Mont d’an endalc’had

Vasiliy Degtyaryov

Eus Wikipedia
Vasiliy Degtyaryov e 1941.

Vasiliy Alekseyevitch Degtyaryov (e rusianeg Васи́лий Алексе́евич Дегтярёв), bet ganet d'an 2 a viz Genver 1880 e Toula (Impalaeriezh Rusia) ha marvet d'ar 16 a viz Genver 1949 e Moskov (URSS), a oa un armeurer rusian ha soviedel.

Ganet e voe Vasiliy Degtyaryov e 1880 en ur familh armeurerien e Toula, ur gêr enni unan eus an arsanailhoù koshañ e Impalaeriezh Rusia. Kregiñ a reas da labourat evel micherour da 11 vloaz eno. Adalek 1893 e teskas ar vicher enseller kalite ar pezhioù produet[1].

E miz Here 1901 e voe galvet Degtyaryov d'ober e servij. Kaset e voe da gorn-bro Sant-Petersbourg da labourat en ul lec'h-arnodiñ war an armoù nevez. E fin e goñje e 1905 e tibabas chom da labourat eno evel implijad sivil. Kejañ a reas gant Vladimir Fyodorov, un armeurer hag en doa ur post uhel e Renerezh ar C'hanolierezh, ar velestradurezh karget da ijinañ armoù nevez. Fyodorov a voe unan eus ar re gentañ er bed o labourat war armoù hiniennel aotomatek. E 1906 e voe anvet Degtyaryov da vestr-micherour e uzin armoù Sestroretsk. E deroù 1918, goude diskar an Impalaeriezh, Fyodorov a voe karget da sevel mindrailherezioù nevez e uzin Kovrov. Degtyaryov a yeas d'e heul, ha kregiñ a rejont da genlabourat[1].

Adalek ar bloavezhioù 1920 e voe fiziet e Degtyaryov sevel armoù nevez evit an Arme Ruz. Puilh e voe e labour. Ar vindrailherez DP (1927), soñjet evit an droadegiezh da gentañ, a voe deveret stummoù tank (DT) ha nijerez (DA, DA-2) anezhi. Ur bistolenn-vindrailher, ar PPD-34 kinniget e 1934, a chomas e servij en arme betek aloubadeg URSS e 1941. Er bloavezh-se, e miz Gouere, e voe karget gant Stalin da ijinañ ur fuzuilh eneptank nevez en ur miz hepken. Dont a reas Degtyaryov a-benn en ur ginnig ar PTRD dezhañ. E dibenn an Eil Brezel-bed e ijinas ivez ar vindrailherez skañv RPD, a voe implijet da vat gant an arme soviedel adalek 1953, pevar bloaz goude marv Degtyaryov e 1949[1].

Degtyaryov a dapas peder gwech Priz Stad Stalin etre 1941 ha 1949, hag anvet e voe Haroz al Labour Sokialour e 1940, e-touez enorioù all.

  1. 1,0 1,1 ha 1,2 (ru) Дегтярев Василий Алексеевич, Mirdi Armoù Toula (lennet d'an 28/03/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan