Vladimir Grigorievitch Fyodorov

Vladimir Grigorievitch Fyodorov (e rusianeg : Владимир Григорьевич Фёдоров), bet ganet d'ar 15 a viz Mae 1874 (3 a viz Mae en deiziadur kozh) e Sant-Petersbourg (Impalaeriezh Rusia) ha marvet d'an 19 a viz Gwengolo 1966 e Moskov (URSS), a oa ur soudard, skiantour, kelenner hag armeurer rusian. Brudet eo evit e labour war armoù-tan hiniennel nevez e hanterenn gentañ an XXvet kantved, en o zouez an Avtomat Fyodorova, ar fuzuilh aotomatek kentañ en Istor.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1892 e krogas Fyodorov gant studioù er skol-ganolierezh Mic'hailovskiy, un ensavadur brudet-tre neuze. Goude bezañ bet tapet e ziplom e servijas daou vloaz er Gward impalaerel. E 1900 e voe anvet e Renerezh ar C'hanolierezh, en ur rann karget da ijinañ armoù hiniennel nevez. Eno e labouras asambles gant armeurerien a bouez evel Sergey Ivanovitch Mosin, unan eus ijinourien ar fuzuilh Mosin-Nagant. Karget e voe da sevel ur fuzuilh aotomatek, un arm ha ne oa ket anezhañ c'hoazh d'ar mare-se. E 1911 e kinnigas ur c'hentpatrom kentañ, a voe gwellaet betek 1913 ha dilezet gant ar gouarnamant a-benn ar fin. Abalamour d'ar Brezel-bed Kentañ e voe adkroget gant al labour war an arm e 1915. Bloaz war-lerc'h e voe amprouet gant an arme ha dibabet, dindan an anv Avtomat Fyodorova[1].
Goude an Dispac'h e Rusia, Fyodorov a voe kaset e miz Genver 1918 da Govrov a-benn sevel un uzin nevez eno, evit produiñ fuzuilhoù-mindrailher Madsen hag armoù savet gant Fyodorov e-unan. Luziet e voe savidigezh al labouradeg : Fyodorov a voe anvet da rener anezhi e 1919, ha produet e voe an armoù-tan kentañ enni e 1920 hepken. Ouzphenn d'e bost en uzin e oa ezel eus ar strollad karget da amprouiñ an armoù nevez evit an Arme Ruz. Oberiant e voe betek ar boavezhioù 1940, en ur genlabourat a dost gant Vasiliy Degtyaryov, hag en ur gemer perzh e stummadur ur rummad armeurerien nevez, en o zouez Georgiy Chpagin ha Sergey Simonov. Meur a enor a resevas a-berzh an URSS, evel Urzh ar Steredenn Ruz (1941) hag Urzh Lenin (div wech, e 1943 hag e 1964)[1].
Er vered Golovinskoye, e Moskov, emañ e vez[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (ru) Федоров Владимир Григорьевич, Тульский Государственный Музей Оружия (Mirdi Armoù Stad Toula, lennet d'an 12/03/2026)
- ↑ (en) Vladimir Grigoryevich Fedorov, Find a Grave (lennet d'an 12/03/2026)