Mont d’an endalc’had

Venceslaus Ulricus Hammershaimb

Eus Wikipedia
Poltred Venceslaus Ulricus Hammershaimb war un timbr

Venceslaus Ulricus Hammershaimb (25 a viz Meurzh 1819 - 8 a viz Ebrel 1909), anavezet ivez evel V. U. Hammershaimb pe Venzel Hammershaimb, a oa ur pastor hag ur yezhoniour faeroat. Sellet a reer outañ evel tad ar faeroeg skrivet.

Eus Alamagn e oa e familh eus tu e dad, met desavet e voe ar paotrig en inizi Faero ha sellet a rae outañ e-unan evel ur Faeroad. Studiañ a reas doueoniezh e Kopenhagen, hag eno e reas anaoudegezh gant Nikolai Grundtvig, pastor ha prederour. Distreiñ a reas d'an enezeg e 1855 hag en em staliañ en enez Streymoy. Troet e oa gant ar rannyezhoù faeroek ha studiañ a reas anezho a-zevri. E 1862 e voe anvet da bastor en enez Eysturoy. Adalek 1866 e voe kannad e parlamant an enezeg, al Løgting, e-pad tri respet. Kuitaat a reas an enezeg e 1878, ha mont d'ober e annez, gant e wreg, en enez Sjælland, e Danmark, ma oa pastor ivez. E 1897 en em stalias e Kopenhagen, hag eno e varvas e 1909.

E labour evit ar yezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1846 e voe embannet gant Hammershaimb ul levrig kentañ diwar-benn an doare-skrivañ faeroek[1]. Tost-kenañ e oa doare-skrivañ Hammershaimb ouzh hini an norseg kozh. Diwezhatoc'h e voe klasket modernaat an doare-skrivañ-se gant Jakob Jakobsen evit bezañ tostoc'h d'an distagadurioù modern, met labour hemañ ne reas ket berzh. Hiziv c'hoazh, en XXIvet kantved, eo disheñvel a-walc'h ar faeroeg skrivet diouzh ar yezh komzet. Diwar labour Hammershaimb avat e voe kroget da embann skridoù e faeroeg. E 1890 e voe embannet ar gazetenn faeroek kentañ, Føringatíðindi.

  • Færöiske Kvæder ("Barzhonegoù faeroek"), 2 levrenn, 1851-1855, Kopenhagen; eil embannadur 1969
  • Føroyingasøga ("Saga Faeroiz"), 1884, Tórshavn ; aembannadur e 1919 ha 1951
  • Færøsk Anthologi I ("Antologiezh faeroek"), 2 levrenn, 1891 Kopenhagen; eil embannadur, Tórshavn 1969