Mont d’an endalc’had

Week-end à Zuydcoote (film)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Week-end à Zuydcoote zo ur film gall hag italian sevenet gant Henri Verneuil ha deuet e-maez e 1964. Diazezet eo war ar romant anvet heñvel, skrivet gant Robert Merle hag embannet e 1949.

Da vare emgann Dukark (1940) e klask Julien Maillat (Jean-Paul Belmondo), ur soudard gall, tec'hel kuit eus ar gêr evit gellet mont war ar vag hag a gaso anezhañ da Vro-Saoz. Skoulmañ a ra darempredoù gant Jeanne (Catherine Spaak), ur sivilez kuzhet e dismantroù ar gêr. Kejañ a ra gant ar fuzuilher Pinot (Georges Géret), a zeu a-benn da ziskar ur c'harr-nij alaman hag a oa o vindrailhañ an draezhenn. Dre se e vezont aotreet gant ar Saozon da vont war-vourzh ur vag saoz, met taget eo al lestr gant ur Junkers Ju 87 alaman, ha kaset d'ar strad.

Dont a ra Maillat a-benn da zistreiñ d'an aod. Distreiñ a ra da welet Jeanne, ha lazhañ a ra daou soudarde hag a oa o klask gwallañ anezhi. Kinnig a ra dezhi klask kuitaat Dukark ha dimeziñ ganti, met lazhet eo ar soudard war draezhenn Zuidkote en ur vombezadeg.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]