Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin/sizhunvezh 51 bloaz 2006

Eus Wikipedia

18/12/2006 — 24/12/2006[kemmañ ar vammenn]

skrivañ un dra bennak er sizhun 51 eus 2006An ti-chopin

An anv gwan evit SUA[kemmañ ar vammenn]

Salud d'an holl dud... Graet am eus gant Rummad:C'hoarier echedoù SUAat... Alioù fur a c'hortozan, m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 15 Kzu 2006 da 14:29 (UTC)[respont]

patrom ar galleg eo ?

joueurs d'échecs états-uniens (anv-gwan) ?
C'hoarierien echedoù amerikan
C'hoarierien echedoù Stadoù Unanet Amerika. MP
D'am soñj, ma troit e galleg C'hoarierien echedoù Stadoù Unanet Amerika ne vo ket kavet pezh emañ Kadbzh o klask.
Gwelout a ran gerioù evel: gloazad (den gloazet). Neuze e kinnigan da vurutellerezh an holl: stadoù-unanat ( eus ar Stadoù-Unanet). ... Hag evel ma lare Gwilherm Jakez-Pêr (eus Kerstrad ar stêr Aon): Dousik e sachin bremañ Ma zreid ganin da goaniañ. Bianchi-Bihan 15 Kzu 2006 da 18:08 (UTC)[respont]
Siwazh! Re soutil eo pezh emañ o klask. MP 15 Kzu 2006 da 18:23 (UTC)[respont]
Kavet eo an "euzhvil" Kaozeadenn_Implijer:Kadbzh#An_anv-gwan_evit_SUA. MP 15 Kzu N2006 da 18:41 (UTC)
fr:États-unien a dalvez evit Stadoù-Unanet Amerika ha Stadoù-Unanet Mec'hiko.
s.o. ar frazenn gentañ eus ar pennad en:Adjectives_for_U.S._citizens ha en:Use_of_the_word_American#American_in_international_law.
Dreist! Bremañ e c'hallimp en em gannañ da zibab etre Stadunanat pe StadoùUnanat. Ur stad unanet, biken ne vo trec'het? Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 06:11 (UTC)[respont]
Eus a peseurt stad ? Stadoù-Unanet Amerika pe Stadoù-Unanet Mec'hiko ? MP

Ma vez graet gant Mec'hikan en un tu, gant Stadoù-unanat en tu all, ne gredan ket e c'hallfed faziañ. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 09:58 (UTC)[respont]

Ma vez doujet ouzh anvioù (etrebroadel) ar stadoù tennet diganto ez eus ur gudenn gant ar ger-c'hoari stadunanad. Meur a stad zo stadoù-unanet er bed, ouzhpenn SUA ha SUM MP 16 Kzu 2006 da 10:12 (UTC).[respont]

Em c'hentelioù (gallek) Istor-Douaroniezh e ran gant "étasunien" ingal. A galon. Klaod. Kadbzh 16 Kzu 2006 da 18:00 (UTC)[respont]

::: Ma ouifes pezh a soñj al liseidi eus ar gelennerien gant gerioù ha troiennoù... rouez. MP Diverket eo bet gant Kadbzh pa oan o cheñch ar pennad ivez. MP 17 Kzu 2006 da 13:02 (UTC)[respont]

Ma oarfes petra a soñj tud ar vugale eus ar vugale a zo gouest da skrivañ a loustonioù-se...Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 21:11 (UTC)[respont]
Resisait mar plij...ha kinnigit un dra bennak (MP : kinniget eo bet dija, gwelout a-is patrom ar galleg eo ? (...) Amerika. MP). An ti-embann Magnard a ra giz-se ivez. Ma c'heñveriañ ouzh MM a seblant bout un dagadenn.Kadbzh 17 Kzu 2006 da 11:56 (UTC)[respont]
N'eo ket tamm ebet un dagadenn, ur skouer eus penaos e hell liseidi degemer hag ober al lu war traoù zo. Ne lavaro den ebet e vez implijet ar ger gant an dud (mediaoù en o zouez) ? N'em eus ket skrivet ne oa ket anezhañ (gwelout uhelloc'h).
étasunien
(états-unien, étazunien, 1955) de Etats-Unis : des Etats-Unies, => américain, nord-américain. (le robert)
Perak n'eus ket da implijañ ur ger *"stadunanat" evit annezidi SUA ?
  1. Meur a Stadoù-Unanet zo (gwelout izelloc'h).
  2. amerikan zo ur ger anavezet.
  3. étasunien zo ur ger krouet a-benn izelaat lorc'h bet lakaet gant an Amerikaned o-unan pa o deus dibabet anv o stad : Stadoù-Unanet Amerika, ken bras hag ur c'hevandir. N'omp ket kiriek anezho nag o anv ha lorc'hus e vevent. (Sañset, an anv Frañsizien zo frankiz er ger-orin, ra brederio meur a unan war se ; hag evit ar pobloù a sinifi ar re wellañ o anv ?). Ha perak ne vefe ket cheñchet anv-tud Sinaiz (gwelout izelloc'h). N'eus ket a Frañs ez-ofisiel : Republik frañsez ne lavaran ket (petra obet gant se ?).

Kinnig a ran Amerikan(ed) evit annezidi SU Amerika, Mec'hikan(ed) evit annezidi SU Mec'hiko...
en:Adjectives_for_U.S._citizens : The most widely used and recognised term in English for a person of the United States is 'American. Other terms were used historically; and some modern attempts have been made to develop different terms for political or humorous reasons. & fr:États-Unis : (gentilé) Américain, ( états-unien, étasunien, rares)

Roll ar Stadoù-Unanet[kemmañ ar vammenn]

  1. en:States_Of_The_United_States
  2. en:United_States_of_Belgium
  3. en:United States of China (naoutur gwan)
  4. en:United States of Africa (naoutur gwan)
  5. en:United States of Europe (naoutur)
  6. en:United States of Indonesia
  7. en:United States of Brasil
  8. en:United States of Colombia
  9. en:United States of Mexico
  10. en:United States of the Ionian Islands
  11. en:United_States_of_Central_America a-wezhioù
  12. en:United_States_(disambiguation)

Ma vez anvet annezidi Stadoù Unanet Amerika hervez al lodenn gentañ,
perak ne vefe ket anvet annezidi Republik kevreadel Nigeria hervez al lodenn gentañ kennebeut ? *Kevreadrepublikan *[ke,vredadrepu'blık.an] ?? MP 16 Kzu 2006 da 18:35 (UTC)[respont]

Ha tud o chom e Republik Pobl Sina ? Sinaiz n'int ket : *Poblekrepublikan *[,pɔbleɡrepu'blık.an] ??

Ur seurt Amerikaned zo a fell dezho bezañ an Amerikaned nemeto, pa n'int nemet ur seurt Norzamerikaned, evel ar Vec'hikaned hag ar Ganadianed. N'eo ket ret d'an dud all ober evelto, pa n'o deus ket touet bout feal d'ar banniel "steredennet". Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 21:11 (UTC)[respont]
Pegiz e raer e spagnoleg? Kadbzh 17 Kzu 2006 da 17:44 (UTC)[respont]
  • E spagnoleg e reer gant estadunidense ha moarvat eo diwar skouer ar spagnoleg eo bet savet an termen gallek étasunien, alese ma fennad Stadunanad. Kizidik-tre (hegazet) eo spagnolegerien Amerika war treuzimplij ar ger amerikan, ha gant gwir abet da'm soñj. Pa vezont seven e reont gant an termen estadunidense. War ar pemdez a-hend-all e reont gant an termen dismegañsus gringo. Kammed ne vez graet gant americano nemet evit ober goap e vefe. Kanadianed zo Amerikaned ivez, Stadunaniz n'int ket avat. Gallout a reer, en un doare ledan, ober war ar pemdez gant ar ger amerikan evit ober anv eus annezidi SUA. Pa venner komz rik avat, hag amañ en un holloueziadur eo al lec'h evit se eo gwelloc'h ober gant gerioù resisoc'h. Mard eo gwir ez eus Stadoù all estreget SUA a vefe unanet, holl o deus en o anv anv ur vro (Brazil, Mechiko, hag all). Setu eo aes ober gant Brazilianed, Mec'hikaned, hag all. Evit SUA n'haller ket ha se zo kaoz e kavan mat mont da heul ar yezhoù all ha degemer Stadunaniz (= annezidi SUA). Sklaer a-walc'h eo d'an holl eus peseurt bro zo anv. Fulup 2 Gen 2007 da 21:03 (UTC)[respont]

Daou bennad damheñvel zo, Sina ha Republik Pobl Sina, nemet unan zo bet hiraet hiziv. Petra eo ar gwellañ ? Ober evel ar saozneg a ra daou bennad disheñvel, ha dindan an titl en:China traoù a denn da sevenadur ha da istor ar vro-se, ha dindan an titl en:People's Republic of China ar pezh a denn d'ar stad anvet e-giz-se ? Pe evel ar spagnoleg a ra un adkas eus es:China da es:República Popular de China ? --Llydawr 15 Kzu 2006 da 17:26 (UTC)[respont]

Ruzañ botoù, uzañ lagadoù[kemmañ ar vammenn]

Darn ac'hanoc'h a ya da ruzañ o daoulagad war ar wiki gallek. Eno ez eus jakobined evel a ouzer, hag ivez keltgarourien a ya enep ober Brezhoned (Bretoned kozh mar kirit) eus tud Breizh kozh. Ma teurvezit mont di, taolit ur sell ouzh ma fajennad kaozioù toull. Hag evit ur banne war ma c'houst a-raok mouezhiañ, ma c'hallit, e doujañs ar reolennoù. Shelley Konk 21 Kzu 2006 da 20:55 (UTC)[respont]