Vincent Briant
Vincent Briant a zo ur c'hoarier mell-droad ganet an 9 a viz Gwengolo 1986 e Kemperle. Diwall a ra palioù skipailh mell-droad Sedan.
Goude bezañ bet e kreizenn stummañ an FK Naoned, e krogas da c'hoari e Ligue 1 d'ar 24 a viz Gwengolo 2006 a-enep da Olympique de Marseille. Filmet eo bet e-barzh "l'académie du foot" e-touez pevar c'hoarier. Skignet eo bet an abadenn e-pad ur sizunvezh war arte. Goude skignadenn an abadenn e sinas e gevrad labour kentañ gant an FK Naoned ma c'hoarias betek miz Even 2009.
E 2010 e voe dibabet evit ar wezh kentañ gant skipailh Breizh evit c'hoari Corsica Cup.
Red-micher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1999-2006 : Kreizenn stummañ an
FK Naoned ha skipailh Naoned B (CFA).
- 2006-2008 :
FK Naoned
- 2008-2011.
CS Sedan-Ardennes
Skipailh Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh | Eneber | Mun |
---|---|---|
2010 | ![]() |
90 |
2010 | ![]() |
90 |
2011 | ![]() |