Mont d’an endalc’had

Vickers (mindrailherez)

Eus Wikipedia
Mindrailherez Vickers
Skeudenn ar pennad Vickers (mindrailherez)

Ur vindrailherez Vickers Mk. I
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Mindrailherez (stumm diazez yenaet dre zour)
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù .303 British (stumm e arme Breizh-Veur)
Adstummoù e meur a vro :
.30-06 Springfield
11 mm Vickers
ha reoù all (gwelet al listenn)
Produerien Vickers Company
Mare produiñ 1912 - ?
Niver produet  ?
Mare implij 1912 - bloavezhioù 1960 (arme Breizh-Veur)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 18,1 kg
Trebez : 23 kg
Dour ar sistem-yenaat : 4,1 kg
Hirder 1.155 mm
Hirder ar c'hanol 723 mm
Perzhioù all
Tizh o vont e-maez 744 m/s
Lusk-tennañ teorikel Etre 450 ha 500 tenn/mn
Endalc'h Gouriz 250 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Vickers a zo ur vindrailherez implijet gant ar British Army e hanterenn gentañ an XXvet kantved, hag e-pad ar Brezel-bed Kentañ dreist-holl.

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Vickers implijet da vare emgann hent Menin (Ieper, Belgia, miz Gwengolo 1917)

Ar Vickers, anvet da gentañ Vickers New Light, a zo un adstumm d’ar vindrailherez Maxim, dezhi un nebeud kemmoù evel an dir e-plas al leton evit sevel pezhioù[1], ha kambret e .303 British, kalibr standart armoù-skoaz an arme vreizhveurat e 1912, pa voe produet he skouerennoù kentañ ha kroget da implijout anezhe dindan an anv ofisiel Vickers Mk.I. Skañvoc’h e oa evit ar Maxim neuze, met ar memes gwikefre tennata dre argil gant ur glin a implije dre vras. Brudet e oa evit bezañ un arm fiziapl, gant ma veze cheñchet e ganolioù en ur mod reoliek[2].

Pourveziet e oa gant gourizoù 250 kartouchenn, ha yenaet e oa dre zour. Abalamour d’ar vindrailherez produiñ aezhenn dour pa veze tennet e voe implijet a-wechoù war an talbenn gant ur pezh ouzhpenn, dezhañ un duellenn liammet ouzh ul lestr, evit dastum an aezhenn ha kuzhat an arm hag e vindrailherien gwelloc’h[2].

Talvoudus e voe ar Vickers d’ar British Army war talbennoù difiñv ar Brezel-bed Kentañ, e-lec’h ne save ket he fouez kudennoù bras. Implijet e voe an arm en ur mod ofisiel betek dibenn ar bloavezhioù 1960. Ar Royal Navy a viras un nebeud skouerennoù anezhañ betek ar bloavezhioù 1980 zoken[3]. Ur stumm yenaet dre aer a voe savet ivez war veur a garr-nij brezel saoz pe gall eus ar Brezel-bed Kentañ, evel ar Breguet 14[4].

Savet e voe war un nebeud tankoù saoz implijet e deroù an Eil Brezel-bed dreist-holl, evel an A11 Mathilda I, ar Cruiser Mark IV, an A9 Mark I pe an A12 Mathilda II[5].

Stummoù M1915 produet er Stadoù-Unanet, o vezañ ensellet e Breizh-Veur

Meur a adstumm, dezhe kalibroù disheñvel, a voe savet evit armeoù broioù all e hanterenn gentañ an XXvet kantved :

  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 196
  2. 2,0 ha2,1 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 243
  3. (en) POPENKER Maxim, Vickers Mk.I, Modern Firearms (lennet d'ar 14/03/2025)
  4. (en) Vickers Machine Gun, Plane Encyclopedia (lennet d'ar 14/03/2025)
  5. (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2e Guerre mondiale, PML Éditions, 1994, 159 p., ISBN 2-87628-896-6
  6. (fr) CADIOU Yves L., Les Colt Volume 4, Fusils, carabines et mitrailleuses, Éditions du Portail, 1999, 120 p., ISBN 2-86551-042-5, p. 63
  7. (fr) FRANÇOIS Guy, Mitrailleuses et canons des avions français, e Histoire de Guerre, Blindés et Matériel, miz Ebrel 2023, pp. 27-38
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan