Van Halen

Van Halen a oa ur strollad hard rock stadunanat savet e 1972-1973 e Pasadena (Kalifornia) tro-dro d'ar vreudeur Eddie (gitar) hag Alex Van Halen (taboulinoù).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1977 e enrolljont o fladenn gentañ, anvet Van Halen ivez, asambles gant David Lee Roth (kan) ha Michael Anthony (gitar-boud). Berzh a reas a-drugarez da ganaouennoù adtapet evel You Really Got Me hag Ice Cream Man, koulz ha da sonioù skrivet gante evel Runnin' With the Devil. Gant ar bladenn e voe brudet doare-seniñ prim Eddie Van Halen gant e c'hitar. Ar sonenn Eruption, enni un heuliad tapping ha linennoù teknikel, a voe ur bam evit kalz selaouerien d'ar poent-se.
Goude un nebeud pladennoù all (Van Halen II, Women and Children First ha reoù all) e voe embannet e 1984 an albom 1984, a voe gwerzhet 10 milion a skouerennoù anezhañ a-drugarez da hits evel Jump, Panama ha Hot for Teacher. Merket eo gant implij ar sintetizer. Pladenn ziwezhañ David Lee Roth gant ar strollad e voe, pa grogas da ganañ e-unan adalek 1985. Sammy Hagar a gemeras e blas. 6 albom all a voe embannet betek 2012, pa zispartias ar strollad.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar ganaouenn Jump a vez skignet er Stad Vélodrome a-raok pep match e kêr an Olympique de Marseille[1].
- Er stirad The Simpsons eo plijet bras an tad Homer gant ar strollad, a c'haller gwelet e rann 22 an 11vet koulzad (Behind the Laughter)[2].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) CHRISTE Ian, Van Halen, everybody wants some, Camion Blanc, 2013, ISBN 2357794054
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) DONNARIEIX Antoine, Comment "Jump" est devenu indémodable au stade Vélodrome, lors de l'entrée des joueurs, Eurosport, 18/03/2025 (lennet d'ar 07/09/2025)
- ↑ (en) Behind the Laughter war Wikisimpsons (lennet d'ar 07/09/2025)