Mont d’an endalc’had

Walther Rathenau

Eus Wikipedia

Walther Rathenau, bet ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1867 e Berlin (e Rouantelezh Prusia neuze) ha marvet drouklazhet d'ar 24 a viz Even 1922 er memes kêr, a oa un industriour, skrivagner ha politikour alaman. Un den pouezus e voe evit aozadur industriezh an Impaleriezh alaman e-pad ar Brezel-bed Kentañ, hag e deroù Republik Weimar goude.

Mab da Emil Rathenau, un den a afer yuzev bet krouet ar strollad AEG gantañ, e oa Walther Rathenau. Adalek 1899 e labouras evit embregerezh e dad, ha lakaat a reas anezhañ da greskiñ er bed a-bezh. Etre 1914 ha 1915 e voe e penn ar Kriegsrohstoffabteilung, an aozadur karget da gavout danvezioù kentañ evit an arme alaman[1].

Goude ar brezel e emezellas d'an Deustch Demokratische Partei (Strollad Demokratel Alamagn), ha muioc'h-mui a bouez e tapas e politikerezh ar vro. Ministr an Adsavidigezh e voe e 1921. D'ar 1añ a viz C'hwevrer 1922 e voe anvet da vinistr an Aferioù Diavaez, e eil gouarnamant Joseph Wirth[1]. Difenn a rae ar fed e oa ret da Alamagn doujañ ouzh redioù feur-emglev Versailhez, en ur ginnig klask advarc'hata anezhañ. Kement-mañ, ha sinadur gant Rathenau feur-emglev Rapallo asambles gant an URSS e 1922, a lakaas strolladoù broadelour eus an tu-dehou-pellañ a bep seurt da fuloriñ outañ. Drouklazhet e voe e Berlin gant izili an Organisation Consul, un aozadur enepyuzev ha broadelour, d'ar 24 a viz Even 1922[2].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) VOLKOV Shulamit, Walther Rathenau: Weimar's Fallen Statesman, Yale University Press, 2012, 256 p., ISBN 978-0300144314
  1. 1,0 ha 1,1 (en) Who was Walther Rathenau?, Walther Rathenau Institut (lennet d'ar 07/12/2025)
  2. (fr) FRANCK Jacques, Retour sur l'assassinat d'un ministre allemand en 1922: "J'ai rarement éprouvé plus fortement que chez lui la tragédie de l'homme juif", La Libre, 28/07/2022 (lennet d'ar 07/12/2025)