Viruz an Andoù
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Viruz an Andoù (Orthohantavirus andesense) zo un doare Orthohantavirus a vez kaoz eus an azoniad skevent hantavirus e Suamerika. Treuzkaset e vez da Vab-den gant Oligoryzomys longicaudatus, krignerien e Chile hag en Arc'hantina[1].
Daou zoare azoniadoù a zegas, disheñvel o feur lazhañ : un derzhienn gwadliñvus lounezhel (etre 5 ha 15% a varvioù), pe un azoniad kalonskeventel grevus (etre 30 ha 60% a varvioù)[2].
Epidemiezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An treuzkas anavezet kentañ etre tud zo bet gwelet e kêriadenn El Bolsón, e Patagonia, e 1996. Er memes korn-bro, e 2018, ar viruz a oa bet abeg da varv 11 den e kêriadenn Epuyén[3].
D'an 3 a viz Mae 2026, Aozadur Bedel ar Yec'hed en deus kemennet e oa bet kavet un azon eus ar viruz war ur vag-verdeadenn izelvroat, an MV Hondius, hag a rae ar veaj etre Ushuaia hag ar C'hab Glas[2]. E Breizh, un degouezhad darempred kontammiñ kentañ zo bet kavet e Konk-Kerne d'an 11 a viz Mae ha kaset da vezañ kognet e pennospital skol-veur Roazhon[4].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)Hantavirus, Encyclopedia Britannica (lennet d'an 11/05/2026)
- 1 2 (fr) Hantavirus, ANRS (nevesaet d'ar 07/05/2026)
- ↑ (fr) Hantavirus : 34 cas, 11 morts… en Patagonie, un village est toujours hanté par l’épidémie de 2018, Sud-Ouest, 11/05/2026
- ↑ (fr) Benoït LEVAILLANT, Hantavirus en Bretagne. Un cas contact confiné à Concarneau en attendant un transfert vers le CHU de Rennes, France 3 Breizh, 11/05/2026