Mont d’an endalc’had

Virginia della Rovere

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Virginia Della Rovere)

Virginia Della Rovere (Urbino, 1544 – Napoli, 1571) a oa ur briñsez italian, merc'h da Guidobaldo II Della Rovere, dug Urbino, ha d'e bried kentañ, Giulia Varano, merc'h pennhêrez Giovanni Maria, dug Camerino.

E 1560 e voe dimezet da Federico Borromeo, dug Camerino, priñs Oria ha kont Arona, met bugel ebet n'o doe.

E 1559, a-raok hec'h eured, e tedias Costanzo Porta dezhi ul levrad madrigaloù evit pemp mouezh, moulet gant Antonio Gardano, e Venezia. Sur a-walc'h edo Virginia della Rovere e-touez ar c'hanerezed ha marteze sonerez ivez, evel ma oa ar c'hiz en amzer-se.

Mervel a reas he fried Federico d'an 19 a viz Du 1562. Addimeziñ a reas an intañvez e 1564, d'ar priñs Ferdinando Orsini, dug Gravina.

Pa varvas Virginia ec'h addimezas Ferdinando gant Costanza, merc'h da Fabrizio II, priñs Venosa, kont Conza, hag aotrou Gesualdo.