Victor Massé

Eus Wikipedia
Victor Massé

Félix Marie Massé, anavezet evel Victor Massé, bet ganet en Oriant d'ar 7 a viz Meurzh 1822 hag aet d'an Anaon e Pariz d'ar 5 a viz Gouere 1884, a oa ur sonaozour eus ar re vrudetañ e amzer e Bro-C'hall.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1822: Ganedigezh. Mab eo da Jeanne Le Meut, ferourez, ha da vMichel Massé, genidik eus Landerne, tacher e porzh An Oriant.
  • 1827: Beuzet eo bet e dad er porzh. Un nebeud mizioù diwezhatoc'h ez a Félix hag e vamm da chom da bPariz. Donezet-kaer eo Félix war ar sonerezh, e vistri-skol vihan a ali dezhañ mont da soner a-vicher.
  • 1830: Ensavadur Sonerezh Klasel ha Relijiel. Skoazellet gant ar Stad e tegemer ar skol un nebeud skolidi baour, danvez enno. Ken donezet eo Félix ma ro kentelioù d'e gamaladed.
  • 1834: Skol Sonerezh Pariz. Unan eus ar studierien wellañ eo (1836: aksesit solfadurezh ha goude tri c'hentañ priz: 1839 piano, 1840: kensoniezh hag eilerezh, 1843: kendonouriezh ha fugenn).
  • 1944-1946: Villa Medici e Roma goude ar priz gounezet gant "Ar renavi eus Tanger". Cheñch a ra e anv e Victor.
  • 1947: Distroet eo da Vro-C'hall. Sevel a ra tonioù evit kanañ barzhonegoù Pierre de Ronsard, Théophile de Viau, François de Malherbe, Victor Hugo pe Alfred de Musset, pezh a blij kalz d'an daou skrivagner diwezhañ.
  • 1850-1859: Seniñ a reer e oberennoù war leurenn an Opéra-comique pe an Théâtre Lyrique.

Un nebeud oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kanadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Ar renavi eus Tanger" (Le Renégat de Tanger), 1844 (Priz: Premier Grand-Prix de Rome)

C'hoarigan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La Reine Topaze, 1856
  • La Fée Carabosse, 1859
  • Paul et Virginie, e oberenn vrudetañ, 1876
  • Une nuit de Cléopâtre, 1884

Operetennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • La chanteuse voilée, 1850
  • Galathée, 1852
  • "Eured Janedig" (Les noces de Jeannette), 1853
  • "Danvez-pried an diaoul" (La fiancée du diable), 1854
  • Miss Fauvette, 1855
  • Fior d'Aliza, 1866
  • "Mab ar brigader" (Le fils du brigadier), 1867

Dastumad tonioù bet savet gantañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Kanaouennoù Breizh" (Chants bretons)
  • "Kanaouennoù an noz" (Chants du soir)
  • "Kanaouennoù a-wechall" (Chants d'autrefois)