Valtesse de La Bigne
Lucie Émilie Delabigne, anavezet evel Valtesse de La Bigne (1848 -1910), a oa ur gourtizanez c'hall.
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa e Pariz ha merc'h e oa d'ur gannerez norman a werzhe he c'horf. Abred e krogas da heuliañ ar skouer en ur sevel war al leurenn da vezañ Hebe e-barzh Orphée aux Enfers, gant Jacques Offenbach.
Gant Henri Gervex e voe kemeret da batrom ar plac'h nevez evit e daolenn Le Mariage civil, a weler e sal an euredoù e ti-kêr XIX arondisamant Pariz.
Ganti evit-doare e vije bet awenet Hugues Rebell pa skrivas e romant La Nichina. Hi ivez eo Altesse er romant Idylle saphique, savet gant he mignonez Liane de Pougy.
Mignonez e oa da Édouard Manet, Henri Gervex, Édouard Detaille, Gustave Courbet, Eugène Boudin, Alphonse de Neuville, serc'h e voe da lod anezhe, ma veze lesanvet « l'Union des Peintres ».
Beziet e voe e Ville-d'Avray.