White Anglo-Saxon Protestant
White Anglo-Saxon Protestant zo un doare amspis, a-wechoù disprizus, da envel ur strollad tud Amerikan a live uhel gwenn gant orinoù Saoz Protestant. An termenadur a vez implijet war ur strollad tud hag a zo mistri bed an arc'hant, ar politikerezh hag ar galloudoù sokial er Stadoù-Unanet.
Hervez ar studiadennoù skolveuriek ez eo aet war wanaat galloud ar strollad tud-se abaoe fin an Eil Brezel-bed, o welet plas ar strolladoù pe kumuniezhoù a orinoù all. Implijet e vez ivez an termeniñ-se e Aostralia pe er C'hanada gant ur menneg dammheñvel o termeniñ tud a galloud. An termenadur a vez implijet a-wechoù gant sokiologourien evit strollañ an holl dud eus Norzh-Amerika gant orinoù eus Europa hep ma gemerfe e kont o live er gevredigezh nag o live binvidigezh. Ral eo gwelet tud gervel o-unan WASP nemet evit ar fent pe pa vez anv eus strolladoù dreistbeliour gwenn Amerika.
Gant ur sell istorel, an termeniñ "Angl-ha-Saoz" a veze implijet evit envel an annezidi eus Bro-Saoz a-raok 1150 hag a-raok al levezoni Norman ha Breton goude 1066.