Wanborough (Wiltshire)
Neuz
Wanborough zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel e kontelezh Wiltshire, e Bro-Saoz. Emañ er gevred da gêr Swindon.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hreñvlec'h roman, Durocornovium, a oa er gwalarn d'ar gêriadenn, en ul lec'h anvet bremañ Nythe Farm, en ur c'hroashent meneget en Itinerarium Antonini. An annezadenn roman ziwezhañ e oa war an Ermine Street a-raok grav ar Marlborough Downs.
Meneget eo Wanborough er Gronikenn Angl-ha-Saoz, gant an anv Wôdnes-beorg, ur stumm hag a zo aet diwezhatoc'h da Wodnesborough ha goude-se da Wanborough[1],[2],[3],[4].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tony Jaques, Dictionary of Battles And Sieges: A Guide to 8,500 Battles from Antiquity Through the Twenty-first Century, Greenwood Publishing Group, 2006, 1432 page
- ↑ William §Henry Duignan, Notes on Staffordshire Place Names, H. Frowde, 1902, 178 pages
- ↑ James Brown Johnston, The Place-names of England and Wales, E.P. Dutton and Co., 1916, Princeton University, 532 pages
- ↑ John Richard Green, A Short History of the English People, Macmillan, London 1901, [1]