Mont d’an endalc’had

Verdeja

Eus Wikipedia
Verdeja
doare karbed stourm
Iskevrennad eustank skañv Kemmañ
Bro orinSpagn Kemmañ

Verdeja a oa anv ur rummad tankoù skañv diorroet e Bro-Spagn etre 1938 ha 1954 hag a oa bet un taol-arnod evit kemer plas ar Panzer I alaman hag an T-26 soviedel hag a oa e servij e tirlu Spagn.

Renet e oa ar steuñv gant ar major Félix Verdeja Bardales ha savet e oa bet pevar c'harbed kentpatrom, unan anezho o vezañ ur c'hanol emerlusker dafaret gant ur c'hanol kalibr 75 mm. Savet e oa bet gant ar soñj kaout un tank skañv ha bez e oa unan eus ar c'hentañ steuñv o kemer e kont buhez ar vourzhidi enebet ouzh hini an tank.[1] Awenoù lies a oa bet met dreist-holl reoù tankoù skañv all da vezañ erlec'hiet gant an hini nevez, evel ar Panzer I hag an T-26, pep hini o vezañ bet implijet e-kerzh Brezel Spagn. Ar Verdeja a oa gwelet evel un doare tank T-26 gwelloc'h goude taolioù-arnod, en desped da se, ne voe biken produet a-vras.ref>Armas, p. 28</ref>.

Tri c'hentpatrom tank skañv a oa bet savet etre 1938 ha 1942, gant ar Verdeja 1 hag ar Verdeja 2. Goustadik e oa aet da get ar c'hoant da vont war-raok goude fin an Eil Brezel-bed dreist-holl. Klasket e oa bet dafariñ kefluskerioù nevez en Verdeja 2 ha treiñ ar Verdeja 1 en ur c'hanol emerlusker, met paouezet e oa bet ar steuñv a-benn ar fin met ket en un doare ofisiel. En o lec'h e oa bet soñjet kaout tankoù stadunanat M47 Patton e 1954 dre ar Mutual Defense Assistance Act[2]. Ur c'hentpatrom stumm kanol emerlusker 75 mm[3] hag ar Verdeja 2 a zo bet lakaet war ziskouez abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1990.[4]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. de Mazararrasa, pp. 11–12
  2. Manrique & Molina, p. 31
  3. Ministrerezh difenn Spagn, Materiales
  4. Núñez, p. 85