Valerian ha Laureline (anime)

Eus Wikipedia
Valerian ha Laureline
Titl orin Valérian et Laureline
Stil Anime
Yezh Brezhoneg
Bro orin Banniel Japan Japan
Bro-C'hall Bro-C'hall
Niver a goulzadoù 1
Niver a rannoù 40 e galleg (23 munutenn)
80 e japaneg (12 munutenn)
20 e brezhoneg
Padelezh 23 munutenn dre vras
Skignadenn gentañ
Bloavezh 2017
Chadenn Tele Brezhoweb[1]


Valerian ha Laureline a zo un dresadenn-vev faltazi kenproduet e Japan hag e Bro-C'hall. Awenet eo bet an anime gant ar vandennad-dreset Valerian ha Laureline savet gant Jean Claude Mézières ha Pierre Christin.

Advouezhiet eo bet e brezhoneg gant ar gevredigezh Dizale[2], ha skignet eo bet e 2017 war Brezhoweb[3].

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezh 2416 : Valerian, studier ampart an Akademi Spas-Amzerel, e vez roet dezhañ e gefridi kentañ en amzer : arselliñ gizioù ur gêriadenn Normant er rakgrennamzer, er bloavezh 912. Terriñ a ra Valerian Trede Lezenn ar beajoù en amzer en ur saveteiñ Laureline, un dermajiez yaouank, rak un aotrou kriz, Wilfrid a Dankarville. Kas a ra Valerian ar plac'h yaouank gantañ war bourzh e lestr, an Tempus Fugit.

P’en em gav e 2416 adarre eo spontet o welet n’eus ket eus an Douar ken e Koskoriad an Heol ! Ha n’a ket keflusker spas-amzerel an Tempus Fugit en-dro ken !

Fichenn deknikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Produiñ : Satelight, Dargaud hag EuropaCorp
  • Doare : Faltazi
  • Sevenour : Philippe Vidal hag Eiichi Sato
  • Sonerezh : Alexandre Azaria

e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Advouezhiañ : Dizale
  • Ren arzhel : Laors Skavenneg
  • Enrollañ ha kemmeskañ : Jean-Mari Ollivier
  • Treiñ e brezhoneg : Nolwenn Guignard
  • Diweuziañ : Arno Vannier

Mouezhioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll-istor ar skignañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2007 : Skignet eo an dresadenn-vev evit ar wech gentañ e galleg war Canal+ Family.
  • 2017 : Skignet eo Valerian ha Laureline e brezhoneg war Brezhoweb.

Rannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bez 'z eus 40 rann a 23 munutenn e galleg, ha 80 rann a 12 munutenn e japaneg.

20 rann hepken a zo bet advouezhiet e brezhoneg.

  1. Koll-digoll
  2. Kregiñ a-nevez
  3. Mouezhioù hag huñvreoù
  4. Amzer Nevez
  5. Droukvallozh
  6. Den pe robot ?
  7. Satanazet
  8. A bep eil
  9. Follentez
  10. Koll amzer
  11. Meskaj bras
  12. Amzer wechall
  13. Baradoz trenket
  14. Un amzer zo bet
  15. Priz ar vrud
  16. Bed kenstur
  17. E koulz hag e kentel
  18. Skornet
  19. Tizh dezhi
  20. Speredoù Glan

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]