Venus en he c'hluch

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Venus Lely, a oa bet d'ar roue saoz Charlez Iañ ha d'al livour Peter Lely goude, a zo er British Museum bremañ.
  • Diwar-benn an doare kizelladurioù anvet Venus en he c'hluch eo ar pennad, ha neket diwar-benn un delwenn hepken : an holl re anavezet zo meneget er pennad.

Venus en he c'hluch zo un doare delwennoù hellenek d'an doueez hellazat Afrodite (Venus ar Romaned) tapet a-greiz kouronkañ. Emañ an doueez en he c'hluch, he fennglin dehoù tost d'an douar, he fenn troet a-zehoù, ha peurvuiañ e vez he dorn dehoù war he skoaz kleiz, evel da guzhat he brennid.[1]
Diouzh gwelout na pet addelwenn anezhi zo bet kavet e kêrioù roman kozh Italia pe Bro-C'hall e ranker lavarout e oa un delwenn a blije kenañ en amzerioù-hont. Un toullad skouerennoù eus Venus en he c'hluch o deus levezonet livourien e-leizh abaoe amzer Giambologna, a zo bet treset gant arzourien war-lerc'h Martin Heemskerck, a reas un dresadenn eus Venus en he c'hluch Farnese a zo e Naplez.

An oberour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar patrom zo kaoz anezhañ en un arroud eus Istor Naturel Plinius an Henañ (xxxvi.35), ma ra ar gont eus an delwennoù e Templ Jupiter Stator er Porticus Octaviae, nepell diouzh ar Forom roman ; lenn a reer Venerem lavantem sese Daedalsas, stantem Polycharmus ("Venus o'n em walc'hiñ, "eus" Daedalsas, [hag unan all], en he sav, "eus" Polycharmus"), ma'z eus dave d'ur Gwener ha ne oa ket en he sav, graet gant un Doidalses, pe Daedalsas, dianav a-hend-all.[2]

Delwennoù kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Venus en he c'hluch (Mirdi al Louvre)

Un tamm mat a vec'h a vez o klask disheñvelout an holl zelwennoù roman a zo bet graet en doare-se diwar skridoù hag an deskrivadurioù anezhe hepken, kement a gizelladurioù zo, met lod zo gant ur jarl dour, pe un Eros bennak ouzhpenn, ha neuze e vez aesoc'h diouzhtu.
Da skouer, delwenn Mirdi ar Peniti, ha homañ.

Venus en he c'hluch a veze paret alies gant un delwenn kluchet all eus an Henamzer, an Arrotino.

Da vare an Azginivelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Venus en he c'hluch, engravadur gant Marcantonio Raimondi, 1505-06: daoust pe zelwenn roman a voe patrom dezhañ ?

Abaoe an Azginivelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a Venus en he c'hluch a voe savet e stal Giambologna hag e hêr Antonio Susini ; e-touez ar skouerennoù-se eus delwennoù arem Gwener bihanaet gant Susini ez eus unan hag a oa e dastumad ar roue gall Loeiz XIV, hag a zo e dalc'h an Holburne Museum of Art e Bath[12] ; unan all zo e dastumad Prince Carl Eusebius von Liechtenstein[13].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. E darn eus an addelwennoù e kaver stummoù disheñvel, eus ar bruched, eus an divvrec'h.
  2. Eus an arroud-se ez eus kaoz e Monumenta Rariora. En tu all d'ar meneg eus an delwenn-se e templ Jupiter Stator, e skrid Plinius, ne oa nemet ur Zeus Stratios e Nikomedia anavezet evel "eus" "Doidalses", a vije, dre m'emañ e Nikomedia, ur c'hizeller bitiniat eus an IIIde kantved (Haskell and Penny 1981:323, noting Lullies 1954). Un delwennig varmor eus Zeus Stratios kavet e Camirus a ro un tamm soñj eus penaos e oa an delwenn gollet. Ma ne vije ket anvet Venus Doidalses e vije sklaeroc'h an traoù.
  3. Theoi Greek Mythology ; renabl 6293.
  4. Bremañ distaget eus an delwenn.
  5. Embannet gant Carlo d'Arco, Delle Arti e degli artefici di Mantova, II (1857), pp. 168-71.
  6. Une figure de femme accroupie de marbre, aucuns disent Venus delli Eli, autres Hélène de Troye, c'est la plus belle statue de tous estimée à 6 mille escus.
  7. Alessandro Luzio, La Galleria dei Gonzaga venduta all'Inghilterra nel 1627-28 (1913), Scott-Elliot 1959:220 notenn 19.
  8. British Museum
  9. Theoi Greek Mythology
  10. Theoi Greek Mythology
  11. Deskrivet eo bet gant Étienne Michon e-barzh Syria 6 (1925), p 303-13.
  12. Susini's Kneeling Woman Bathing
  13. Liechtenstein Museum
  14. (Haskell and Penny 1981:323)



Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  • Haskell, Francis and Nicholas Penny, 1981. Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture 1500-1900. (Yale University Press).
  • Beard, Mary and John Henderson, 2001. Classical Art: from Greece to Rome (Oxford University Press)
  • Lullies, Reinhard, 1954. Die kauernde Aphrodite (München: Filser)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]