Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05, bloaz 2026
Neuz
26/01/2026 — 01/02/2026
[kemmañ ar vammenn]Astenn Babel
[kemmañ ar vammenn]Evit diskouez ar yezhoù a ouzomp e reomp gant Babel. Hiziv e vez implijet patromoù mod kozh, evel Patrom:User br. Un astenn Babel zo bremañ, ganti e teu an traoù da vezañ simploc’h war an tu teknikel: troidigezhioù kreizet e Translatewiki, ezhomm ebet eus ur bern patromoù, boestoù Babel diskwelet er memes mod war an holl wikioù. Setu ar pezh a ginnigan ober:
- lakaat {{#Babel: e lec’h {{Babel| en holl bajennoù implijer (gallout a ran hen ober gant ma bot),
- diverkañ ar pajennoù mod kozh Wikipedia:Babel/xyz,
- diverkañ ar patromoù mod kozh Template:User xyz (xyz zo ar c’hodoù yezh),
- nevesaat an teuliadur.
A-du emaoc’h evit mont gant an astenn nevez? Huñvreüs (kaozeal) 28 Gen 2026 da 14:53 (UTC)
- Ya a-du. A galon, Arko (kaozeal) 1 C'hwe 2026 da 19:35 (UTC)
Pennadoù ar miz
[kemmañ ar vammenn]Demat d'an holl, abaoe bloavezhioù e vez kinniget ar memes 12 pennad ar miz... Ne vije ket poent cheñch anezho ? Ha cheñch pennad aliesoc'h, bep 2 sizhun da skouer ? A galon Arko (kaozeal) 3 C'hwe 2026 da 21:30 (UTC)