Mont d’an endalc’had

Western spaghetti

Eus Wikipedia
Western spaghetti
doare film
Iskevrennad eusEurowestern, exploitation film Kemmañ
Anv er yezh orinSpaghetti Western Kemmañ
Anvet diwarspaghetti, Film western Kemmañ

Ur Western spaghetti zo un doare filmoù western produet en Europa. Deuet e oa war-wel e-kreiz ar bloavezhioù 1960 gant ar filmaozer Sergio Leone hag e stil hag en doa graet berzh bras er box-office etrebroadel[1]. An droienn zo bet implijet gant burutellerien-filmoù dre ma oa darn eus ar filmoù western-se o vezañ produet ha filmaozet gant Italianed[2].

Darn eus ar filmoù doare western spaghetti a oa etrebroadel e gwirionez o vezañ kenbroduet gant Italia ha Spagn, ha raloc'h Bro-C'hall, Alamagn ar C'hornôg, Breizh-Veur, Portugal, Gres, Yougoslavia, hag ar Stadoù-Unanet. Ouzhpenn 600 western europat a oa bet savet etre 1960 ha 1978, gant ouzhpenn 500 anezho savet gant Italia, hag a oa e penn ar produerezh. Darn eus ar filmoù western spaghetti a oa bet filmet etre 1964 ha 1978 gant boujedoù izel, ha filmet e studioioù Cinecittà ha goude-se e su Italia pe e Spagn.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Nelson, Peter (9 January 2011). The spaghetti Westerns of Sergio Leone.
  2. Introduction (10 November 2015).