Mont d’an endalc’had

C'hwiliorez Azia

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Vespa velutina)
Ur pennad C'hwiliorez zo ivez.
C'hwiliorez Azia

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Hymenoptera
Kerentiad : Vespidae
Genad : Vespa
Anv skiantel
Vespa crabro
Lepeletier, 1836
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

C'hwiliorez Azia[1] (Vespa velutina) zo ur spesad amprevaned eus kerentiad ar Vespidae, a-orin eus Azia (Norzh India, Sina ha menezioù Indonezia). Un isspesad, Vespa velutina nigrithorax (anvet C'hwiliorez pavioù melen ivez), zo bet gwelet evit ar wezh kentañ e Frañs e Lot-et-Garonne, e 2004. En em gavet e vefe bet ur rouanez e kasedoù marc'hadourezhioù enporzhiet. E Breizh e voe gwelet evit ar wech kentañ e 2010 e Bro-Naoned, a-raok trevadenniñ ar peurrest eus ar vro[2].

Etre miz Meurzh ha miz Even, ur rouanez diazezerez a sav hec'h-unan un neizh nevez, anvet neizh kentañ, diwar wiadennoù koad, nepell diouzh an douar peurliesañ. Adalek fin an nevezamzer e vez ganet labourerezed en neizh ; an holl amprevaned a zilez anezhañ evit un eil neizh, savet uheloc'h, e miz Eost. E-pad an diskar-amzer e varv holl c'hwiliorezed ar golonienn, war-bouez ar rouanezed da zont, a dremen ar goañv kuzhet en douar evit sevel koloniennoù nevez er bloaz war-lerc'h[3].

Efed en Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwiliorezed Azia a zebr dreist-holl amprevaned all, evel ar gwesped, ar c'helien, hag ar gwenan : noazus-kenañ int evit ar re-se, kar gwenan Europa evel Apis mellifera mellifera n'o deus ket kavet c'hoazh penaos talañ oute evel ma ra gwenan Azia. Un dañjer bras evit ar gwenanerezh en Europa eo.

  1. ↑ TermOfis.
  2. ↑ (fr) Frelon asiatique : près de 700 nids repérés l'an passé en Loire-Atlantique, Presse Océan, 11/01/2013 (lennet d'ar 01/05/2026)
  3. ↑ (fr) Frelon asiatique à pattes jaunes, Museum National d'Histoire Naturelle (lennet d'ar 01/05/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh porched ar Gwenanerezh