Weed (Kalifornia)
| Deiziad krouiñ | 25 Gen 1961 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Weed |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| E tiriad | Siskiyou County |
| Gwerzhid-eur | Pacific Time Zone |
| Daveennoù douaroniel | 41°25′27″N 122°23′4″W |
| Kod-post | 96094 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.ci.weed.ca.us |
| Kod pellgomz an takad | 530 |

Weed zo ur gêr eus Stadoù-Unanet Amerika, e kontelezh Siskiyou, e Kalifornia. Emañ war-dro 16 km er c'hornôg da Venez Shasta, ur menez-tan bras e Norzh Kalifornia, an eil uhelañ e Cascade Volcanic Arc.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hec'h anv a zo bet roet diwar Abner Weed, diazezour an heskennerezh kentañ eno. Kavet en doa penaos e oa mat avelioù kreñv ar rannvro evit sec'hañ ar prenn. Prenañ a reas neuze 200 devezh-arat (100 ha ) douar er pezh a zeuio da vezañ kêr Weed e 400 dollar [1]. Er bloavezhioù 1940 e tiskoueze Weed bezañ an heskennerezh vrasañ dre ar bed a-bezh.
Meneget eo Weed e danevell John Steinbeck, A-ziwar logod ha tud, embannet e 1937, evel ar gêr ma tec'h kuit diouti George Milton ha Lennie Small e penn-kentañ al levr.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da vare niveradeg 2010 e oa 2967 den o chom enni. Stankter ar boblañs a oa 618,9 den/km2 . An dasparzh etnikel a oa : 74,9 % a Euro-Amerikaned, 6,9 % a Afroamerikaned, 2,4 % a Amerindianed ha 10,8 % a orinoù all pe lies.
En holl e oa 1 131 tiegezh.
Poblañsouriezh
[kemmañ ar vammenn]
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'horvoiñ gwez istorel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek e grouidigezh e 1901 betek dibenn ar bloavezhioù 1980 e oa ur plas a bouez e Weed evit labour ar c'hoad. Pevar embregerezh eus ar gennad a oa lec'hiet eno.
An dachenn industriel istorel, e biz ar gêr, zo prederiet gant an endro. Strivoù zo bet graet evit naetaat an tiez diouzh ar produioù kimiek implijet evit tretañ ar c'hoad, hag ivez diouzh ar restachoù kimiek a zeu diwar implij ar pegoù.
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma oa stag armerzh Weed ouzh ar c'hoad a-gozh, eo deuet da vezañ muioc'h e dalc'h an touristerezh hiziv. Da skouer, an embregerezh bier Mt. Shasta Brewing Company en em harp war an touristerezh evit 92% eus he obererezh, hervez e genberc'henn Vaune Dillman.
Hiziv an deiz eo bet digresket an darn vrasañ eus ar c'horvoiñ koad pe paouezet penn-da-benn, hag obererezhioù nevez ar c'henwerzh hag ar greanterezh a zo bet strollet e gevred ar gêr. An tier-debriñ hag an ostalerioù a servij dreist-holl d'an douristed a veaj a-hed an Interstate 5. Ur greizenn dour boutailh eus ar Geyser Crystal Company he deus roet un tamm stabilded ekonomikel.
Dudioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kichen kêr emañ repu broadel loened gouez Lower Klamath, Castle Crags hag ar Monumant Broadel Lava Beds . Ouzhpenn ar parkoù kevreadel-se ez eus meur a obererezh diavaez tro-dro d'ar gêr. Skiañ a c'haller er goañv war ribloù ar menez-tan, c'hoari golf ha pourmenadennoù a bep seurt a c'haller ober ivez.
Pesketaet e vez er stêrioù Klamath, Sacramento pe McCloud, ha krapañ a reer war ar menez Shasta pe en Trinity Alps (en)
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Weed History. Kavet : 10-04-2023..