Wikipedia:Kendivizoù reolata/Patrouilherien
Patrouilherien
Pal ar c’hendiviz reolata-mañ eo krouiñ ur strollad, eno implijerien a fiziañs, anvet patrouilherien. Aotreet int:
- da wiriañ degasadennoù n’int ket a-enep ar reolennoù ha da vezañ gwiriet o degasadennoù ent emgefreek (gwirioù patrol hag autopatrol),
- da implijout an arc’hweladur disteuler (gwir rollback) evit stourmañ a-enep gwallimplij ar wiki (vandalerezh, spam, hag all),
- da welout chomlec’hioù IP ar c’hontoù berrbad (gwirioù ar strollad teknikel temporary-account-viewer).
Mont da batrouilher
Rankout a ra an neb a fell dezhañ mont da batrouilher kaout ur gont bet krouet 6 miz zo da nebeutañ ha bezañ graet 300 degasadenn da nebeutañ. Rankout a ra ober ur goulenn ouzh ar verourien evit kaout ar gwirioù. Nac’het e vo ar goulenn mard eo bet stanket an implijer e-pad ar 6 miz tremenet.
Implij ar gwirioù
Pa seller ouzh chomlec’hioù IP ar c’hontoù berrbad e ranker doujañ da reolennoù an Diazezadur Wikimedia.
N’eo aotreet ober gant ar benveg disteuler nemet evit
- dizober vandalerezh, spam, degasadennoù a-enep ar reolennoù diazez pe graet gant tud bet baniset eus ar wiki,
- dizober degasadennoù an implijer-eñ, da skouer peogwir int bet graet dre fazi,
- dizober degasadennoù en esaouenn bersonel an implijer (pajenn implijer, pajenn gaozeal).
Difennet-groñs eo ober gant ar benveg disteuler e-kerzh un tabut embann.
Tennañ ar gwirioù
Gallout a ra ar verourien tennañ un implijer kuit eus ar strollad patrouilherien ma vez ezhomm, dreist-holl mard eo bet gwallimplijet ar benvegoù. Rankout a reont hen ober ma n’eus degasadenn ebet gant an implijer abaoe 365 deiz. Gallout a ra an ez-patrouilher mont en-dro da batrouilher diwezhatoc’h hervez ar reolennoù diazez. Mard eo bet gwallimplijet ar benvegoù e c’hall ar verourien sevel a-enep ar goulenn, rankout a reont displegañ o diviz.
Diouer a verourien
Ma ne respont merour ebet d’ar goulenn eo erbedet sachañ o evezh, da skouer mont e darempred ganto dre o fajenn gaozeal. Goude 15 deiz hep respont digant ar verourien e c’hall pep hini mont da ober ur goulenn ouzh ar stewarded. Evit ma vo roet ar gwirioù e vo a-walc’h klotañ gant ar reolennoù a-is; evit ma vo tennet ar gwirioù digant un implijer bet graet gantañ un degasadenn e-pad an 365 deiz tremenet e vo ezhomm eus un emglev er gumuniezh, a c’hall bezañ graet en un esaouenn voutin evel an Davarn.
Mont en-dro ar votadeg
Digor e oa ar votadeg e-pad 7 deiz, eus ar 15/06/2025 00:01 (GMT+2) betek ar 21/06/2025 23:59.
Gallout a ra pep implijer gant ar gont bet krouet 6 miz zo da nebeutañ ha graet 300 degasadenn gantañ da nebeutañ votiñ.
Mont a raio ar c’hendiviz da dalvezout ma sav ar muianiver eus ar voterien a-du.
Gallout a rit ober gant ar patromoù {{ya}}
, {{nann}}
, hag {{ingal}}
Ret eo sinañ ho vot gant ~~~~.
Votoù
Disoc’h
Echu eo ar votadeg. Divizet he deus ar gumuniezh krouiñ ur strollad patrouilherien.