Mont d’an endalc’had

WD-40 (produ)

Eus Wikipedia
Ur vombell WD-40.

An WD-40 zo anv merk ur produ savet diwar hidrokarbidennoù, implijet en industriezh koulz hag er gêr evit dizruzañ, lenkraat, ha gwareziñ metalioù a-enep ar mergl. Gwerzhet e vez e bombelloù aerosol, ha gellout a ra bezañ implijet dre gorzanoù ivez. Produet ha gwerzhet e vez gant an embregerezh stadunanat WD-40 Company (gwechall Rocket Chemical Company) diazezet e San Diego (Kalifornia). N'eo ket breouet e aozadur evit mirout anezhañ kuzh.

Hervez an embregerezh e voe ijinet ar produ e 1953 gant ar c'himiour Norm Larsen, asambles gant daou zen all, en embregerezh Rocket Chemical Company. E bal e oa kavout un danvez a-enep ar mergl. Dont a rejont a-benn goude an 40vet taol-arnod, alese anv kentañ ar produ : Water-Displacement, 40th Formula. Implijet e voe an WD-40 gant Convair evit ar misiloù Atlas da gentañ. Kregiñ a reas implijidi an embregerezh d'ober gantañ er gêr ivez. Gwerzhet e voe ar produ adalek 1958 e gourmarc'hadoù[1].

  1. (en) History war lec'hienn WD-40 (lennet d'ar 14/04/2026)