir e ran gant Linux. VIGNERON a oar anezhañ mat-kenañ.
- Digudenn eo ober 100-200 kemm gant ur gont ordinal, met evit kantadoù a gemmoù damemgefre eo gwelloc’h ober gant ur gont robot. Huñvreüs (kaozeal) 17 C'hwe 2026 da 20:58 (UTC)