Western (doare)
| Iskevrennad eus | faltazi |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Western |
| Danvez pennañ | Trec'h war ar C'hornôg |
| Bro orin | Stadoù-Unanet |
| Mare an oberenn | XIXvet kantved |
| Roll elfennoù | list of Western subgenres |
Ur Western zo un doare eus ar faltazi gant un istor hag a dremen evit an darn anezho en harzoù stadunanat (alies graet eus oute "Old West" pe "Wild West") etre mare ar redadeg d'an aour e Kalifornia e 1849 ha pa oa bet klozet an harzoù e 1890. Alies eo liammet ar western gant istorioù folk eus kornôg ar Stadoù-Unanet, dreist-holl mervent ar Stadoù-Unanet, met ivez gant norzh Mec'hiko ha kornôg Kanada.[1][2]
En oberennoù Western an harzoù a zo diskrivet evel lec'hioù didud, didruez ha diaes da vevañ. Bez ez eus patrouilerien cowboyed, forbaned, sheriffed, ha kalz doare pimpatromoù tudennoù all dreist-holl tennerien. Framm an istorioù Western ne ra forzh an doare oberenn a ziskouez stourm an dud mat hag honest a-enep torfedourien, gant temoù ar justis, frankiz, an hinielourien, an tonkad, hag identelezh hag istor ar Stadoù Unanet. E-pad pall amzer eo bet taolennet indianed Amerika evel tud chivous, gant ur skeudenn sovajed.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (2013) The Oxford Encyclopedia of American Cultural and Intellectual History (in en). Oxford University Press. 557 p. ISBN 978-0-19-976435-8.
- ↑ Carter, Matthew (2014). Myth of the Western: New Perspectives on Hollywood's Frontier Narrative (in en). Edinburgh University Press. ISBN 9780748685592.