Kaozeadenn Implijer:Damien Perrotin

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Salud deoc'h,

Er pennadoù savet ganeoc'h e welan hoc'h eus skrivet "Bei Jing" e daou damm distag. Un abeg zo ? Er yezhoù all, war a seblant, e skriver Beijing, en ur ger. Da'm soñj e vefe gwelloc'h ober heñvel. Un draig all : skrivet hoc'h eus "Vincent Van Gogh" gant ur V bras er ger "van". Aze ivez eo disheñvel ho tibab diouzh ar pezh a gaver peurvuiañ er yezhoù all : Vincent van Gogh. Gwelloc'h e vefe ober heñvel moarvat. --Llydawr 2 Eos 2006 da 16:22 (UTC)[respont]


.. hmm, okrouet am eus en ur heulian al liammoù er bajenn "pennadoù a ra diouer". En un douare automatik e oa bet roet anvioù ar bajenn, d'am sonj, ha n'am eus ket kredet o chañch (un tamm nevez on amañ). A zivout van Gogh, evel just ez on a-du ganit. van e tlefed skrivañ evel de e galleg. Soñjal a ran e c'heller difenn Bei Jing. Daou c'her eo e Mandarineg (hanternoz ha kêrbenn). Ne savin ket un tabud diwar-benn an dra-mañ. N'on ket amañ a ijinañ un doare skrivañ nevez :-) Implijer:Damien Perrotin

hen lâret am eus graet e lec'h all dija (s.o. Beijing) met ret eo anzav n'eo ket Beijing daou c'her e mandarineg met ur ger nemetken, ennañ div vorfemenn (ha neuze dao sinalun ivez rak ober a raent dave d'ar morfemennoù). hervez reolennoù romanikadur ar pinyin neuze e vez skrivet stag an div vorfemenn-se.--Neal 2 Gwe 2006 da 10:34 (UTC)[respont]
  • Mat, lakaet em eus pennad van Gogh dindan an titl Vincent van Gogh neuze. Ha goulenn a rin digant ar verourien e vefe diverket ar bajenn "Vincent Van Gogh".
    Evit respont d'un den, klikit war e anv evit mont war e bajenn implijer ha skrivit war ar bajenn Kaozeadenn. Evit sinañ, klikit war arlun ar sinadur (eil arlun diwezhañ e krec'h ar bajenn pa skriver war ar bajenn "Kaozeadenn Implijer"). A galon.--Llydawr 2 Eos 2006 da 19:51 (UTC)[respont]


Ok, trugarez dit! Benoni 23 Eos 2006 da 11:14 (UTC)[respont]

Ur gudenn a zo c'hoazh gant : "class="hiddenStructure{{#if:Strollad sokialour europat{{#if:Etrevroadel sokialour" colspan="2" bgcolor="#dd0000"|". War a seblant ez eo liammet ar gudenn-se d'ar program er patrom "if" hag "option-1 betek 6". Met ne ouezan ket penaos lakaat kement-mañ e brezhoneg... Benoni 23 Eos 2006 da 11:27 (UTC)[respont]
Kemet 'm eus traoù all. Met chom a ra c'hoazh kement-man : "class="hiddenStructure" colspan="2" bgcolor="#dd0000"|". Ar gudenn n'eo ket liammet gant "if" na gant "option" a benn ar fin, met n'em eus ket kavet c'hoazh petra oa... Benoni 23 Eos 2006 da 11:51 (UTC)[respont]
Kudenn tost diskoulmet. Ne chom din mui nemet da gompren perak n'eus nemet un hanter-linenn en ul lec'h pa mije c'hoant ul linenn klok. Gwellet Strollad Sokialour Gall. Benoni 23 Eos 2006 da 14:35 (UTC)[respont]

Toull-kurun[kemmañ ar vammenn]

Noz vat. Gourc'hemennoù da gas war-raok an danvez diwar-benn ar steredoniezh. Met ne gavan ket spletus na mat implij ar ger "toull-kurun" ("trou marécageux" e-barzh geriadur R. Hemon) evit un dra n'eo ket graet gant ar c'hurun evel-just. Ur ger pobl mat evit toulloù war an douar en ur yezh pemdez, ya. Met evit ur yezh un tamm skiantel eo kenkoulz ober gant "krater" (evel evit al Loar), evel ma vez graet er yezhoù all. Ar memes kudenn a zo gant "maen-kurun" eveljust. Kendalc'h mat. Iskomandant Marc'heg 1 Gwe 2006 da 20:58 (UTC)[respont]

Demat. Dont a ra bravoc'h ganeoc'h eget ganin. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Gwe 2006 da 17:16 (UTC)[respont]

Why did you include Checnia into the list of unrecognized states of Europe? Who should be recognized there?

Could you please write a stub about Kurów - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w ? Only 2-5 sentences enough. Please. Pietras1988 30 Gwe 2006 da 12:58 (UTC)

Salut! Cheñchet 'm eus patrom ar proterozoeg (war skouer ar c'hatalaneg, evel ma m'oa graet evit ar fanerozoeg) evit ma vije ul liv hag ur skeudenn disheñvel evit pep eon. Benoni 2 Her 2006 da 17:28 (UTC)[respont]

Demat. Kroget oa bet ganin ur pennad Rouantelezh Breizh-Veur evit gober an diforc'h gant ar Rouantelezh Unanet, abalamour d'ar pennad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet. A galon. Klaod.Kadbzh 14 Her 2006 da 15:58 (UTC)[respont]

Gwelet.OK.Trugarez. A Galon.

Klaod. Kadbzh 14 Her 2006 da 18:37 (UTC)[respont]

Kerzh da welout emgannoù an aotrou Kergidu er wiki gallek. Ha votiñ mar gallez.Bianchi-Bihan 21 Her 2006 da 19:36 (UTC) Trugarez. Mar gallez votiñ e-barzh an div pe deir fajennad....Bianchi-Bihan 21 Her 2006 da 21:17 (UTC)[respont]

William Cranch Bond: kerzhit da welet m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 22 Her 2006 da 20:48 (UTC)[respont]

Hi! Bout 'zo ur rummad "Kêrioù Bro-Saoz" (gant "B" bras) dija. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Her 2006 da 20:19 (UTC)[respont]

A-benn nebeut e vo tizhet an 10 000vet pennad war ar wiki e brezhoneg. Ha ma vije klasket bezañ an 50vet yezh o tizhout al live-se? Vije ket fall, nann? Evit ar mare emañ an albaneg un tammig dirazhomp. Greomp ur striv evit e tibaseal, da skouer o krouiñ pep hini un 10 bajenn 'bloavezh' (1300, hag all) an devezh. Seurt pajennoù a zo aes da grouiñ en ur vunutenn dre kopiañ-pegañ. A galon, Benoni 29 Her 2006 da 11:54 (UTC)[respont]

Etreliammoù[kemmañ ar vammenn]

salut! me gav din n'eus ket ezhomm koll amzet o lakaet an holl liammoù etrewiki rak ur robot ez eus a ra war-dro seurt traoù gwezh a gwezh all: gant ma vez d'an nebeutañ ul liamm etrewiki e korf ur pennad e vez klokaet ar peurrest gant ar robot-se (ma 'meus soñj mat). kalon vat ha gourc'hemennoù evit al labour kempenn a rez gant ar pennnadoù berr diwar-benn yezhoù bet savet ganin evit an darn vrasañ anezhe.--Neal 4 Du 2006 da 14:55 (UTC)[respont]


Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)[kemmañ ar vammenn]

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (dispelget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Peret oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:31 (UTC) (Merour)[respont]

Wiki galleg[kemmañ ar vammenn]

Salut, setu ur gemenadenn 'm eus klasket kas dit war ar wiki galleg, met n'hon ket be aotreet:

Bonjour,
J'ai été bloqué par un administrateur (Popo le Chien) pour mes positions sur le vote "Prise de décision/Catégories par nationalité, identité régionale, ethnie...", pour avoir informé les portails Bretagne, Occitanie, Corse, Wallonie, etc. de la tenue de ce vote. Il semble que Poppy et/ou Manchot aient déposé une plainte à mon encontre. De fait ils ont effacé toutes mes contributions, sans argumenter, en faisant juste revert! Si tu connais un administrateur ouvert, est-ce que tu pourrais lui écrire pour me soutenir? Contrairement à d'autres sur wikipédia, j'ai toujours essayé de débattre de façon adulte et ouverte sur wikipédia, et je suis donc exaspéré des attaques constantes à mon encontre des tenants de la République française une et indivisible, et surtout de la destruction de ce que je fais (que ce soit les reverts de mes apports ou la destruction des catégories que je pensais utiles)... De simple universitaire intéressé par la démarche de wikipédia de diffusion de la connaissance, j'ai l'impression que wikipedia est en train de me transformer en nationaliste breton... Et je suis assez découragé et blessé par tout ça, et pense abandonner la wikipédia francophone qui est trop idéologiquement orientée pour me consacrer uniquement aux wikipédias bretonnants et anglophones, beaucoup plus tranquilles et ouverts, et respectueux de la diversité des contributeurs. Merci d'avance pour toute réponse! Cordialement, Benoni 19 Du 2006 da 16:16 (UTC)[respont]

Kerzh da votiñ amañ evit na teufe ket da vezañ merour war ar wiki galleg unan eus hon gwashañ enebourien (an hini 'n eus goulennet e vijen disluget eus ar wiki galleg) : [1]. A galon, Benoni 19 Du 2006 da 20:41 (UTC)[respont]

Dilennadeg[kemmañ ar vammenn]

Lañset zo bet ur votadeg (amañ[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija. --Neal 22 Du 2006 da 19:48 (UTC)[respont]

Salud. Pa skrivez UDB, arabat lakaat ar ger-mell dirak morse: UDB zo ur strollad... (ha gwech ebet an UDB). Ar yezhadur an hini zo kaoz. A galon. Shelley Konk 26 Du 2006 da 18:57 (UTC)[respont]

++arondisamantoù++ Ar brezhoneg zo ur yezh ma lakaer an unander war-lerc'h an niver: tri martolod, pevar arondisamant. Bernez Bernioù 28 Du 2006 da 06:19 (UTC)[respont]

Aesoc'h e vije da dud all dont da labourat war ar pennadoù krouet ganit ma lakfes al liamm gant ar pennadoù e saozneg (pe re all) pa vez anezho. Skoazellañ an dud da reiñ skoazell dit, petra. A galon. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 17:16 (UTC)[respont]

Ho pediñ a ran da lenn ar pennad Mor Egea, echu e dreiñ diwar ar galleg. Kinnig a ran e adenvel Mor Enezek, sklaer ar perag er pennad, diaezet war istor ar mor ha hini hor yezh war un dro.Bianchi-Bihan 27 Kzu 2006 da 08:53 (UTC)[respont]

Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)[respont]

Demokratelezh[kemmañ ar vammenn]

[[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:57 (UTC)[respont]

Ur bern pajennoù dirummad a zo bet savet ganit. Da skouer: Gewissae, Garbanion ap Coel, Pandora (loarenn), h.a. Daoust hag-eñ e c'hellfes rummatiñ anezho? Trugarez, Benoni 4 Gen 2007 da 00:45 (UTC) Rummadiñ, pe rummata. Bianchi-Bihan 4 Gen 2007 da 04:39 (UTC)[respont]

Pennadoù ar yezhoù[kemmañ ar vammenn]

Eilet diwar Kaozeadenn Implijer:Neal

Ya, ur mell gudenn zo e gwirionez. Betek-hen am boa divet-me ober hervez renkadurioù an Ethnologue [3] (s.o. Kaozeal:Katalaneg da skouer) dre m'eo hounnezh ar roll klokañ hag a bell, daoust ha ma n'eo ket an embannadur a c'heller furchal ennañ war ar genroeudad an hini nevesañ, met ne vern. Met daoust ha ma'c'h eo an Ethnologue ar roll klokañ. n'emañ ket a-du an holl gant an doare ma vez renket ar yezhoù ennañ (s.o. en:Talk:Ethnologue), setu: ne glot ket atav ar pezh a gaver war ar wikipedia e saozneg, implijet gant implijerion/ezed zo evel mamenn evit treiñ ha sevel pennadoù o tennañ da yezhoù ar bed diwarnañ gant ar pezh a zo da gaout war an Ethnologue. Dont a ra sklaer ar gudennw ar wel pa seller ouzh ar pennad Familhoù yezh bet savet diwar ar pezh a gaver er wikipedia e saozneg (d'am soñj ouzhpenn e oa bet savet ganin, met n'on ket gwall sur, a-raok ma 'm bijen dizoloet ne glotae ket atav gant an Ethnologue ha bezañ divizet implijet ar vammenn-se evel pennvammenn). Klasket am eus klokaat ar pennad-se met diaezet eo rak ne glotae ket gant an Ethnologue ha kavout a reer neuze "familhoù-yezhoù", evel m'a'h eus ksrivet te e lec'h all, ha n'int ket, d'am soñj atav familhoù-yezhoù rik e gwirionez met renket int bet evel-hen war ar wikipedia e saozneg (ha war ar re all da heul evel-just).

Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:45 (UTC)[respont]

A-du evit an diforc'h etre "direnk" ha "digenvez" evel-just. Ur goulennig all da heul: Penaos e kav gwell dit ober dre vras, dre implijout Ethnologue da daveenn bennañ pe c'hoazh ar pezh a gaver war ar Wikiepdia e saozneg pa na glot ket an eil mamenn gant ebet eve-just?Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 11:08 (UTC)[respont]

An anv stêr Gwilen[kemmañ ar vammenn]

Goulennet em eus e vefe lakaet en-dro ar stumm Gwilen da stumm kentañ evit ar pennad-mañ. Evel ma'z peus labouret war ar pennad-se e pedan ac'hanout da lakaat da soñj amañ [4]. Trugarez.Rognogno 26 C'hwe 2007 da 09:14 (UTC)[respont]

Demat. Ur vot a zo digor amañ : Wikipedia:Kendivizoù reolata/Rummadoù el liester. Trugarez, Benoni 27 C'hwe 2007 da 22:32 (UTC)[respont]

Kemenn votadeg[kemmañ ar vammenn]

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:10 (UTC)[respont]


Vot digor war adenvel an ti-chopin[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit adenvel an ti-chopin. Trugarez da reiñ ho ali.Benoni 30 Meu 2007 da 16:49 (UTC)[respont]

Liammoù yezh[kemmañ ar vammenn]

Brav e vije ma c'halljes lakaat ul liamm yezh bep tro pa zegasez ur pennad nevez. Evel-se ne vije ket ret klask anezho. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2007 da 03:01 (UTC)[respont]

Liester ebet d'an anv-gwan: rouantelezhioù angl-ha-saoz.Shelley Konk 9 Ebr 2007 da 11:08 (UTC)[respont]

Demat. Un ali pouezus: arabat disoñjal rummadiñ pa savez ur pennad. Gw. da skouer : Coledauc, Kazh an traezh. Gw. : amañ. Trugarez, Benoni 9 Ebr 2007 da 11:32 (UTC)[respont]

Skrivañ a rez: An implijer-mañ a ra gant Microsoft Windows XP gant keuzioù. Me ivez. Met gant keuz: n'eus liester ebet d'ar ger e brezhoneg (ur bern gerioù zo evel-se). Bianchi-Bihan 11 Ebr 2007 da 21:03 (UTC)[respont]

Vot digor evit kaout ur bureviad[kemmañ ar vammenn]

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)[respont]

Taolit ur sell m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 23 Mae 2007 da 19:44 (UTC)[respont]

Subotica/Szabadka[kemmañ ar vammenn]

Hi, I see that you worked on this article: http://br.wikipedia.org/wiki/Szabadka You should change name of this article to Subotica because 1. it is official name of the city used in Serbia, and 2. name Subotica is used by 55.94% of its citizens, while name Szabadka by only 34.99%.

Pennadoù da welet: Rannvro alamanek Belgia Rummad:Kumuniezh alamaneger Belgia Krug Demat. Gellet 'pije chom da gousket un tammig mintañ-mañ memes tra... :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 9 Mez 2007 da 11:15 (UTC)[respont]

"Rannvro" ha "Kumuniezh": faot a rae din gober un disparti etre an dachenn hag an aozadur.

A galon. Klaod. Kadbzh 9 Mez 2007 da 14:52 (UTC)[respont]

Salud ! Petra e vefe ar gwellañ ? ur rummad Rannvroioù Belgia hag ur rummad Kumuniezhioù Belgia, pe ur rummad hepken Rannvroioù ha kumuniezhioù Belgia ? Er Wikipedia-où all e kaver an eil pe egile, hervez ar pezh am eus gwelet. A galon,-Llydawr 12 Mez 2007 da 21:11 (UTC)[respont]


Vot evit ur merour nevez[kemmañ ar vammenn]

Lakaet en deus Kadwalan e anv evit bezañ merour. Tu zo dit votiñ amañ: Wikipedia:Merour/Kadwalan. Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 12 Mez 2007 da 22:45 (UTC)[respont]

Anv ar rummad eo rummad:livourien (el liester evel-just). Hag er rummad-se e kaver rummad:livourien spagnol, hag un toullad re all. Bianchi-Bihan 5 Gou 2007 da 02:05 (UTC)[respont]

Rummad: livourien spagnol eo an anv, n'eus ket eus ar ger spagnolat e brezhoneg. A galon. Bianchi-Bihan 7 Gou 2007 da 09:47 (UTC)[respont]

Taol evezh pa skrivi ar rummadoù : stêrioù, hag adstêrioù (ê!), ha pa skrivez anv hag anvet. A galon. Bianchi-Bihan 11 Gou 2007 da 01:30 (UTC)[respont]

N'em boa ket c'hoant da lezel Borges e-unan er rummad: skrivagnerien arc'hantinat. Bianchi-Bihan 13 Gou 2007 da 04:06 (UTC)[respont]

Ret e vije displegañ petra eo breizhour. Bianchi-Bihan 21 Gou 2007 da 17:02 (UTC)[respont]

Skeudennoù nevez[kemmañ ar vammenn]

... Plijout a raio deoc'h, marteze. A galon. Klaod.

Labous10.JPG (Labous 10) (diwezhañ)

1 Eos 2007 da 12:35 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous09.JPG (Labous 09) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:34 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous08.JPG (Labous 08) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:33 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous07.JPG (Labous 07) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:33 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous06.JPG (Labous 06) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:32 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous05.JPG (Labous 05) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:31 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous04.JPG (Labous 04) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:30 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous03.JPG (Labous 03) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:30 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous02.JPG (Labous 02) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:29 (ist) (diforc'h) Skeudenn:Labous01.JPG (Labous 01) (diwezhañ) 1 Eos 2007 da 12:26 (ist) (diforc'h) D Deiziadur republikan gall (diwezhañ

Demat. Ur patrom a zo evit sevel pajennoù war ar broioù: Patrom:Infobox bro/teul. Gwelloc'h eo e implijout. Seul sklaeroc'h e vo ar pajennoù. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 1 Eos 2007 da 20:20 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù evit ar pajennoù a savez war al loened. Ur c'huzuilh avat: mat e vije dit, bewech ma savez ur bajenn, krouiñ ur bajenn adkas ivez o vont eus an anv latin d'an anv brezhoneg. Skouer graet ganin: Salanoia concolor > Mañgoust gell he lost. Trugarez dit, Benoni (Kaozeadenn) 3 Eos 2007 da 09:34 (UTC)[respont]

Proposition[kemmañ ar vammenn]

Vivelefrat

Salud dit. Ali e vefen lakaat danvez ar bajenn-se war ar bajenn Evrog. 'gav ket dit?--Kadwalan 15 Eos 2007 da 17:23 (UTC)[respont]

Salud dit Damien. Dedennus eo da bennadoù diwar-benn istor hor bro. Ha dedennet e vefes ma rofen dit un nebeud alioù evit gwellaat ar reizhskrivadur anezhe, diouzh tro pa gavan un dra bennak, hep feukañ den ebet evel just. --Kadwalan 25 Eos 2007 da 10:43 (UTC)[respont]

Trugarez. Ma, setu ar pezh am eus merzet ae beure-mañ :
  • skrivañ "en deus" e-lec'h "eñ-deus" pe "en-deus" (daoust ma vez implijet ar stumm diwezhañ-mañ e KLT ne vez ket graet ganti e peurunvan)
  • skrivañ tierniezh (=dinastiezh) e-lec'h tiernelezh (principat)
  • skrivañ aNv(et) e-lec'h añv(et) (Klevet e vez atav an "n")
  • skrivañ en anvioù tud "Anv + Anv bro" e-lec'h "Anv + eus/a/ag + Anv bro", evel evit Anna Breizh.

Goulenn ganin ma n'on ket sklaer a-walc'h. A-galon

Un draig ouzhpenn. Gant ar ger "netra" e tleer lakaat ur frazenn en tu-nac'h.

E-lec'h skrivañ "Hogozik netra a anavezer" , skrivañ "Ne anavezer hogozik netra " pe "Netra ne anavezer, hogozik,". Mod all e vank ar rannig ne a laka da c'hoût emañ ar verb en tu-nac'h. Traouigoù hepken neketa?--Kadwalan 25 Eos 2007 da 16:37 (UTC)[respont]

Salud Damien. An araogenn e-pad ne vez ket displeget. Ne c'haller ket lâret "en-e-bad" eta e-giz er pennad Hasaw Chan K'awil--Kadwalan 13 Gwe 2007 da 18:19 (UTC)[respont]

Kendivizoù reolata nevez[kemmañ ar vammenn]

Daou gendiviz reolata nevez a zo bet digoret:

Trugarez dit da reiñ da ali evit ma vije tizhet ar c'henemglev ledanañ posubl. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 16:38 (UTC)[respont]

Gourc'hemennoù evit da lizher digor da Françoise Morvan! Benoni (Kaozeadenn) 27 Gwe 2007 da 17:04 (UTC)[respont]

Kemennoù: vot ha wikiarroud[kemmañ ar vammenn]

Demat! Ur vot war an anvioù-tud a zo digoret amañ. Trugarez da reiñ da ali. Mod all, ur raktres wikiarroud a zo digoret amañ. Trugarez dit da deurel ur sell ha da reiñ da ali en davarn. Trugarez ivez da sevel un nebeut pajennoù ma 't eus amzer evit ma teufe da vezañ ofisiel ar wikiarroud ar buanañ ar gwellañ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 13 Her 2007 da 13:56 (UTC)[respont]

Hi! Can you tranlate this text to me please? Almazán is a municipañy of Soria province, in Castilla y León, Spain. --Jeneme 24 Du 2007 da 11:39 (UTC)[respont]

DB Baglan: er wiki saoz ez eus anv eus Baglan ap Dingad, e Llanfaglan. Kavout a rafes roud anezhañ tu bennak? Bianchi-Bihan 25 Du 2007 da 13:26 (UTC)[respont]

Fazi war da bajennoù "loened"[kemmañ ar vammenn]

Evit "classis" (kevrennad) e vije bet ret lakaat "mammalia" pe "bronneged". Ar "vertebrata" pe "mellkeineged" a zo un isskourad pe subphylum (bez zo an taxobox SubPhylum ivez amañ). Pa to amzer difaziañ... Benoni (Kaozeadenn) 28 Du 2007 da 09:59 (UTC)[respont]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon, Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:20 (UTC)[respont]

Końskowola - Poland[kemmañ ar vammenn]

Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Ko%C5%84skowola - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Ko%C5%84skowola ? Only 3-5 sentences enough. Please.

P.S. If You do that, please put interwiki link into english version. 123owca321 23 Kzu 2007 da 21:09 (UTC)[respont]

Salud dit. Trugarez da zont da welet ar pajennoù kaozal Thebai ha Sofouriezh--Kadwalan 2 C'hwe 2008 da 09:26 (UTC)[respont]

Demat dit. Eus pelec'h e teu ar skeudenn ? Trugarekaat. Bianchi-Bihan 9 Meu 2008 da 03:19 (UTC)[respont]

  • La fédération Morbihan de l'UDB est un mouvement nationaliste breton, Damien Perrotin, membre de l'UDB, est un nationaliste breton, la fédération d'Ille-et-Villaine du Parti breton est un mouvement nationaliste breton, l'Alliance fédéraliste bretonne est un mouvement nationaliste breton, etc. ... Attis (d) 6 mai 2008 à 11:06 (CEST)


Frank Lloyd Wright[kemmañ ar vammenn]

Klokaet ho pennad diwar-benn Frank Lloyd Wright. A galon. GS : ur fazi brezhoneg a zo e-barzh unan eus ho patromoù : plijOUT a ra gwelloc'h an amzer yen, ha n'eo ket "plij a ra".

Ma kerez e ri ur sell ouzh Judit Bro-C'hall. Bianchi-Bihan 28 Mez 2008 da 16:28 (UTC) Plec'h peus kavet ar ger "Goudezañ" ? Bianchi-Bihan 13 Gou 2008 da 08:18 (UTC)[respont]

ha penaos he lakaat en hon wiki, din d'he lakaat e brezhoneg? A galon. Bianchi-Bihan 27 Gou 2008 da 08:15 (UTC)[respont]

Lakaet eo bet an daolenn e brezhoneg, gwelout korf.
Skrivañ a rez alies frazennoù evel : "Perc'henniñ a ra ouzh kerentiad ar bezv". N'haller ket implij "perc'hennañ" , a dalv "posséder", evel "appartenir" d'am soñj. A galon. Bianchi-Bihan 28 Gou 2008 da 19:16 (UTC)[respont]
"Essayer de" a zo "klask ober". N'eus verb kerc'haat ebet, ha kerc'hat a glot gant "quérir" e galleg. A galon. Bianchi-Bihan 17 Eos 2008 da 10:08 (UTC)[respont]

Deuet eo brav ar voestad ganit. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 17 Her 2008 da 17:06 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ar ger anv (hag ar gerioù deveret) a skriver hep tildenn ebet war an N. An N-se a glever pa zistager ar ger ; ma vefe skrivet un ñ, ne vefe ket klevet (evel e-barzh ar ger "hañv"). --Llydawr 21 Her 2008 da 16:22 (UTC)[respont]

Petra eo ar c'helc'hiad pennañ-se? Bianchi-Bihan 29 Her 2008 da 11:09 (UTC)[respont]

Kompren a ran bremañ: met kelc'hiad a zo circle, hag area a zo tachenn, pe takad. Bianchi-Bihan 29 Her 2008 da 12:38 (UTC)[respont]
Beurevezh mat dit. Tud zo a lavar ez eus ur reolenn anvet Netra ne blij din-me 'vel ur banne kafe. [[5]]. A galon. Bianchi-Bihan 26 Du 2008 da 07:17 (UTC)[respont]

War a seblant eo ganit-te ma oa bet savet ar pennad-mañ. Ha gallout a rafes mont da lakaat ur sell war ar bajenn gaozeal stag outi ha reiñ da ali mar plij? Trugarez en a-raok, Neal (Kaozeal) 8 Kzu 2008 da 19:25 (UTC)[respont]

A-du gant ar c'hemm evel-just. Met ne oa ket mall. A galon. Bianchi-Bihan 10 Gen 2009 da 09:03 (UTC)[respont]

Broc'h zo ur ger unan, ha moc'h ur ger lies. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2009 da 12:08 (UTC)[respont]

Setu marteze an daou liamm emaout o klask

A galon. Bianchi-Bihan 8 Ebr 2009 da 10:32 (UTC)[respont]

Da betra lemel an danvez? Bianchi-Bihan 8 Ebr 2009 da 15:00 (UTC)[respont]

Ar Vrezhoned, evel ar Saozon. Hag evel Bro-Saoz. Bianchi-Bihan 1 Mae 2009 da 02:39 (UTC)[respont]

Krouet ganit ur Rummad:Istor bro-Saoz, pa oa ur Rummad:Istor Bro-Saoz. Evel er geriadurioù ha yezhadurioù eo ret ober gant ar reolenn-mañ : pennlizherenn evit ar pobloù hag anvioù broioù. A galon. Bianchi-Bihan 5 Mae 2009 da 08:51 (UTC)[respont]

Mat da lenn[kemmañ ar vammenn]

Lenn kement-mañ:

Memes tra a weler e Dunoting. Marteze e c'halli tennañ ar saozneg? Bianchi-Bihan 7 Mae 2009 da 02:34 (UTC)[respont]

Lakaat a rez monarkiezh, ur ger n'emañ ket em geriadur: gwelout a ran unpenniezh ha rouantelezh. Marteze eo gwelloc'h din tennañ ar patrom neuze eviT ma ne vo ket gwelet ar saozneg? Bianchi-Bihan 8 Mae 2009 da 04:07 (UTC)[respont]
Mat. An draen bihan o tont brasoc'h. N'hallan ket kemm ar gartenn (dilennus) er pennad Northumbria. Bianchi-Bihan 14 Mae 2009 da 07:02 (UTC)[respont]
Trugarez eus ar gartenn. E Cyngar ap Dyfnwal ne gomprenan ket ar frazenn db Ida Bernikia. Petra eo Din-Guardi? Bianchi-Bihan 14 Mae 2009 da 20:34 (UTC)[respont]
Trugarez eus da respont.
Ur pennad Kronik angl-ha-saoz zo, mat e vo ober al liamm vat, kuit da vont da reizhañ goude. A galon. Bianchi-Bihan 26 Mae 2009 da 10:24 (UTC)[respont]

Daou anv "Brochfael" e-touez Rouaned Meirionnydd (evel er pennad Brochfael ab Swalda ). N'eo ket div wech ar memes den? 82.65.180.126 30 Mae 2009 da 16:05 (UTC)[respont]

N'ouzon ket petra zo gant Patrom:AUS, met Aostralia eo e brezhoneg. Bianchi-Bihan 26 Mez 2009 da 21:04 (UTC)[respont]

Rummadoù evned[kemmañ ar vammenn]

salud ! n'eo ket fall lakaat rummadoù ouzhpenn evit renkañ an evned, kudenn ebet, met, mar plij, ouzhpennit anezhe ha laoskit ar rummadoù (rummad:evned) 'm eus bet lakaet. A galon--Gouerouz 18 Gou 2009 da 06:10 (UTC)[respont]

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:32 (UTC)[respont]

E ser an dilennadeg[kemmañ ar vammenn]

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[7]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[8]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[9] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[10] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:17 (UTC)[respont]

E ser doareoù Bianchi-Bihan[kemmañ ar vammenn]

E ser va stankadennoù[kemmañ ar vammenn]

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[11] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg[kemmañ ar vammenn]

  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[12] ha [13]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [14]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [15]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[16]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

Salud dit ! Degaset 'peus kemmoù d'ar patrom "Yezh". Met sell ouzh an disoc'h divalav er pennad Roumaneg. :-( Llydawr 30 Du 2009 da 17:12 (UTC)[respont]

Ha gwashoc'h c'hoazh eo ar pennad Akkadeg... Daoust ha ne vefe ket gwelloc'h distreiñ d'ur stumm kozh eus ar patrom ? --Llydawr 4 Kzu 2009 da 16:03 (UTC)[respont]

N'eo ket Damien a zo kaoz d'ar gudenn, Neal an hini eo. Ouzhpennet en deus rummadoù en holl patromoù, met ne oueze ket e oa ret diwall d'un nebeut traoù. Sañset eo reizhet bremañ. Posupl-tre eo e vefe patromoù all gant kudennoù, ma kavoc'h un nebeut re goulennit ganin klask a rin ober war-dro. --Y-M D 4 Kzu 2009 da 16:15 (UTC)[respont]

Salud dit ! Anv eo ar ger brezhonek evit "nom", n'eo ket añv. Anv eo en doare-skrivañ peurunvan, an doare implijet gant an holl amañ, ano e doare-skrivañ Falc'hun, anw e doare-skrivañ Morvannou. N'eus doare-skrivañ ebet ma skrivfed "añv" evit se. Taol evezh ouzh an dra-se mar plij. A galon, --Llydawr 26 Meu 2010 da 16:35 (UTC)[respont]

Demat, campagne Wikimedia CAT[kemmañ ar vammenn]

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! Capsot 16 Mez 2010 da 20:43 (UTC)[respont]

Salud, o paouez gwelout an daou batrom az peus savet. Klokaat a zo da skrivañ ha n'eo ket klokañ, met ne welan ket penaos cheñch. A galon. --Ex-Smith 24 Gou 2010 da 16:37 (UTC)[respont]

Kemet ha komz eus ar patromoù... Mat e vefe lakaat dezho un anv brezhonek pa 'z eo posupl. Da skouer evit Patrom:Euro-communist-party-stub, Patrom:Spain-party-stub... Pal Wikipedia brezhonek a zo kaout pennadoù ar wellañ posupl e brezhoneg, met ivez labourat war Wikipedia e brezhoneg (gant ar gumuniezh, en davarn, pa vez divizoù evit tra pe dra, evit ar rummadoù, ar patromoù...). Ha ma ne pefe ket a vennozh evit an doare da dreiñ an anvioù-se e brezhoneg e c'hellez sevel ur goulenn ouzh an arbennigourien (hag ar gumuiezh) en ur vont en davarn. Trugarez --Y-M D (kaozeal) 24 Gou 2010 da 16:54 (UTC)[respont]

Aet eo Damien Perrotin d'an anaon[kemmañ ar vammenn]

Aet eo Damien Perrotin d'an anaon d'ar 27 a viz Meurzh 2014 [17].--Ranndi7 (kaozeal) 28 Meu 2014 da 18:43 (UTC)[respont]