Mont d’an endalc’had

VK 45.01 (P)

Eus Wikipedia
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius.
Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket.
VK 45.01 (P)
doare karbed stourm
Iskevrennad eusPanzer VI Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Bro orinTrede Reich Kemmañ
SaverPorsche Kemmañ
Armament8.8 cm KwK 36 Kemmañ
Lakaet er servij1942 Kemmañ

An tank VK 45.01 (P), brudet ivez en ur stumm nann ofisiel evel an Tiger (P) pe Porsche Tiger, a oa ur c'hentpatrom tank ponner ijinet gant Porsche evit an Trede Reich. En ur implijout ur c'heflusker doubl dour-tan ha tredan hag a oa luziet ha gant un ezhomm bras a gouevr, kollet en devoa en arnodoù a-enep Henschel. Dreze ne oa ket bet choazet evit bezañ savet e bras niver hag an dizain gant Henschel a oa bet produet gant an Tiger I. An darn vrasañ eus ar c'hestell-karr hag a oa bet savet dija a voe adimplijet evit sevel an Elefant, an distrujer tankoù Panzerjäger.

Diorroadur

D'ar 26 a viz Mae 1941, Henschel ha Porsche a oa bet goulennet ganto ijinañ dizain un tank ponner 45 tonenn hag a c'helle bezañ dafaret gant ur c'hanol 8.8 sm Kwk 36 L/56 hag a oa un azasadur eus ar 88 mm Flak 37 kanol enep kirri-nij. An tankoù da gaout gant Henschel ha Porsche a ranke bezañ dafaret gant ar memes touribell savet gant Krupp. An embregerezh Porsche a oa bet o labourat war un nevesadur eus an tank etre VK 30.01 (P), kentpatrom eus tank etre Porsche, met gant lodennoù adsavet evit an tank nevez da gaout.

N'eus nemet un tank hag a voe lakaet er servij, evel tank komandant en unvez Ferdinand (Elefant), hag implijet e voe er Panzerjäger Abteilung 653[1] Tizhet en doa al linennoù emgann e miz Ebrel 1944 ha kollet e miz Gouhere.[1];

Kestell-karr ar VK 45.01 (P)'s ha kalz lodennoù all eus an Elefant a voe adimplijet evit diorroiñ ar c'hentpatrom tank ponner VK 45.02 (P)[2];

Stummoù

  • VK 45.01 (P) kentpatrom arnodiñ
VK45.01 kastell-karr dafaret gant un douribeLl betoñs kentpatrom evit ma vije eus ur pouez damheñvel ouzh an dourribell gant Krupp. Ar pal a oa arnodiñ. 100 kastell-karr a voe savet.
  • VK 45.01 (P) (Porsche Tiger)
10 tank VK45.01 gant an douribell Krupp hag ar c'hanol 8.8 cm KwK 36 a voe produet. N'eus nemet un tank Tiger (P) hag a voe echuet gant ar c'hastell-karr niverenn 150013. Implijet e voe en emgann evel tank komandant.
  • Panzerjäger Tiger (P) "Ferdinand"
91 kastell-karr VK 4501 hag a voe troet evit dont da vezañ ar jagdpanzer Ferdinand. Al labour ramzel a oa bet echuet prim e-doug un nebeud mizioù eus Meurzh betek Mae 1943.
  • Panzerjäger Tiger (P) "Elefant"
E miz Gwengolo 1943, an holl Ferdinand6O% na oant ket bet kollet pe distrujet a voe adkaset evit bezañ kemmet. 48 Diwar an 50 karbed a voe kemmet gant ouzhpennadurioù hobregon, un douribell komandant nevez (eus ar StuG III) ha nevesadur ar vindrailherez e-tal.
  • Bergepanzer Tiger (P)
Kemm ar c'hestell-karr eus ar VK 45.01 (P) e-stumm karbedoù adtapout hag anvet Bergepanzer Tiger (P). N'eus nemet tri hag a voe savet.
  • VK 45.01 "RammTiger"
Ur stumm azasadur kinniget eus ar c'hastell-karr VK 45.01 (P) evel karbed ponner hobregonet kentraouer armet gant teir mindrailherez. Savet e oa bet tri c'hastell-karr ramzel met ne ouier ket petra a oa erruet ganto goude-se dre ma oa bet nullet ar steuñv e 1943.

Notennoù ha daveennoù

  1. 1 2 Jentz and Doyle 1997, p. 54.
  2. VK4502(P).