Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 05, bloaz 2022

Eus Wikipedia

31/01/2022 — 06/02/2022[kemmañ ar vammenn]

Skrivañ un dra bennak er bempvet sizhun eus 2022 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

(

N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.

), sed ar patrom a welan hiriv lakaet gant un IP desket-iskis war ar patromoù ... Pegoulz eo bet savet ar patrom, gant piv, ha pegoulz ez eo bet degemeret gant ar gumuniezh? Prest eo an holl da welout lemel ar pennadoù "hep daveenn" evel ma kinnig an IP madelezhus (war daou bennad savet ganin hepken) ? https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/2A01:CB08:890E:C600:D521:B4C2:8477:982E Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2022 da 14:50 (UTC)[respont]

D'an 20/03/2016 e voe krouet ar patrom-se, gant ur vi-koukoug en titl, am eus reizhet d'ar 07/04/2021 (ha hiziv c'hoazh, lunedoù nevez). Ma sellit ouzh Patrom:Daveenn ebet e welot war an tu kleiz ez eus anezhañ e 124 yezh ! Kevregourez (kaozeal) 30 Gen 2022 da 16:53 (UTC)[respont]
Er Wikipedia gallek, da skouer, ez eus tremen 20 patrom evit stourm ouzh an diouer a zaveoù ; gwelit al linenn 18 : diverkañ ar pennad ma n'eus dave ebet ! Kevregourez (kaozeal) 30 Gen 2022 da 17:06 (UTC)[respont]

Perak e huch Bianchi-Bihan ? Meur a bennad savet gantañ a ziskouez ar patrom-se, ha dave ebet c'hoazh enno : Charlotte von Mecklenburg-Strelitz, Gratian an Henañ, Henri d'Artois, Eugenia de Montijo... --2A01:CB08:890E:C600:3CBC:DE1:85F0:A77D 30 Gen 2022 da 17:42 (UTC)[respont]

Ne huchan ket. Ober a ran ur goulenn, ha kement a wirioù am eus d'ober ha ne vern pe IP nevez difluket. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2022 da 17:58 (UTC)[respont]
Ha ne vo ket ; ur skouer eus doare Bianchi-Bihan pa c'houlenner daveoù digantañ : Kaozeal:Alwena (26 Genver 2015 ; daveenn ebet 7 vloaz goude, hep na fiñvfe den pe zen). 2A01:CB08:890E:C600:3CBC:DE1:85F0:A77D 30 Gen 2022 da 18:01 (UTC)[respont]
Dre chañs emaout aze da c'houlenn daveoù : perak ne lakaez ket war holl bajennoù ar bloavezhioù? Ne vez dave ebet morse. Pa'z po echu lakaat , lar din. Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2022 da 18:06 (UTC)[respont]
Neus ket ezhomm. Sell ouzh 2012 , da skouer : liammoù diabarzh zo, evel-just. E 2012, just a-walc'h , ez poa skrivet sotonioù en Aber-Ac'h, ha daveoù a oa bet goulennet gant un implijer, ha 10 vloaz diwezhatoc'h e c'hortoz c'hoazh — ha nann, ne oa ket te ? Kergidu~brwiki e oa ! Sell ouzh Kaozeal:Aber-Ac'h evit diboultrennañ da vemor. Un holloueziadur dizave ne dalv mann ebet. --2A01:CB08:890E:C600:3CBC:DE1:85F0:A77D 30 Gen 2022 da 18:20 (UTC)[respont]
Te 'oar e c'hallez lakaat an daveoù da -unan? Aeztoc'h dit goulenn anezho? Bianchi-Bihan (kaozeal) 30 Gen 2022 da 18:29 (UTC)[respont]

Arabat ankounac'haat ar pennad Rozegez : ur vezh !--2A01:CB08:8BB7:F100:B400:A040:11A4:CB3A 30 Gen 2022 da 18:31 (UTC)[respont]

Da ali-te eo, Yannig. Bianchi-Bihan (kaozeal)
Yannig piv ?--2A01:CB08:8BB7:F100:50BB:97A8:9753:635A 30 Gen 2022 da 18:38 (UTC)[respont]

Setu ijinet ur brezel nevez gant hor mignon IPek nevez : klaskit kompren ha lavarit din perak e fell dezhañ lakaat di Savoia evel en italianeg, e-lec'h Savoia evel e brezhoneg ... koll a ran ma oremus , evel lare (marteze) person Priel:

  1. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Catalina_Micaela_Aostria&type=revision&diff=1938821&oldid=1930570
  2. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Carlo_Emanuele_Iañ_Savoia&type=revision&diff=1938822&oldid=1938794

Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 C'hwe 2022 da 12:04 (UTC)[respont]

  1. Ha ret eo dit tagañ un den bennak pa skrivez ? "Person Priel" : Prieladkozh, moarvat, en deus goulennet ma vefe stanket e gont da viken abalamour da'z emzalc'h divalav-mezh. Da gont dit-te a vefe ret stankañ da viken, n'eo ket hini kenlabourerien sirius hag efedus.
  2. Ganit-te e oa bet lakaet "di Savoia", d'an 9Meurzh 2018 , neuze paouez gant da c'hoari lous.

2A01:CB08:890E:C600:5CB1:9F66:A9A7:C0B5 1 C'hwe 2022 da 16:02 (UTC)[respont]

Ur sizhunvezh gant Bianchi-Bihan[kemmañ ar vammenn]

Setu amañ ur standilhon eus emzalc'h Mark Kerrain er Wikipedia brezhonek, en ur sizhunvezh hepken.

Hir-hir e vo 2022 evit an dud kalonek ha sirius a glasko magañ ar Wiki-mañ. --2A01:CB08:890E:C600:ADA0:B80E:BA22:C7C7 2 C'hwe 2022 da 19:45 (UTC)[respont]

Ur merzher IPeek!
Tud zo, kuzhet, ne oaront ket kaozeal, pe ne fell ket dezho. Ne gavont d'ober nemet kunujenniñ, ha lakaat o c'hunujennoù, hag o brezelioù kemmañ, war chouk ar re all. Kentañ emzalc'h un den yac'h e benn dirak ar gasoni diroll a zo chom hep diskenn da live an den diroll.