Mont d’an endalc’had

Vukovar

Eus Wikipedia
Vukovar
kêr e Kroatia, kêr
Anv ofisielVukovar Kemmañ
Anv er yezh a orinVukovar Kemmañ
StadKroatia Kemmañ
Kêr-benn eusVukovar-Srijem Kemmañ
E tiriadVukovar-Srijem Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel45°21′0″N 19°0′12″E Kemmañ
Gevellet gantBač, Mostar, Dubrovnik, Sinj Kemmañ
A zo stok ouzhNegoslavci Kemmañ
Kod-post32000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.vukovar.hr Kemmañ
Kod pellgomz an takad032 Kemmañ
Map

Vukovar (serbeg: Вуковар, hungareg: Vukovár, alamaneg: Wukowar) zo ur gêr e Kroatia, e reter rannvroioù Syrmia ha Slavonia. Eno e kaver porzh-stêr brasañ Kroatia, lec'hiet e kember ar stêr Vuka hag an Danav. Vukovar eo pennlec'h Komitat Vukovar-Syrmia hag an eil kêr vrasañ er rannvro goude Vinkovci.

Hollad an annezidi a oa 22 616 e 2021, gant un hollad a 23 536 en takad kêrel. Brudet eo ar gêr dre ma voe peurzistrujet e-kerzh emgann Vukovar e 1991. Ar c'hentañ kêr eo bet en Europa o vezañ distrujet dre un emgann abaoe fin an Eil Brezel-bed.

Brezel dieubidigezh Kroatia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emgann Vukovar a oa bet kroget d'ar 25 a viz Eost 1991, ha padet e oa betek an 18 a viz Du 1991. E-pad an emgann e kêr, 1 800 difenner armet skañv ha savet gant emouestlidi ha trevourien dreist-holl (lu Kroatia na oa ket bet savet c'hoazh) o doa difennet ar gêr e-pad 87 devezh a-enep 36 000 soudard (d'an uhelañ), anezho Serbed dafaret gant karbedoù ponner ha kanolierezh dreist-holl. Kollet e oa bet gant an argadourien 110 a garbedoù ha tankoù hag un daouzek bennak a nijerezioù.