Mont d’an endalc’had

Webley (revolver)

Eus Wikipedia
Webley revolver


Ur revolver Webley Mk. VI e .455
Kinnig
Bro orin Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Revolver
Mont en-dro Platinenn un-ober / daou-ober
Munisionoù .455 Webley
Stummoù e .38/200
Bloavezh krouidigezh 1880
Mare servij 1887 - 1963 (Rouantelezh-Unanet)
Produerien Webley & Scott
RSAF Enfield
Mare produiñ 1887-1924
Niver produet War-dro 125 000
Perzhioù teknikel
(stumm Mk VI)
Mas (hep kartouchenn) 1,1 kg
Hirder 286 mm
Hirder ar c'hanol 152 mm

Endalc'h Taboulin 6 tenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B pe D hervez o stumm

Ar Webley zo un heuliad revolverioù bet reolius e armeoù ar Rouantelezh-Unanet etre 1887 ha deroù ar bloavezhioù 1960. Un daboulin 6 tenn a zo dezhe, ur blatinenn un-ober ha daou-ober, hag ur framm top-break : ret eo lakaat an daboulin, ar c'hanol hag ul lodenn eus ar framm da wintañ war an a-raog evit digeriñ hag adkargañ an arm. Kambret eo ar braz eus ar skouerennoù e .455 Webley.

Ijinet e voe an arm e 1880[1] gant Webley, diazezet e Birmingham, un embregerezh hag a broduas ar braz eus ar 125 000 skouerenn (well-wazh). C'hwec'h stumm nes anezhañ a zo bet, anvet gant ar berradur Mk. (Mark, "stumm") hag ur sifr :

  • Mk. I (1887) : stumm orin, kanol 100 mm.
  • Mk. II (1895) : kemmoù war ar morzhol hag an dornikell.
  • Mk. III (1897) : kemmoù war an daboulin. Ne voe ket produet kalz anezhe. Pourveziet e voent d'ar Royal Navy.
  • Mk. IV (1899) : stumm savet e dir a galite uheloc'h, kemmoù war un nebeud pezhioù evel ar skoed evit gwareziñ an tenner. Lesanvet eo ar stumm-mañ Boer War model e saozneg abalamour d'e implij da vare brezel ar Voered.
  • Mk. V (1913) : stumm gant un daboulin kreñvaet evit anduriñ gwelloc'h ar poultr divoged. Ur stumm ral ha priziet gant an dastumerien eo[2].
  • Mk. VI (1915) : stumm heñvel ouzh ar Mk. V, gant ur c'hanol hiroc'h (152 mm)[3] hag un dornikell disheñvel he neuz. Hemañ a voe implijet da vare ar Brezel-bed Kentañ. E-pad an Eil Brezel-bed e oa an Enfield No. 2 reolius er British Army, met pourveziet e voe kalz soudarded gant ar Webley Mk. VI memestra abalamour d'ar vank a armoù-dorn.

Adstummoù kambret e .38/200 zo bet goude ar Brezel-bed Kentañ evit bihanaat ha modernaat kalibr an arm[4]. Skouerennoù zo bet adkambret e .45 ACP ivez[5]. Stumm all er c'halibroù .22 ha .32 zo bet savet evit an dennerien sport[6].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Robert Maze, The Webley Service Revolver, Osprey Publishing, 2012, 80 p., ISBN 978-1849088039
  1. ↑ (en) History war lec'hienn Webley & Scott (lennet d'an 29/11/2025)
  2. ↑ (en) SCHREIER Philip, Classic Guns: Webley Mk V Revolver, American Rifleman, 30/01/2020 (lennet d'an 29/11/2025)
  3. ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 163
  4. ↑ (en) WILSON Royce, Firearm history: The Webley Mark IV .38 revolver, Sporting Shooter (lennet d'an 29/11/2025)
  5. ↑ (en) POPENKER Maxim, Webley revolvers, Modern Firearms (lennet d'an 29/11/2025)
  6. ↑ (fr) BUIGNE Jean-Jacques, Comment classer les revolvers Webley de Mk I à Mk VI ?, UFA, 30/07/2025 (lennet d'an 29/11/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan