Volkert van der Graaf
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh an Izelvroioù ![]() |
Anv-bihan | Volkert ![]() |
Anv-familh | van der Graaf ![]() |
Deiziad ganedigezh | 9 Gou 1969 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Middelburg ![]() |
Kondaonet evit | muntr ![]() |
Micher | environmentalist ![]() |
Bet war ar studi e | Wageningen University ![]() |
Darvoud-alc'hwez | lazhadenn Pim Fortuyn ![]() |
Volkert van der Graaf (9 a viz Gouere 1969 e Middelburg) a oa un debrer glasvez hag un den a stourme da zifenn gwirioù al loened. E skol-veur Wageningen e studias. Goude-se e labouras evit ar gevredigezh Vereniging Milieu Offensief e Wageningen. Ur gevredigezh bet savet gantañ e 1992 eo. Enni e oa e-karg eus aozañ prosezadurioù a-enep d'ar re a yae a-enep da reolennoù an endro. E Harderwijk e oa o chom. D'ar 6 a viz Mae 2002 e trouklazhas ar politikour izelvroat Pim Fortuyn[1]. E brosez a grogas d'ar 27 a viz Meurzh 2003 hag echuiñ a reas d'ar 15 a viz Ebrel 2003. Kondaonet e voe da 18 vloaz toull-bac'h. E-pad ar prosez e voe nac'het ober un den sot anezhañ. Goulenn a reas ma vefe digresket ar c'hastiz da 16 vloaz, met nac'het e voe gant al lez-varn d'an 18 a viz Gouere 2003.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ BBC Profile: Fortuyn killer http://news.bbc.co.uk/1/hi/world/europe/1974572.stm BBC News