Wikipedia:Kendivizoù reolata/Treuzskrivañ an arabeg
Treuzskrivañ an arabeg e brezhoneg
[kemmañ ar vammenn]Setu amañ da heul ur c'hinnig evit treuzlizherenniñ n'eus forzh peseurt anv arabek hervez reolennoù ar reizhskrivadur brezhonek evit un implij boutin. Kinnig da vezañ burutellet graet gant Neal d'ar 17 C'hwevrer 2006.
Lizherenn | Treuzlizherennadur. | Talvoud fonetikel (LFE) |
---|---|---|
ﺍ | ʾ / a | meur a hini, en o zouez [æː] |
ﺏ | b | [b] |
ﺕ | t | [t] |
ﺙ | th | [θ] |
ﺝ | dj | [ɡ] |
ﺡ | h | [ħ] |
ﺥ | c'h | [x] |
ﺩ | d | [d] |
ﺫ | dh | [ð] |
ﺭ | r | [r] |
ﺯ | z | [z] |
ﺱ | s | [s] |
ﺵ | ch | [ʃ] |
ﺹ | s | [sˁ] |
ﺽ | d | [dˁ] |
ﻁ | t | [tˁ] |
ﻅ | dh | [ðˁ] / [zˁ] |
ﻉ | ʿ pe - | [ʕ] / [ʔˁ] |
ﻍ | gh | [ɣ] / [ʁ] |
ﻑ | f | [f] |
ﻕ | k | [q] |
ﻙ | k | [k] |
ﻝ | l | [l] |
ﻡ | m | [m] |
ﻥ | n | [n] |
ﻩ | h | [h] |
ﻭ | w / ou | [w] , [uː] |
ﻱ | y / i | [j] , [iː] |
Eskemm soñjoù
[kemmañ ar vammenn]A-du gant kinnig Neal dre vras. Trugarez dit evit bezañ kemeret ar boan da lakaat an traoù sklaer. Setu an evezhiadennoù a rafen :
- Evit ﺝ e vefe gwelloc'h teuzskrivañ j hepken rak n'eus ket eus dj e brezhoneg ha n'eo dj nemet un distagadur rannyezhel (ledet-mat gwir eo) en arabeg. j eo an distagadur klasel ha reizh eo eta treuzskrivañ gant j. Techet eo ar saozneg da dreuzskrviañ dj rak n'eus ket eus ar son j er yezh-se.
- Evit ﺥ , a-du gant c'h en anvioù boutin. En anvioù divoutin e vo tu da dreuzskrivañ gant c'h ivez pe gant kh pa vez anavezet mat un anv bennak dindan ar stumm-se.
- Evit ﻕ e kavan mat ober gant q peogwir eo ur soniad a-bouez, diforc'h eus k en arabeg. Ma reomp gant k amañ, perak ober gant th pe dh evit ﺙ ha ﺫ neuze ?
- Evit ﻍ a-du gant gh, nemet evit anvioù divoutin zo, zo diazezet mat evel Gaza (drol e rafe skrivañ ghaza, distaget raza).
- A-du ivez evit chom hep merkañ pelloc'h ar c'hensonennoù c'hwezhet ﺹ, ﺽ, ﻁ, ﻅ
Evit ar vogalennoù berr na vezont ket notennet e kinnigan implijout hepken ar vogalennoù arabek diazez : a, i, u/ou hag argas implij an e pe an o. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 13:06 (UTC)
a-du penn-da-benn. kinniget em boe c'h kentoc'h evit kh (implijet dre vras er yezhoù n'eus ket gante ur son damhñvel) a-benn gallout implijout kh evit ur k c'hwezhet ma vez ezhom, d.s. khmer (en ur c'hoût em eus great hep kh evit brezhonekaat anvioù yezhoù zo...).
evit ar pezh a sell ouzh q evit qaf kentoc'h evit k emañ ar gwir ganit ma vez lakaet keñver-ouzh-keñver gant th h.a. ma soñj kentañ, avat, a oa ober hep th na dh ha gant t pe d nemetken met n'em boe ket c'hoant mont re bell ha paouraat an arabeg war digarez ar brezhonekaat rik. Ar gudenn nemeti a welan gant ar q eo penaos ober ur c'hemmadur gantañ, d.s. Qatar > da Gatar; da gQatar pe qatarad > ur c'hatarad; ur c'gqatarad??
evit ar j n'eus kudenn ebet. techet on-me da distagañ dj met n'eo ket abalamour da se e vefe ret ober gantañ. ar gwir a zo ganit - ouzhpenn-se e vefe sklaeroc'h hag aezetoc'h da lenn.
a-du ivez evit ar vogalennoù berr.
penaos ober evit ar c'hensonennoù doubl? merkañ anezhe dalc'hmat?
ret e vije ledanaat an daolenn evit ober ivez gant yezhoù all implijet al lizherenneg arabek gante... ober a rin pa'm mo amzer un tamm kinnig all. Neal 18 C'hwe 2006 da 13:59 (UTC)
- Kensonennoù doubl : Ya, me gav din eo gwelloc'h merkañ anezho ha doubliñ e brezhoneg ivez. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 16:58 (UTC)
- ar qaf. Gwelloc'h eo merkañ q pa vez treuzlizherennet un anv. Goude, ma vez ezhomm deverañ an anv e c'haller brezhonekaat muioc'h hag ober gant k hepken rak kuitaat a reomp aze domani an treuzlizherennañ evit mont e-barzh sistem mont en-dro boas ar brezhoneg. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 16:58 (UTC)
- Mat eo ober gant th, dh, gh ha q rak reiñ a reer da gompren ez eus aze soniadoù disheñvel en arabeg hep diaesaat al lenn e brezhoneg gant arouezennoù fonetek spontus. Boas eo ar Vretoned ouzh th ar saozneg dija. Anavezet mat-tre eo ha pa vefe poan vras ouzh e zistripañ. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 16:58 (UTC)
- ekstra. ya. a-du on ivez da ober gant gh nemet en anvioù boas o stumm dija mar fell dit. m'enfin, gwell e vefe din ober ivez gant Ghaza amañ rak gallout a reer adkas Gaza > Ghaza, dreist-holl da heul ar fed m'eo bet dalc'het d'ober gantañ en Afghanistan... Ha penaos ober neuze gant stummoù rannyezhel pe lec'hel, da skwer
- Gamal Abdel Nasser جمال عبد الناصر hervez an distagadur boas da heul boazioù Egipt (j > g) kentoc'h evit Jamal Abd an-Nasr. Talvoudus e vefe neuze ober an diforc'h etre g ha gh. lakaet e vefe g e kichenn j en ur notenniñ mod Egipt (n'eo ket nemet Egipt evel-just, met tarwalc'h e vefe evit un daolenn eeun). d'am soñj avat e vefe gwell kenderc'hel atav gant qaf zoken pa reer ez-lec'hel gant qaf > hamza.
d'am soñj, ur wech diskoulment ar c'hudenoùigoù bihan-se e vefe tu dimp da embann an daolenn reizhet war ar wiki. ha tu e vefe ivez d'az soñj lakaat warnañ un tamm patrom evel ma reer a-wezhoù war ar wiki e saoozneg o laret ec'h talvez an taolenn-mañ da bolitikerezh ofisiel ar wikip brezhoneg?
ah, hag un draig all - ha moiaen e vefe da ginnig an daolennn-se da ofis ar brezhoneg ivez? :-))
Neal 18 C'hwe 2006 da 17:13 (UTC)
- Gwir eo, a-du ganit evit sevel un adkas war-du Ghaza a-benn ar fin. Unan eus tuioù mat Wikipedia eo an adkasoù just a-walc'h hag amañ emaomp sañset plediñ gant un oberenn a skiant. Setu, n'eo ket falloc'h klask deskiñ traoù d'an dud hag heñchañ anezho war-du stummoù reishoc'h. Gant an adkas n'eus ket tu d'en em goll. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 18:05 (UTC)
- A-du ivez evit merkañ ar g pa vez distaget evel-se. Ur gwir soniad merket er skritur eo ha diforc'het eus j a-wechoù evel er maghrib a gav din. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 18:05 (UTC)
- Ne'm eus ket gwelet ar patrom a lavarez din. Laka din ul liamm evit ma yafen da welet. M'emaomp a-du hon daou n'eo ket fall met ma fell deomp ofisielaat an daolenn e vo dav kaout asant ar re all ivez. Evit an Ofis n'eo ket diaes, kas a rin al liamm d'ar Servij Glad a zo ar servij en deus da blediñ ar muiañ gant an treuzskrivañ gerioù estren evit respont da ezhommoù ar servij treiñ. Graet em bo tammoù kinnigoù dija evit skrivañ Yasir Arafat ha traoù seurt-se met n'em boa ket savet un daolenn glok. --Fulup 18 C'hwe 2006 da 18:05 (UTC)
- goût mat a-walc'h a ran n'eo ket ar memetra penn-da-benn, met ur patrom evel hennezh e oan o soñjal: [1]
n'eo ket evit lakaat an dud da blediñ gant tra pe dra eo a ran ar c'hinnig-se, met kentoc'h evit heñchañ an dud hag evit eeunaat an traoù. vele-just e vefe ret kaout asant an holl. penaos e vez graet, dre votadeg dre ret?
- menel a ra labour c'hoazh evit sevel ur daolenn glok o vont en tu all d'an arabeg nemetken.
- ya, gwir eo ez eus ul lizherenn ispisial a vez implijet evit skrivañ g e broioù ar maghrib disheñvel diouzh ar stumm bet ijinet e lec'h all evit treuzskrivañ ar memes sonioù o tont eus yezhoù all, d.l.e kaf gant ul linnen a-us. ret e vo din klask skwerioù...
Neal 18 C'hwe 2006 da 20:05 (UTC)
Ta marbouta
[kemmañ ar vammenn]- Gwelet a ran n'az peus ket merket an ta marbouta e dibenn anv Ismail Haniya. Er yezhoù all eo ar boaz merkañ an ta marbouta gant un h dibenn pa vez treuzskrivet anvioù arabek. Marteze ne vefe ket fall heuliañ ar reolenn-se amañ ivez. --Fulup 21 C'hwe 2006 da 23:09 (UTC)