Viktor Bout

Viktor Anatolievitch Bout (rusianeg : Виктор Анатольевич Бут), bet ganet d'an 13 a viz Genver 1967 e Douchanbe (RSS Tadjikistan), zo unan eus an drafikerien armoù pouezusañ er bed, hag ur politiker rusian. « Baron an armoù » (5оружейным бароном) ha « Marc'hadour ar marv » (торговцем смертью) eo bet lesanvet gant lod mediaoù er C'hornôg.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut a draoù a ouzer diwar-benn yaouankiz Viktor Bout. Brud en deus tapet adalek deroù ar bloavezhioù 1990, en ur implijout kirri-nij Antonov hag Iliouchin evit gwerzhañ armoù tapet e stokoù an URSS goude diskar an unaniezh. Pourvezet en deus broioù afrikan, hag embannet en deus bezañ sikouret ar gouarnamant gall e Rwanda goude gouennlazh an Toutsied eno, bezañ sikouret Aozadur ar Broadoù Unanet en oberadurioù evit ar peoc'h, pe bezañ kaset armoù da Afghanistan evit stourm a-enep an Dalibaned goude 2001[1]. Sikouret en dije an Dalibaned a-raok 2001 ivez[2]. ABU a embann en deus trafiket diamantoù ivez.
D'ar 6 a viz Meurzh 2008 e voe harzet gant polis Thailand goude an oberiadur savet gant gwazourien an DEA stadunanat o doa lakaet anezhañ da grediñ e oa da gejañ ouzh izili ar FARC kolombian[2]. Kaset e voe d'ar Stadoù-Unanet ha kondaonet e miz Ebrel 2012 da 25 bloaz toull-bac'h evit bezañ, hervez justis ar vro-se, pourvezet armoù hag o doa servijet da lazhañ levierien nijerezioù stadunanat, ha bezañ « sikouret un aozadur sponterezh ».
E miz Kerzu 2022 e oa bet eskemmet gant ar c'hoarierez basketball stadunanat Brittney Grinner, a oa bac'het e Rusia abaoe ar miz C'hwevrer kent evit trafikerezh drammoù[3]. Prestik goude e zistro da Rusia e emezellas Viktor Bout er Strollad Demokratel Frankizour, un aozadur broadelour eus an tu dehoù pellañ[4]. Hervez ar Wall Street Journal e 2024, adkroget e vije Bout da werzhañ armoù, d'an Houthied e Yemen peurgetket[5].
Gouzout a ra Viktor Bout un dek yezh bennak. Awenet en deus tudenn Yuri Orlov er film Lord of War (2005). Ennañ eo c'hoariet gant Nicolas Cage[3].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Douglas FARAH, Stephen BRAUN, Merchant of Death: Money, Guns, Planes, and the Man Who Makes War Possible, John Wiley & Sons Ltd, 2007, 320 p. (ISBN 978-0470048665)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Qui est Viktor Bout, le « marchand d’armes » échangé contre l'américaine Brittney Griner ?, BBC, 09/12/2022 (lennet d'an 02/08/2026)
- 1 2 (en) Stephen Braun & Judy Pasternak, Long-sought global arms dealer arrested, Los Angeles Times, 07/03/2008 (lennet d'an 02/08/2026)
- 1 2 (fr) Qui est Viktor Bout, ancien trafiquant d’armes échangé contre la basketteuse Brittney Griner ?, Le Monde, 08/12/2022 (lennet d'an 02/08/2026)
- ↑ (en) Released Russian arms dealer Bout joins ultranationalist party, Al Jazeera, 12/12/2022 (lennet d'an 02/08/2026)
- ↑ (en) Benoït Faucon, Michael R. Gordon, Warren P. Strobel, Alan Cullison, Putin’s ‘Merchant of Death’ Is Back in the Arms Business. This Time Selling to the Houthis., Wall Street Journal, 07/10/2024 (lennet d'an 02/08/2026)