Wealhþeow

Eus Wikipedia
Ar rouanez Wealhþeow o servijañ he fried Hroðgar er banvez; Skeudenn gant J. R. Skelton, e 1908.

Wealhþeow (skrivet ivez Wealhtheow pe Wealthow, ha distaget /ˈwæɑ̯lxθeːo̯w/, eo rouanez an Daned er varzhoneg hensaoznek Beowulf, ha kentañ meneg anezhi zo er werzenn 612. Wealhþēow zo ur vaouez eus an tiegezh, pe klan, Helming, skourr eus ar c'hlan Wulfing, hag an ozhac'h-meur anezhañ eo Helm, meneget ivez er varzhoneg hensaoznek all Widsith. Dimezet eo da Hroðgar, roue an Daned. Mamm eo da zaou vab, Hreðric ha Hroðmund, ha d'ur verc'h, Freawaru. Krediñ a reer e talvez hec'h anv kement ha "sklavez estren".