Vesna Vulović
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Socijalistička Federativna Republika Jugoslavija, Serbia |
| Anv e yezh-vamm an den | Vesna Vulović |
| Anv-bihan | Vesna |
| Anv-familh | Vulović |
| Deiziad ganedigezh | 3 Gen 1950 |
| Lec'h ganedigezh | Beograd |
| Deiziad ar marv | 23 Kzu 2016 |
| Lec'h ar marv | Beograd |
| Lec'h douaridigezh | Bered nevez Beograd |
| Kar | Aleksa Vulović |
| Yezhoù komzet pe skrivet | serbeg |
| Micher | flight attendant |
| Perzhiad e | JAT Flight 367 |
| Darvoud-alc'hwez | JAT Flight 367 |
| Roll ar sujed | sole survivor |
Vesna Vulović (serbeg: Весна Вуловић), ganet d'an 3 a viz Genver 1950 hag aet da Anaon d'an 23 a viz Kerzu 2016, a oa un ostizez karr-nij eus Serbia hag a oa mannet bev goude ar gouezhadenn eus an uhelañ hep harzlamm: 10160 metrad. Bez e oa bet an dreistbeverez nemeti eus hollad an dud war vourzh an nij JAT 367. Un darzhadenn a oa bet e lodenn al log pakadoù d'ar 26 a viz Genver 1972, ha kouezhet e oa ar c'harr-nij nepell diouzh Srbská Kamenice, e Tchekoslovakia (bremañ e Tchekia). Enklaskerien ar surentez nij o devoa embannet e oa bet plantet ur vombezenn en ur valizenn. Pennadurezhioù Yougoslavi o devoa soñjet met dibrouenn e oa bet ur gwalldaol gant un divroad broadelour Kroat, biken ne voe harzet den ebet.
Goude ar gwalldaol, Vulović a oa chomet meur a zevezh er c'homa hag en ospital e-kerzh meur a viz. Gloazet e oa bet gant un torr ar glopenn, tri melenn torret, torret an divc'harr, kostezennoù torret, ha freuzet ar pelvis. An holl gloazadennooù-se o devoa lakaet anezhi da vezañ difiñv eus hanter traoñ ar c'horf. Vulović a oa deuet a-benn da bareañ eus tost an holl c'hloazadennoù met rediet he oa da vale o kammañ. Ne oa ket chomet kalz eñvorennoù dezhi eus ar gwallzarvoud ha ne oa ket bet aod dezhi da nijal goude an darvoudoù.
C'hoant a oa ganti da zistreiñ d'he labour a-gozh met Jat Airways (JAT) en devoa lakaet anezhi da labourat en ur vurev o varc'hata kevradoù dezougen, soñjet e oa bet e vije luziet kaout anezhi en nijoù dre ma oa dreistbrudet d'ar mare-se. Vulović a oa deuet da vezañ mil brudet e Yougoslavia ha lakaet da vezañ un harozez broadel gant an dud.