Mont d’an endalc’had

Werder M1869

Eus Wikipedia
Werder-Gewehr M/1869


Ur fuzuilh Werder Modell 1869 kinniget e mirdi an arme e Stockholm (Sveden)
Kinnig
Bro Banniel Rouantelezh Bavaria Rouantelezh Bavaria
Doare Fuzuilh un-tenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 11 × 50 mm Werder
11 × 60 mm Mauser
Produer Königlich Bayerische Gewehrfabrik
Mare produiñ 1869-1877
Perzhioù teknikel
Mas 4,25 kg
Hirder 1 320 mm
Hirder ar c'hanol 889 mm

Tizh ar boledoù V0 445 m/s
Endalc'h Un-tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall D

Ar Werder Modell 1869, hervez e anv ofisiel Werder-Gewehr M/1869, zu ur fuzuilh-vorailh un-tenn produet etre 1869 ha 1873 er c'hKöniglich Bayerische Gewehrfabrik, e Amberg (e Rouantelezh Bavaria neuze). Implijet e voe gant arme Bavaria e-pad ar brezel a-enep Bro-C'hall e 1870-1871. Ar Mauser M1871 hag he adstummoù a gemeras he flas adalek dibenn ar bloavezhioù 1870, pa voe unanet dafar an Deutsches Heer tamm-ha-tamm er memes koulz hag an Impalaeriezh alaman.

Kambret e oa an arm evit ar c'hartouchennoù metalek 11 × 50 mm Werder da gentañ, karget dre ar gulasenn. 127 000 skouerenn anezhi a voe adkambret e 11 mm Mauser e 1875/1876[1]. Ur wikefre falling block zo dezhi[2]. Reolius eo he bizerez betek 1 600 metr. Daou zraen he deus : unan evit tennañ da vat, hag unan evit stankañ ar gulasenn. Adstummoù berroc'h evit ar marc'hegerezh (Karabiner) hag an archeriezh (Gendarmeriekarabiner) zo bet anezhe. Ur bistolenn, anvet Werder M1869 ivez, zo deveret anezhi.

  1. (fr) Werder M/69 apt (modifié), Arme et Passion (lennet d'ar 01/05/2026)
  2. (fr) Fusil d’infanterie bavaroise Werder modèle 1869., Musées Grand Est (lennet d'ar 01/05/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan