Mont d’an endalc’had

Verigar (1919)

Eus Wikipedia

Verigar eo anv ar rummad timbroù-post prientet e dibenn 1918 hag embannet e penn-kentañ 1919 e rannvroioù slovenek Stad ar Slovened, ar Groated hag ar Serbed. Ar stad-se a unanas e-pad ur prantad-amzer berr an teir fobl-se eus proviñsoù su Aostria-Hungaria : Slovenia , Kroatia ha Bosnia hag Herzegovina a-vremañ. Asambles gant rouantelezhioù Montenegro ha Serbia e yelo ar stad da vezañ Rouantelezh Serbed, Kroated ha Slovened d’ar 1añ a viz Kerzu 1918.

Moullet e voe an timbroù Verigar e Ljubljana evit bezañ implijet e tiriadoù Slovenia.

Skeudennet e voe un den o terriñ e chadennoù dirak un heol o sevel. E sloveneg e reer gant ar ger veriga evit lavaret "chadenn" ha dre astenn-ster verigar a ra kaoz eus un den chadennet. Alese arouez splann ar pobloù dindan yev impalaeriezh Aostria-Hungaria, deuet a-benn d’en em zieubiñ.

An enskrivadur e kirilleg ("Држава СХС") hag e latin ("Država SHS") a dalvez "Stad ar Slovened, ar Groated hag ar Serbed". Reizh e oa an enskrivadur pa oa bet savet an timbroù, met fazius e oa pa voent embannet e 1919, dre ma oa deuet ar Stad-se da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh nevez ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened.

Timbr eus an eil rummad (1920)

Gant al livour sloven Ivan Vavpotič eo bet treset an dresadenn, hag ar jimnast Stane Derganc eo a voe patrom an dresadenn.

Advoullet eo bet an timbroù meur a wech gant moullerien zisheñvel ha diforc'hioù bras a gaver neuze diouzh ar bloaz : paper, kalite ar moullañ, fazioù moullañ, perzh al livioù, kranelladur, h.a.

Un eil embannadur a voe lakaet er-maez e 1920 gant un dresadenn resisoc'h hag un alc'hwez nevesaet.

Sellet e vez ouzh ar strobad timbroù-mañ evel timbroù kentañ Slovenia, daoust ma'z eo meneget er c'hatalogoù dindan an titl Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened pe Yougoslavia.

D'an 19 a viz Meurzh 1993, da-geñver 75vet deiz-ha-bloaz Post Slovenia, e voe adsavet tresadenn Vavpotič war un timbr-post, gant un drekleur livet ha kinklet e livioù ar vro.

Evit lidañ 100vet deiz-ha-bloaz embann timbroù-post Slovenia kentañ e oa bet embannet gant Pošta Slovenije ur follennad 25 timbr, gant ur golo-lizher hag un timbr-post. War an timbr-mañ e weler poltred al livour Ivan Vavpotič hag ur skeudenn eus unan eus an heuliad timbroù Verigar.