Mont d’an endalc’had

Vz. 52 (karabinenn)

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Vz. 52 (pistolenn) pe Vz. 52 (fuzuilh-vindrailher).
Karabinenn vz. 52


Ur garabinenn vz. 52 miret en Armémuseum (Stockholm, Sveden)
Kinnig
Bro  Tchekoslovakia
Doare Karabinenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù
Munisionoù 7,62 × 45 mm (vz. 52)
7,62 × 39 mm (vz. 52/57)
Produerien Považské strojárne
Česká zbrojovka Uherský Brod
Mare krouidigezh 1951-1952
Mare produiñ 1952 - 1959
Skouerennoù produet War-dro 1 milion
Perzhioù teknikel
Vz. 52 / Vz. 52/57
Mas 4,14 kg / 4,30 kg
Hirder 1.005 mm
1.205 mm (gant ar vaionetez dibleget)
Hirder ar c'hanol 520 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 760 m/s / 735 m/s
Hed-tenn efedus 650 m / 400 m
Endalc'h Karger fiñv eeun 10 tenn pourveziet gant klipoù
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar vz. 52 ("Stumm 52") zo ur garabinenn damaotomatek produet gant Tchekoslovakia evit arme ar vro adalek 1952.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-bed e voe merzet interest ar c'hartouchennoù etre 7,92 × 33 mm Kurz ha meziad ar fuzuilh-arsailh Sturmgewehr 44 diorroet gant an Alamaned. E Tchekoslovakia, evel e broioù all, e voe klasket gant ijinourien gwellaat ar munision alaman, ha diwar o labour e voe krouet ar 7,62 × 45 mm e deroù ar bloavezhioù 1950, hag ar fuzuilh vz. 52 kambret evitañ.

Gwarded e Kastell Praha, gante karabinennoù vz. 52.

Evel armoù milourel all eus he mare e rae ar vz. 52 gant kartouchennoù nevez dezhe ur galloud etre, met mirout a rae perzhioù fuzuilhoù bet diorroet a-raok ar brezel, evel ul lamm e koad hag ur vaionetez a c'halled diblegañ. Ur sistem tennata dre amprest gazoù hag ur c'harger fiñv izel e endalc'h (10 tenn) pourveziet gant klipoù he doa[1]. Ar skouerennoù kentañ a voe produet gant Považské strojárne, met abalamour da ziaesterioù e voe fiziet al labour e Česká zbrojovka Uherský Brod, a reas war-dro ur milion skouerenn eus an arm.

E-kreiz ar bloavezhioù 1950 e lakaas an URSS gwask war broioù Pakt Varsovia evit implijout o munisionoù 7,62 × 39 mm, ha rankout a reas Tchekoslovakia en ober adalek 1957, en ur adkambriñ he c'harabinennoù vz. 52, a voe adanvet vz. 52/57 neuze. Adalek 1958 e voe kemeret he flas e arme Tchekoslovakia gant ar fuzuilh-arsailh vz. 58[2].

Karabinennoù vz. 52 a voe kaset d'un nebeud broioù estren, en Angola peurgetket (12.000 skouerenn)[3]. Gwelet eo bet an arm e brezelioù a-vremañ : rebelled a rae gante e brezel diabarzh Siria da skouer[4].

  • (en) Donald Woolley, The vz. 52 Rifle Series: The Czech vz. 52 and vz. 52/57 Rifles: Their History, Use, and Maintenance, emembannadur, 2024, 132 p., ISBN 978-1034855934
  1. (en) The Wonderful Czech Vz. 52 Rifle, The Firearm Blog, 15/05/2015 (lennet d'an 18/01/2026)
  2. (en) POPENKER Maxim, Vz.52 and Vz.52/57, Modern Firearms (lennet d'an 18/01/2026)
  3. (en) GEORGE Edward, The Cuban Intervention in Angola, 1965-1991, Routledge, 2012, 368 p., ISBN 978-0415647106, p. 65
  4. (en) Max McGuire, The Syrian Rebels Are Using WHAT? – VZ-52, Second United, 06/08/2016 (diellet)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan