Kaozeadenn Implijer:Benoni

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia


Evezhiadenn


Na respontan ket ken d'an tagadennoù, d'ar c'hemennadennoù dichek pe disprizius na d'ar gourdrouzioù. Diverket e vo raktal seurt kemennadennoù.

Laouen on avat da gaout hoc'h ali war ar pezh a ran, da genlabourat gant an holl wikipediourien, met en un aergelc'h seven ha digor a spered. Wikipedia a rank chom ur raktres a-stroll etre tud a zouj an eil re eus ar re all.


Stankadenn[kemmañ ar vammenn]

Setu a skriv BB : Kenderc'hel a ra Kadwalan gant e c'hoari. Bianchi-Bihan 27 Eos 2007 da 06:51 (UTC) war ar bajenn aberzhidigezh. BB an hini a loc'has ar "c'hoari", pa oa bet kaoz eus ar c'hraf-se ganin kent, pa'n deus savet ur pennad en anv aberzhidigezh a-ratozh-kaer ha pa zalc'h gant e "c'hoari". Gwir eo avat ez eo torr-penn. Atav ar memes emzalc'h. Kinnig a ran stankañ ar bajenn er stumm a gavan reishañ[respont]

Anzav un ali personel ha mann ebet ouzhpenn.
Gouzout a ran brezhoneg a-walc'h evit disteurel ar varnadenn-se war ar yezh. Bianchi-Bihan 27 Eos 2007 da 17:13 (UTC)[respont]

hag en em soñjal betek deroù miz Gwengolo. An 10 lakaomp, pe diwezhatoc'h. Amzer dimp da zistanañ pe da gaozeal en un doare sirius. D'ar c'houlz-se e vo muioc'hig a dud ivez war ar Wiki da reiñ o ali. A galon --Kadwalan 27 Eos 2007 da 13:31 (UTC) Graet em bije a-walc'h ma unan met c'hoant em boa e rafes kentoc'h pe e rofes din da ali memes tra. A galon--Kadwalan 27 Eos 2007 da 14:06 (UTC)[respont]

A-du gant ar stankadenn - re verr zoken d'am soñj pa delc'her soñj eus ar reuz a vez plantet gant an implijer-mañ gwezh ha gwezh all. Bewech m'eo bet distanket e gont outañ goude bezañ bet stanket ne ra nemet adkregiñ da lammat dreist d'ar reolennoù ha da dagañ an dud (peurliesañ ar verourion, an eil war-lerc'h egile...). Merour (Neal) (Kaozeal) 31 Eos 2007 da 17:20 (UTC)[respont]

Hiraet ar stankadenn[kemmañ ar vammenn]

Kavout a rae din e oa re verr padelezh ar stankadenn bet lakaet gant Benoni dreist-holl pa soñjer er fed ma n'eo ket homañ ar wezh kentañ m'eo bet lakaet an implijer-mañ war evezh ha stanket e gont implijer outañ zoken abalamour d'e emzalc'h hiniennel ha d'e dagadennoù personel. Goude bezañ gwelet penaos e klask livañ gevier adarre em eus divizet hiraat ar stankadenn. Hiroc'h-hirañ e vo ar stankadennoù mar kendalc'h gant an hevelep emzalc'h ur wezh bet distanket e gont betek ur stankadenn didermen da vat mar bez ezhomm. Mat e vefe d'an implijer-mañ disklêriañ emañ a-du evit labourat a-stroll hervez ar reolennoù hag ar c'hendivizoù boutin ha chom a-sav da bismigañ ha da dagañ an dud dizehan evit an abeg-mañ'n-abeg. Merour (Neal) (Kaozeal) 1 Gwe 2007 da 13:59 (UTC)[respont]

Salut, me eo an hini o skrivañ ar pennad-se er mare-mañ. Un tamm sikour am eus ezhomm evit ar patrom. N'ouzon ket penaos lakaat anezhañ da vont en-dro... sur awalac'h oarez penaos ober? --Arko 30 Eos 2007 da 14:58 (UTC)[respont]

thank u for ur innitiative and help with some articles like Curdy, Artur Balder, and Arminius: this is the thruly spirit of wikipedists! If u need to translate someting tell me, may be some around me can help u!--Fgt 1 Gwe 2007 da 01:00 (UTC)[respont]

Patrom nevez[kemmañ ar vammenn]

Salut, galout a rafes krouiñ ar patrom Boest dirollañ evel an hini a zo implijet gant ar pennad-mañ. Trugarez en-araok! --Arko 1 Gwe 2007 da 13:22 (UTC)[respont]

Bez zo dija eus ur seurt patrom amañ. Petra a fell dit ober gantañ? Benoni (Kaozeadenn) 1 Gwe 2007 da 13:27 (UTC)[respont]


Tangi Gwegen[kemmañ ar vammenn]

Sur eo zoken met berzet e vo ur wezh all ganin kent bezañ stanket. --Kadwalan 10 Gwe 2007 da 15:47 (UTC)[respont]

Me zo ali stankañ ouzh kont Tangi Gwegen da virviken (sklaer eo un anv faos da BB). Evit a sell BB e soñj din e vefe a-walc'h hiraat e stankadenn marteze evit ar mare (ur mizvezh?). Degas a ra traoù pa vez war e du. Sklaer eo avat ez eo arru tremen skuizh an holl gantañ. mat e vefe stankañ anezhañ evit un nebeud devezhioù kerkent ha ma vez reuz gantañ --Kadwalan 11 Gwe 2007 da 08:44 (UTC)[respont]

Stanket e vo ar gont-se ganin da viken ha da vat dre m'eo difennet groñs margodenniñ. Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 10:07 (UTC)[respont]

Mont a rin da sellet ouzh Evrog Neevz. Daoust dezhañ da vezañ seven peurliesañ ez on kas gouzout hag eñ "Rufus" ne vefe ket un anv all d'hon c'havandad BB...--Kadwalan 12 Gwe 2007 da 12:08 (UTC)[respont]

Mallus: afer merañ. Hoc'h ali mar plij[kemmañ ar vammenn]

War a seblant ez eus savet ur gudenn diwar ar stankadennoù bet kaset da-benn nevez 'zo. Ret eo vefe sklaeraat penaos ober m'eo bet stanket un IP stag ouzh un urzhiataer boutin e implij (staliet en ul levraoueg foran, lakaomp) dre m'eo bet implijet an IP-se en un doare dizereat gant unan bennak hervez reolennoù ar Wikipedia-mañ (reizh e vefe ar stankadenn hec'h-unan neuze) met abalamour d'ar stankadenn-se e virfe ouzh tud all, didamall int-i hervez an hevelep reolennoù mont-en-dro, da gemmañ pe da sevel pennadoù gant an urzhiataer-se. Trugarez vras deoc'h d'am c'has hoc'h alioù war ar c'hraf-mañ. Neal (Kaozeal) 13 Gwe 2007 da 09:19 (UTC)[respont]

gwiriekaat hag-eñ eo bet graet mat an afer stankañ-adstankañ[kemmañ ar vammenn]

Distanket am eus an holl IPoù bet stanket p'eo bet stanket ar c'hontoù bet implijet evit mergodenniñ rak stag eo an IPoù ouzh urzhiataerezioù foran ha n'halle ket tud all kerderc'hel da labourat gant ar genrouedad-se. N'on ket sur avat hag-eñ em eus graet mat: ha gallout a rafes mont da deurel ur sell ha kadarnaat hag-eñ eo bet great mat an distankañ-adstankañ-se mar plij ha reizhañ an ober m'ar vez ret? Setu ar c'hontoù bet distanket ha neuze adstanket hep stankañ an IP: Bernez Bernioù, Shelley Konk, Tangi Gwegen Trugarez. Neal (Kaozeal) 14 Gwe 2007 da 09:20 (UTC)[respont]

Rummadoù sinema[kemmañ ar vammenn]

Ranket am eus ar rummadoù sinema a-benn ar fin, oc'h implijout ar ger filmaozer. Tu zo nullañ ar rummadoù-mañ :

Rummad:Filmaozañ Rummad:Filmaozañ dre vro Rummad:Filmaozañ Stadoù-Unanet Amerika Rummad:Filmaozañ Frañs Rummad:Sevenerien dre vro Rummad:Sevenerien dibar Rummad:Sinema brezhon

Goullo int bremañ. Trugarez. --Arko 14 Gwe 2007 da 08:02 (UTC) GraetGraet. Benoni (Kaozeadenn) 14 Gwe 2007 da 12:04 (UTC)[respont]

Stanket em eus ouzh unan eus kontoù niverus BB. Tapet ganin o klask degas ar memes kemmoù er pennad aberzhidigezh, pa oa stanket e gont pennañ--Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:06 (UTC)[respont]


Afer merañ: da ali mar plij[kemmañ ar vammenn]

Stanket emañ ar c'hendiviz war implij ar stumm "aberzh" pe "aberzhidigezh" evit titl pennañ ar pennad Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Daou sav-poent ez eus ha ne deuont ket a-benn da dizhout un emglev kenetreze evel ma weli o lenn ar gaozeadenn amañ Kaozeal:Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio). Reiñ ma ali evel merour am eus graet diouzh ma ferzh met n'eo ket trawalc'h war a seblant. Pediñ a ran ac'hanout neuze da lenn aketus an arguzennoù bet degaset gant an daou du ha da reiñ da ali war implij an eil ster pe egile evit dont a-benn da dizhout un tamm kenemglev ha mont e-bioù da adstagañ gant ur brezelig-embann. Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 11:04 (UTC)[respont]

Skivet 'teus: ...ar c'henemglev ledanañ posubl. Ober 'ri evel a gari, met kinnig a rafen a-walc'h an droienn-mañ, a gavan bravoc'h: al ledanañ kenemglev ar gwellañ. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 16:55 (UTC)[respont]

Ya, mat eo din. Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 16:57 (UTC)[respont]
Din-me ivez Neal (Kaozeal) 21 Gwe 2007 da 17:10 (UTC)[respont]

Diverket 'teus kivij, pezh a gomprenan. Koulskoude e vije bet gallet ober un adkas. Kiviz ha kivij a seblant bezañ ar memes ger, met n'ouzon ket hiroc'h. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2007 da 00:39 (UTC)[respont]

Ar pennad a oa goullo. Met tu zo d'e sevel evel-just. Met hervez an Here, Kivij a zo disheñvel eus Kiviz/finij. Evit-se n'am oa ket savet un adkas. Benoni (Kaozeadenn) 22 Gwe 2007 da 09:14 (UTC)[respont]
Ret e vije klask pelloc'h, met d'am soñj e veze implijet kiviz gant ar givijerien, evel ma veze implijet tann (diwar se tannin, tanneur e galleg. Diwar-se an dro-lavar gallek am eus klevet e brezhoneg nevez zo: Paouez da givijañ ac'hanon! (+!)
Posubl tre...Taol lagad Benoni (Kaozeadenn) 26 Gwe 2007 da 16:01 (UTC)[respont]

Traoù iskis hiziv. Bianchi-Bihan 26 Gwe 2007 da 15:59 (UTC)[respont]

Taolennoù kumunioù Belgia[kemmañ ar vammenn]

Demat. Ur gudenn gant kodoù-post Amel. Sellit m.p. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 27 Gwe 2007 da 07:02 (UTC) Graet Benoni (Kaozeadenn) 27 Gwe 2007 da 08:23 (UTC)[respont]

Trugarez. Ur gudenn arall gant ment ar bannieloù en Emgann Diksmuide. Klaod. Kadbzh 27 Gwe 2007 da 09:33 (UTC)Graet[respont]
Trugarez. Kadbzh 27 Gwe 2007 da 09:41 (UTC)[respont]
Fachet on doc'h ar bannieloù:Emgann an Dardanelloù. Klaod. Kadbzh 27 Gwe 2007 da 17:07 (UTC)[respont]
trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 27 Gwe 2007 da 20:58 (UTC)[respont]

A galon. Klaod. Kadbzh 29 Gwe 2007 da 19:25 (UTC)[respont]

Deut on a-benn da sevel an dra-mañ. Pegiz gober war-lerc'h??? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. taolenn Proviñs Belgia|anv= Proviñs Antwerpen
| skoed=WapenAntwerpen.gif| banniel=Flag of Antwerp.svg| kumuniezh=Banniel kumuniezh flandrezek Belgia Kumuniezh flandrezek
| rannvro= Banniel Rannvro Flandrez Flandrez | pennlec'h=Antwerpen
| poblañs=1.688.493|deiziad-poblañs=01/01/2006| gorreadkm²=2.867| arondisamantoù= Antwerpen
Mechelen
Turnhout |iso=BE-VAN |lec'hienn=www.provant.be |niver kumunioù= 70 |lec'hiañ=BelgiumAntwerp.png |imgkumunioù=AntwerpenGemeenten.png

Ok. Trugarez. "Kondaonet"? savet 'vo un teuliad dirak Lez-varn Europa... :-))) Agalon. Klaod. Kadbzh 1 Her 2007 da 16:13 (UTC)[respont]
Emichañs t'eus un alvokad mat Taol lagad Benoni (Kaozeadenn) 1 Her 2007 da 16:33 (UTC)[respont]
Ya, me, èl rezon! Kudennoù bannieloù e Hainaut (proviñs). Trugarez en a-raok. A galon.

Klaod. Kadbzh 2 Her 2007 da 12:32 (UTC)[respont]

OK. Trugarez A galon. Klaod.
Adarre: Reter-Flandrez. A galon. Klaod.Kadbzh 2 Her 2007 da 20:30 (UTC)[respont]
OK. Trugarez A galon. Klaod. 90.31.214.254 2 Her 2007 da 20:45 (UTC)[respont]


Patromoù da grouiñ[kemmañ ar vammenn]

...evit Mickey Mouse, Donald Duck ha The Devil's Own. Trugarez dit en a-raok. --Arko 4 Her 2007 da 13:57 (UTC)[respont]

Mat eo, met bez'zo patrom The Devil's Own da grouiñ ivez. --Arko 5 Her 2007 da 13:23 (UTC)[respont]

Skeudennoù "png"[kemmañ ar vammenn]

Poan alies gante, da skwer: , bet tapet diàr nl:Edgar Colle... Trugarez en a-raok. A galon. aod. Kadbzh 4 Her 2007 da 20:57 (UTC)[respont]

OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 5 Her 2007 da 06:36 (UTC)[respont]

Patrom "banniel"[kemmañ ar vammenn]

Penaos e kerzh m.p. ??? Kadbzh 5 Her 2007 da 12:37 (UTC)[respont]

Trugarez. Klasket a rin heuliañ ho skwer. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 5 Her 2007 da 13:35 (UTC)[respont]
Patrom:ROU Nec'het on... Gell a rafec'h displegañ din pazenn ha pazenn m.p. ? Trugarez en a -araok. A galon. Klaod. Kadbzh 5 Her 2007 da 16:01 (UTC)[respont]

Rannvroioù Belgia[kemmañ ar vammenn]

Kinnig a rin ur patrom "rannvro Belgia". A galon. klaod. Kadbzh 9 Her 2007 da 06:53 (UTC) Un dra bennak mod-se ? Patrom e kelc'h detektet : Patrom:Taolenn Rannvro Belgia[respont]

Image from commons[kemmañ ar vammenn]

Hello. Please, take a look here and delete that image from br: wiki. Regards Pjahr 9 Her 2007 da 15:24 (UTC)[respont]

Grit àr-dro m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 9 Her 2007 da 15:35 (UTC)[respont]
Graet Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 21:22 (UTC)[respont]

Hello. Please tell me, why all of your uploads have no licenses? This is unbelievable, on polish wiki I probably would be killed for work like that... And I suppose that many of them are taken from commons - what for? I really don't get it. You can use commons' files without uploading them onto your wiki. Regards Pjahr 9 Her 2007 da 16:58 (UTC) Gwir eo! Kadbzh 9 Her 2007 da 19:34 (UTC)[respont]

I didn't write to you, if you could check in your discussion history, that would be nice. Regards Pjahr 10 Her 2007 da 07:32 (UTC)[respont]
Ok, but I received it as a message coming from you. Indeed it was a message from Kadbzh. Benoni (Kaozeadenn) 10 Her 2007 da 09:08 (UTC)[respont]

León, patromoù a-dreuz. 193.52.64.243 10 Her 2007 da 14:27 (UTC)[respont]

Demat. Klasket 'm' eus mont àr-raok. Infobox Arondisamant Belgia| |Lec'hiadur= |Anv= Arondisamant Veurne |Rannvro=Banniel Rannvro Flandrez Flandrez |Proviñs = Kornôg-Flandrez |Gorread=275,21 km² |Poblañs=58.914 (01.01.2007) |Stankter=214 |Niver kumunioù=5 |Rannoù kumunioù=28 |

Marteze e c'hellot krouiñ ar patrom da vat... Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 12 Her 2007 da 15:50 (UTC)[respont]

Demat. Kudennoù memes tra...gant Arondisamant Veurne. A galon. Klaod. Kadbzh 15 Her 2007 da 07:49 (UTC)[respont]
trugarez. A galon. Klaod. 90.31.213.239 15 Her 2007 da 16:04 (UTC)[respont]

kinnig diskoulm: pajenn digejañ "leon" h.a.[kemmañ ar vammenn]

O poauez degouezhout er gêr 'maon ha skuizh-divi ar pezh ac'hanon (war droad abaoe 6 eur...). Siouloc'h evit boaz an traopu betek-hen abaoe ur frapadig. N'helle ket padout kalz pelloc'h avat war a welan. Setu ma ali evel merour: da gentañ-holl ne gomprenan ket perak e rank an dud mont e kounnar ken buan all, dreist-holl evit munudoù. Petra vern hag-eñ eo al loen pe an anv paotr pe c'hoazh unan eus broioù hengounel Breizh hini ar pennad pennañ gant ma vo tu da gavout ar penandoù all? Dreist-holl ne gavan ket reizh an daore ma klask B-B difenn e sav-poent ar wezh-mañ atav, rak ne gav ket din e kas gwall bell war hent an emglev tagañ an dud kentoc'h evit klask displegañ arguzennoù. Setu, lakaat a rin e pleustr an diskoulm-mañ: lakaat ar pennad digejañ dindan an titl "leon" hepmuiken, en ul lakaat e-krec'h ar pennad-se ar gemmennadenn o tisklêriañ ez eus anezhañ ur pennad digejañ. Evel-se e vo aes da gavout hag ouzhpenn ne vo lakaet pennad ebet da bennañ bennañ. Roit ho soñj. Neal (Kaozeal) 16 Her 2007 da 16:21 (UTC)[respont]

Arondisamant Antwerpen[kemmañ ar vammenn]

Demat. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 16 Her 2007 da 16:47 (UTC)[respont]

Bannieloù[kemmañ ar vammenn]

Demat. Gwelet. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 17 Her 2007 da 09:45 (UTC)[respont]

Skeudennoù Disney[kemmañ ar vammenn]

Salut. En em goulenn a ran perak n'eus ket tu gwelout ar skeudennoù e pennadoù Pluto, Goofy, Minnie Mouse ha Daisy Duck. Sur a walc'h ez eus ezhomm d'ur merour ober un dra bennak. Trugarez en-araok. --Arko 17 Her 2007 da 20:28 (UTC) Mat eo, 'han da vont d'ar servijer neuze. Un draig all : gall' a rez krouiñ patromoù The Walt Disney Company ha Jean Epstein. Mersi! --Arko 17 Her 2007 da 21:44 (UTC)[respont]

Pibien adarre[kemmañ ar vammenn]

Goulenn a ran ac'hanout leuskel an holl pennadoù o tennañ d'ar bibien dres evel m'emaint bremañ. Da lâret eo chom hep kemmañ titl ar pennadoù pennañ ha chom hep sevel adkasoù diwar stummoù all dasout ha ma c'hell bezañ graet kemendall gant un implijer/ez all. Gortoz un nebeud devezhioù evit gwelet pehini eo disoc'h ar votadeg war an dachenn-mañ ha neuze e c'hello bezañ kemmet titl ar pennadoù da vat pe get hervez disoc'h ar votadeg diwar-benn ar politikerezh envel o tennañ d'an dachenn resis-mañ. Ur c'holl amzer an hini eo kemmañ-digemmañ dreist-holl ma ranko bezañ adkemmet adarre un tammig diwezhatoc'h. Mar fell d'ar re all koll o amzer leus anezhe d'hen ober, met pediñ a ran ac'hanout chom hep hen ober. Trugarez. Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Her 2007 da 07:19 (UTC)[respont]

A-du da 100% ganit! Benoni (Kaozeadenn) 20 Her 2007 da 08:27 (UTC)[respont]

wikimammenn[kemmañ ar vammenn]

  • Ya, evel-just e vije un dra vat reiñ lañs d'ar wiki-mañ. Tu a vefe da dreiñ ar bajenn gentañ da nebeutañ ha lakaat enni ar c'hanaouennoù zo bet lakaet war Wikipedia ha n'o deus netra d'ober amañ. Evit ar mare e labouran kentoc'h war an etrefas war Betawiki rak dale am boa paket hag ivez war Omegawiki zo aet war-raok (stadegoù amañ). --Fulup 21 Her 2007 da 16:29 (UTC)[respont]

Un nebeut eus ar c'hanaouennoù a zo bet kaset war ar wikipedia brezhonek a zo bet savet gant un den ha n'eo ket sur n'eus ket mui gwirioù oberour warno. Da skouer, m'eo bet savet "Son pardon Kolloreg goude ar Brezel-bed kentañ, bez e c'hell chom tud gant gwirioù dezho (Reolenn an deg-ha-tri-ugent bloaziad nemet ar bloavezioù brezel hag a zo da jediñ goude marv an oberour). Ret e vije kaout alioù war an dra-se. --Ch. Rogel 22 Her 2007 da 16:49 (UTC)[respont]


Pedadenn a-berzh ar bureviad evit ar verourion[kemmañ ar vammenn]

evel bureviad ma'z on e pedan ac'hanout, ma n'eo ket bet graet ganit c'hoazh, embann da chomlec'h evit ma c'hellfe an implijerion/ezed bet stanket o c'hont oute mont e darempred ganit evit svel klemm mar bez ezhomm rak betek goût n'eo ket bet graet gant an holl hag ar gwir o deus an implijerion/ezed bet stanket o c'hont gallout mont e darempred gant ar verourion evit displegañ o abegoù ma n'int ket a-du gant ar stankadenn ha n'o deus doare ebet all evit gallout embann o soñj war ar Wikiepdia war-eeun war a welan. Tu z' dit da embann da chomlec'h war-eeun a wel d'an holl war da bajenn bersonel ha/pe d'e enrollañ er penndibaboù.Fiziañs o deus lakaet an dud er verourion dre mouezhiañ evite hag un dever an hini eo d'am soñj kas ar c'harg-se da benn en un doare dereat o toujañ da wirioù an holl. Beteke-hen, hervez ma ouzon, e c'hell un den bet stanket e gont outañ mont e darempred gant nebeud-tre a verourion ha peurliesañ gant ar re m'eo bet stanket e gont gante. Mar fell dit e c'hellez sevel ur gont e-mail ispsial evel-just evit resev lizhiri o tennañ d'ar wikipedia kentoc'h evit embnn da chomlec'h personel boas. Trugarez vras dit en a-raok, Neal (Kaozeal) 29 Her 2007 da 20:00 (UTC)[respont]

Poull traezh[kemmañ ar vammenn]

Skrivet em eus ur pennad diwar an tabut e WK galleg. Pe sonj ho peus ? http://br.wikipedia.org/wiki/Implijer:Luzmael/Poull-traezh A galon dit.--Luzmael 29 Her 2007 da 20:45 (UTC)[respont]

Ya, ober a rin. Ar pal evidon eo klask desachañ tud nevez, da gentañ evit ma vo brudet muioc'h ar pezh zo bet savet betek bremañ (evit lenn, sevel dafar pedagogel) ha, da c'houde, evit kemer perzh er raktresoù ivez (o-unan pe gant ar vugale). --Fulup 19 Du 2007 da 17:17 (UTC)[respont]

Emdroadur ar boblañs[kemmañ ar vammenn]

Demat. Trugarez. Pelec'h e c'hellan tapout ur swer m.p. ? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 20 Du 2007 da 15:34 (UTC)[respont]

OK. Trugarez. Klasket 'vo gober memes mod evit kement kumun ag ar vro. Ul labour loen-samm hag a blij din.(Soñjal a ran er paour kaezh skolajidi hag a rank poaniañ ouzh seurt klaskadennoù "droch"). :-))) A galon. Klaod.Kadbzh 20 Du 2007 da 17:37 (UTC)[respont]

Patromoù da grouiñ[kemmañ ar vammenn]

Salud, gallet a rafes krouiñ patromoù ar pennadoù Portland (Maine), Gipsy Kings ha Stephen King? Mersi! --Arko 29 Du 2007 da 17:03 (UTC)[respont]

An aotrou Bianchi-Bihan a zo kroget da gemm penn-da-benn ur bajenn hag a zo degemeret evel unan eus pennaennoù wikipedia. Seurt pajennoù na c'heller kemm sañset (dreist-holl pa z'int diwar-benn reolennoù boutin d'an holl wikipediaoù) nemet dre asant ar gumuniezh. Mat vefe d'am soñj dont en-dro war holl kemmoù Bianchi-Bihan ha goulenn digantañ lakaat e soñj war ar bajenn kaozeal. Mat vefe ivez, war seurt pajennoù, lakaat an hevelep patrom ha war ar wikipedia saosnek:

Politikerezh ofisiel


Degemeret eo bet ar bajenn-mañ evel unan eus politikerezhioù ofisiel ar Wikipedia brezhonek. Asantet eo en un doare ledan gant kenlabourerien ar raktres, hag ez eo ur reolenn a rankfe bezañ heuliet gant holl implijerien ar raktres. Trugarez deoc'h eta da chom hep embann ar bajenn-mañ hep bezañ gwiriekaet en a-raok e touj ho kemmoù d'ur c'henemglev ledan. Ma n'oc'h ket sur, lakait ho soñjoù kentoc'h war ar bajenn gaozeal da gentañ.


Petra soñjez? A galon, Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 10:18 (UTC)[respont]

betek m sav ur c'henemglev ma deu unan bennak da gemmañ ur politikerezh bet asantet outañ betek-hen e vefe ret resteurel ar pennad da gentañ (nemet rezihadennoù yezhadur evel-just) ha gwareziñ ar bajenn-se en ur gemenn d'an implijer/ez-se da chom hep hen ober betek ma vo bet tizhet un emglev all. Ma kendalc'h da gemmañ traoù evel-se en desped d'ar gemennadenn e vefe ret stankañ e gont rak ret e vefe lakaat e/hec'h oberoù da vandalerezh/reuz. Neal (Kaozeal) 3 Kzu 2007 da 14:11 (UTC)[respont]
A-du ganit. Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 14:23 (UTC)[respont]
Skrivet gant Benoni: Mat vefe ivez, war seurt pajennoù, lakaat an hevelep patrom ha war ar wikipedia saosnek: Mat e vefe ivez soñjal lakaat ar memes skrid hag er wikipedia saoznek neuze, ha n'eo ket lavarout eo ar memes tra pa n'eo ket. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 14:28 (UTC)[respont]
E saosneg: This page documents an official policy on the English Wikipedia. It has wide acceptance among editors and is considered a standard that all users should follow. Please do not edit this page without first ensuring that your revision reflects consensus. When in doubt, discuss first on the talk page. Gant peseurt poent eus an droidigezh n'out ket laouen? Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 14:31 (UTC)[respont]

Salud dit ! Ya, gwir eo. Ar wech kentañ e oa din klask sevel ur patrom... Merzet em boa e oa disheñvel ar pezh am boa krouet diouzh ar patromoù all, ar re a c'heller kuzhat. Hag o klask cheñch an traoù e oan abaoe ur c'hard eur ! Trugarez dit.--Llydawr 14 Kzu 2007 da 22:12 (UTC)[respont]

Kont da stankañ?[kemmañ ar vammenn]

Kani 195.83.48.24 evit bout diverket traoù hep displegañ. Kadbzh 15 Kzu 2007 da 12:05 (UTC)[respont]

OK. Mat. Ne vehen ket souezhet la vehe bet graet ganti...A galon. Klaod. Kadbzh 15 Kzu 2007 da 18:45 (UTC)[respont]

Pennadoù mat[kemmañ ar vammenn]

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Glups! Pe hani? A galon. Klaod. Kadbzh 17 Kzu 2007 da 18:03 (UTC) Ma paeez ur banne e larin:"An holl!" Bianchi-Bihan 17 Kzu 2007 da 18:13 (UTC)[respont]

Kubrick:me ivez, ne gomprenan ket... Difaziet oa bet traoù anat ganin, ha diverket traoù all. 'Maon oc'h evañ grog forzh pegement. A galon. Klaod. Kadbzh 17 Kzu 2007 da 18:34 (UTC)[respont]
OK. Kadbzh 17 Kzu 2007 da 18:54 (UTC)[respont]

Nozvad dit ! Me 'garfe goût ivez peseurt pennad savet pe reizhet ganin zo bet lakaet war renk ar "pennadoù mat"... Hini db Chamisso ? A galon. Tanjee (17/12/07)


Pennad mat[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Pehini?--Kadwalan 18 Kzu 2007 da 08:32 (UTC)[respont]

Lakaet eo bet ganin Bianchi-Bihan war evezh adarre, evit e emzalc'h dañjerus evit ar raktres dre vras. Displegañ a ran en un doare un tammig hiroc'h war e bajenn kaozeal. Tagañ a ra bemdez a ziou hag a gleiz (daoust ma n'em kinnig atav evel an hini taget), c'hoari a ra ar roñfl o lakaat ar merourien da goll amzer o rankout addisplegañ kant gwech an hevelep tra, na zouj ket d'ar c'hendivizoù reolata, hag all. Pa ya mat pep tra, e krou aferioù eus netra (da skouer: krouiñ ur rummad evned pa oar mat-tre ez eus ur rummad laboused - diverket en deus ar meneg rummad:laboused war meur a bajenn-, ha goude plantañ reuz peogwir e nac'h e vije kendeuzet ar rummad doubl krouet gantañ). Hag all, Benoni (Kaozeadenn) 20 Kzu 2007 da 17:29 (UTC)[respont]

A-du evel-just. Goude an holl evezhiadennoù ha stankadennoù bet gounezet gantañ gant e emdalc'h, en ur c'hoût ne deu ket a-benn da gemmañ e emzalc'h ur wezh distanket e gont hag en ur c'hoût e laka un aergelc'h fall-brein da redek dibaouez hag a vir ouzh tud da dont da genlabourat, ouzhpenn lakaat ar verourion da goll o amzer, e kavfen gwell stankañ e gont outañ ma kendalc'h war an hent m'emañ aet warnañ adarre hag ar wezh-mañ evit ur prantad kalz hiroc'h - dezhañ an amzer da brederiata diwar-benn e emdalc'h, mont en-dro ar raktres, spered ar c'henlabour hag e blas war ar raktres-mañ. gwir eo eo bet savet meur a bennad gantañ 8evel ma lâr-eñ e-unan gwezh ha gwezh all) met n'eo ket a-drugarez d'an niver a bennadoù bet savet gant unan bennak ma c'hell chhom hep doujañ d'an holl reolennoù evel ma ra. gant tud all evez savet penandoù ivez ha ne vez ket savet kemendalla drouz gante ha dont a reont a-benn da gnlabourat dre kemeer perzh er c'hendivizoù hag er c'hazeadennoù o reiñ o ali hag oc'h ober kinnigoù pozitivel kentoc'h eveit klemm dibaouez. Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 17:38 (UTC)[respont]

Patromoù da grouiñ[kemmañ ar vammenn]

Dont a ran en dro evit goulenn diganit ha tu vefe krouiñ patromoù ar pennadoù Gipsy Kings ha Stephen King. Mersi en araok. --Arko 28 Kzu 2007 da 12:38 (UTC)[respont]

GraetGraet. Benoni (Kaozeadenn) 30 Kzu 2007 da 17:13 (UTC)[respont]

Gallout a rez krouiñ ar patrom flagicon evit pennad Moskov. Trugarekaat. --Arko 7 Gen 2008 da 22:06 (UTC)[respont]

Setu amañ pennadoù a vank patromoù ganto : Euro, Jean Epstein, Kêr ar C'hab, Pleven (Bulgaria), ha Lenn Baikal. Trugarekaat en araok. --Arko 16 Gen 2008 da 10:26 (UTC)[respont]

Stadoù-Unanet Amerika[kemmañ ar vammenn]

Trugarez dit da vezañ reizhet ar rummad "politikourien Stadoù-Unanet Amerika"--Neert 4 Gen 2008 da 13:18 (UTC)[respont]

Emaon o paouez stankañ BB evit un devezh dezhañ da zistanañ. Atav ar memes emzalc'h heg tagus ha kontrol. Ne fell ket din lezel anezhañ da dagañ ac'hanon pe ma labour merour evel m'en deus graet war pajenn ar gumuniezh, evel ma ra dibaouez gant an holl. Me 'gav din en deus bet evezhiadennoù a-walc'h ha ne dalvez ket ar boan da ober ur wezh ouzhpenn.

Kroget e oa gant ur brezel embann er pennad Lucius Flavius Philostratus ken nemet pa felle dezhañ ober gant ur ger n'eo ket testeniekaet (sofour e-lec'h sofisted) e-lec'h ar ger en implij el lennegezh hep arguzenniñ zoken (evel kustum, n'eus ket moaien da lâret tra dezhañ ha pa vefe hegarat). N'eo ket aze emañ abeg ar stankadenn avat (daoust ma vefe peadra da'm soñj) met e emzalc'h tagus ha kunujennus. --Kadwalan 30 Gen 2008 da 04:43 (UTC)[respont]

Graet eo. Ne gollo ket amzer BB hag e raio kerkent ha ma c'hallo --Kadwalan 30 Gen 2008 da 14:43 (UTC)[respont]
Evel-just e savan kontrol d'an doare da zisplegañ an traoù, emaon o paouez lenn, hag a zo mil bell a vezañ neptu. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2008 da 12:23 (UTC)[respont]

emell ar verourien en dibaboù termenadurel[kemmañ ar vammenn]

Salud dit, da gelaouiñ a ran eus ar respont am eus graet diwar goulenn an implijer Bianchi-Bihan war an tabut digoret er pennad Kaozeal:Lucius_Flavius_Philostratus. Kavout a ri ma respont war ar bajenn-se end-eeun. Evezh a rank ar verourien teuler da chom peg ouzh reolennoù stroll ar raktres, forzh petra a vije emzalc'h implijer pe implijer a-hend-all. --Fulup 6 C'hwe 2008 da 11:33 (UTC)[respont]

Demat. Trugarez. An trede liamm ne gerzh ket, dre ma faod eo A galon. Klaod. Kadbzh 24 C'hwe 2008 da 12:16 (UTC)[respont]

  • (fr) [creb.serveftp.com/JOURNAL/journal-41.PDF#page=9 Kazetenn 41 eus Kelc'h Roueel Echedoù Brusel, Gwenholon 2003] Buhezskrid Albéric O'Kelly gant Etienne Cornil.
Demat. Gell a rahec'h mont da gemer al liamm er Wiki gallek m.p. . An "eep-spammour" adarre... Trugarez en a -raok. A galon. Klaod. Kadbzh 4 Meu 2008 da 19:38 (UTC)[respont]

Darkoneko, sysop[kemmañ ar vammenn]

Hello.

Since you wrote here instead of the page mentionned on it, I only saw your message a few minutes ago.

As a steward, I have the ability to give people any right on any wikipedia. I don't recall since it was long ago, but the reason I sysoped myself was most probably to counter cross-wiki vandalism.

cordialement, Darkoneko 23 Ebr 2008 da 12:14 (UTC)[respont]

Ok, Benoni (Kaozeadenn) 24 Ebr 2008 da 17:36 (UTC)[respont]

Diaes din lakaat ul liamm diavaez[kemmañ ar vammenn]

Salud deoc'h O paouez sevel ur pennad diwar-benn Howard Phillips Lovecraft emaon, met n'on ket deuet a-benn da ouzhpennañ ul liamm diavaez (e skridoù er Wikisource). Trugarez da lavarout din penaos dont a-benn. Ken ar c'hentañ.

Excusez-moi, j'ai une question.[kemmañ ar vammenn]

Bonjour, En lisant un peu dans cette encyclopédie j'ai remarqué que (dans l'article "Kalc'h") il y a les mots "pe pidenn". Ne devrait-il pas être "pe bidenn" (à cause de la lénition (?) après "pe") ? Excusez-moi, si j'ai tort, je suis seulement un Allemand qui ne sais pas très bien parler breton.84.57.146.233 15 Mae 2008 da 20:09 (UTC)[respont]


Patrom:ouvrage[kemmañ ar vammenn]

Salud. Ur gudenn a sav a-fet patrom em fennad diwar-benn ar Bauhaus. Kadwalan en deus lavaret din e oas mailh war an dra-se. Emichañs e c'halli ma sikour. D'ar c'hentañ.

--Ex-Smith 27 Mae 2008 da 17:22 (UTC)[respont]


Ur patrom all[kemmañ ar vammenn]

Salud, plijout a rafe din sevel ur patrom (e galleg : meta palette de navigation). N'ouzon ket ha savet eo bet c'hoazh, a-hend-all e vin laouen da vezañ sikouret, peogwir em eus klasket met n'on ket deuet a-benn. Trugarez. --Ex-Smith 1 Mez 2008 da 17:45 (UTC)[respont]


Mat eo deuet on a-benn evit a sell ouzh ar patrom meneget a-us, met faziet on e titl ur pennad: goulenn a ran ma vo diverket ar bajenn savet ganin anvet Karterioù Berlin. Resisoc'h eo implijout Arondisamtoù Berlin, ar ger karterioù am bo ezhomm evit pajennoù all. Trugarez.

--Ex-Smith 1 Mez 2008 da 21:05 (UTC)[respont]


N'eo ket dav[kemmañ ar vammenn]

Ma! Emaon o vont da cheñch ma-unan, n'eo ket dav diverkiñ, implijout ar rin ar bajenn en ur mod all. Digarez evit bezañ direnket ac'hanout ha bezañ bet cheñchet ali. --Ex-Smith 2 Mez 2008 da 09:23 (UTC)[respont]


patrom:ouvrage[kemmañ ar vammenn]

Salud. Ma sellez ouzh traoñ ar bajenn e weli : Patrom:Ouvrage. Kentañ tro.

--Ex-Smith 14 Mez 2008 da 16:56 (UTC)[respont]

Please consider blocking this user, who has been spamming cross-wiki. Mike.lifeguard | @meta 9 Gwe 2008 da 21:00 (UTC)[respont]

Kelaouadenn Frañs 3[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h,

Kelaouenner on evit abadennoù brezhonek Frañs 3 hag emaon o klask sevel ur filmig kelaouiñ diwar-benn an dud a vez oc'h implijout brezhoneg war ar genrouedad dre vras, ha war wikipedia da skouer. C'hoant em befe da c'houzout daoust ha niverus eo ar gumuniezh ha peseurt doare tud a zo enni: stourmerien ar yezh (evit ma chomfe plaset mat e renkamant ar yezhoù), tud sot gant danvez-mañ-zanvez, tud o tont alies pe ur wech an amzer... Trugarez deoc'h da gas mennozhioù din pe da lavaret din o soñj. A galon Mathieu Herry

Ha bremañ ?[kemmañ ar vammenn]

Setu bremañ ouzhpenn miz eo bet kemmeret da c'hortoz an diviz da skrivañ e kembraeg anvioù rieion Kembre pa vezont lakaet e brezhoneg evit re ar broioù all. Dreist-holl eo bet berzet o skrivañ e brezhoneg, ha pennadoù savet ganin zo bet freuzet. Kement-se da c'hortoz un emglev degemmeret gant an holl. Daoust d'ar pezh a skriv Kaozeadenn Implijer:Merour (N) ne damallan ket anezhañ da vezañ un den a-sav a-du gant savpoentoù Bianchi-Bihan atav, na pell ac'halese. Koulskoude, pa embann Kemeret 'zo bet ganin un diviz da c'hortoz war ar c'hraf resis-se ha lakaat arin an holl da blediñ outañ, mar plij dezhe pe get, betek ma vo bet tizhet ur c'henemglev da vat, ez eo koulz lavarout lezel an traoù evel m'emaint hervez savpoent un tuad hepken. Da gentañ, evel 'm eus bet tro d'hen eztaoliñ endeo, ne gomprenan ket an dibab da asantiñ hepken, da c'hortoz, dibaboù un tuad hepken, ha da verziñ re an tuad kontrol. Hag an dibab gwellañ eo da "sioulaat an traoù" da sevel a-du -ha pa vefe a-hervez da c'hortoz- gant unan eus an daou duad enebet ? Aotreen pennadoù anvet Hywel Dda pe Rhodri Mawr ne endalc'h den dre ret da verziñ pennadoù -savet en a-raok- anvet Hoel Vat pe Rhodri Veur ha d'o skarzhañ zoken. Sede pezh a zo bet graet evelkent. Pelec'h emaint bremañ ?

Abaoe, pennadoù all evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden zo bet freuzet gant Implijer:Bianchi-Bihan. Pegoulz an diaoul e kompreniot eo poent bras e virout da genderc'hel da zegas reuz ha vadalerezh e Wikipedia brezhonek ? Petra vir ouzhouc'h d'e lezel evel-se ? An druez ? Pouezusoc'h eo, a gredan, kemer an diarbennoù ret d'ober eus Wikipedia ur benveg talvoudus ha n'eo ket mui ur vezh lenn e bennadoù. Skarzhit Implijer:Bianchi-Bihan eus Wikipedia brezhonek !

Meven 12 Gou 2009 da 19:52 (UTC)[respont]

Tamallet e gaou, a gav din[kemmañ ar vammenn]

Fulub Cayenne zo amañ. Me eo hini eo en deus savet ar braz eus ar pennad "Alan Stivell" abaoe eizhtez, da'm soñj e oa bet gwellaet ha tevaet un tamm-mat. Pelec'h an diaoul hoc'h eus gwelet em boa vandalizet ar pennad? Gouzout a ran ne oan ket a-du gant an ao Bianchi pa felle dezhañ lavaret e oa Alan Stivell ur Breizhad, rak un doare personel eo se da welet, un doare hag a c'hallan kompren, met ne gave ket din e oa se da vout lakaet en un holloueziadur. Nevez on war ar wikipedia ha n'eo ken met bremañ e welan penaos e c'haller kehentiñ (ha c'hoazh n'em eus ket komprenet tout), se zo kaoz e tennen "breizhat" bep tro ma veze adlakaet gant an ao Bianchi. Met n'eo ket vandalerezh e oa se! Bremañ, war a seblant, n'on ket aotreet da beurechuiñ ar pennad.

Na domaj eo!

A galon. F

ulub Cayenne.

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)[kemmañ ar vammenn]

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 18:01 (UTC)[respont]

Ha bremañ ? (adarre)[kemmañ ar vammenn]

A-raok an ehanoù e oa bet kemeret un diviz diwar-benn an anvioù-rieion kembraek, "da c'hortoz" un c'henemlev a zegouezho, 'm eus aon, e bloavezh an erc'h du, kement-se diwar zigarez stultennoù ur penn-leue dizesk ne c'hall ket diforc'hañ anvioù-gwan boutin (ar c'hembraeg da > dda da skouer) gant lodennoù eus un anv-den a vefe ; n'eo ket evit kompren an amaezhierzh saoz, hag a venn lavarout e c'her diwar e benn (distrigoù meiziet evel kêrioù diwar zigarez ez int anvet hervez an termenadurezh kefridiel saoz boroughs) ; petra soñjal eus an Historia Regum Britanniae troet Istor Rouaned...Breizh !?!?.

Abaoe en deus freuzet pennadoù savet ganin evel Meuriadoù ha keodedoù roman Preden, Aberplymm ha reoù all. Kenderc'hel a ra gant e vandalerezh -peurvuiañ hep e lesanv wikipediat met gant un IP hepken- war va fennadoù diwar-benn kêrioù Kernev-Veur pe gonteleioù Bro-Saoz.

Ha rankout a ra wikipedia chom da vezañ ur c'hoariell evit pennoù-leue dizesk eveltañ, c'hoant gantañ kenderc'hel didrabas da astenn e ziouegezh ?

Ur wezh adarre : ha petore diarbennoù e vo graet evit e virout da gendrec'hel gant ar reuz a ra war Wikipedia ? Petra zo ret evit skarzhañ a-benn ar fin Bianchi-Bihan ?

Meven 3 Gwe 2009 da 16:31 (UTC)[respont]

E ser an dilennadeg[kemmañ ar vammenn]

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[1]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[2]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[3] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant ..., Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha ... (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha ... gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[4] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 14:58 (UTC)[respont]

E ser doareoù Bianchi-Bihan[kemmañ ar vammenn]

E ser va stankadennoù[kemmañ ar vammenn]

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[5] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg[kemmañ ar vammenn]

  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[6] ha [7]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha ..., arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha ... an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [8]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [9]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[10]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

MALLUS HAG A-BOUEZ: AFER MERAÑ[kemmañ ar vammenn]

Da lenn

Evel merour ma'z out e vefe mat dit reiñ da soñj diwar-benn an afer-mañ. Grevus-tre e c'hellfe an traoù dont da vezañ war a welan. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Her 2009 da 17:51 (UTC)[respont]

Demat Benoni, gwelet 'm eus e poa ur bot. Ezhomm on defe unan adarre. Ha gelout a rafes mont e darempred ganin evit reiñ din un nebeut titouroù ? A galon --Y-M D 11 Du 2009 da 16:31 (UTC)[respont]

Wikimammenn[kemmañ ar vammenn]

Ac'hanta,
Kemeret 'poa perzh e deroù ar Wikimammenn brezhonek, alas buan e oa bet tardet gant ar raktres hag abaoe eo chomet difiñv. C'hoant a zo gant un nebeut implijerien adlañsañ an traoù, setu emaomp oc'h adurzhiañ, adframmañ hag adwelet ar pezh 'oa bet graet ganeoc'h evit mestroniañ mat hollad ar raktres hag an danvez bet degaset. Ar pal kentañ hag a zo ganeomp a zo kaout un is-domani evit Wikimammenn brezhonek, ha goude e vo diorroet an traoù a-feur.
A-benn aesaat deomp al labour hon defe ezhomm gouzout eus pelec'h emañ o tont testennoù 'zo bet lakaet d'ar mare-se er Wikimammenn, ha moarvat e c'helli respont deomp. Mod all e vimp rediet diverkañ an holl testennoù dizanv-se, ar pezh a vefe dipitus-tre. Ha pediñ a reomp ac'hanout d'ober un tamm tro er Wikimammenn a-benn reiñ da ali ha respont d'hor goulennoù, ha ma fellfe dit kemer perzh er raktres eo gant plijadur e vi degemeret.
Setu ar Wikimammenn s:Wikimammenn:Degemer. A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Gou 2010 da 21:27 (UTC)[respont]

Ola Benoni.

Comunícoche que, debido a túa inactividade como bot, propúxose a revogación do teus status como tal.

Podes ver a votación en: gl:Wikipedia:Bots/Peticións de aprobación#Revogación de inactivos.

Saúdos. --HombreDHojalata (kaozeal) 6 Her 2012 da 07:37 (UTC)[respont]

Global account[kemmañ ar vammenn]

Hi Benoni! As a Steward I'm involved in the upcoming unification of all accounts organized by the Wikimedia Foundation (see m:Single User Login finalisation announcement). By looking at your account, I realized that you don't have a global account yet. In order to secure your name, I recommend you to create such account on your own by submitting your password on Special:MergeAccount and unifying your local accounts. If you have any problems with doing that or further questions, please don't hesitate to contact me on my talk page. Cheers, DerHexer (kaozeal) 13 Gen 2015 da 15:03 (UTC)[respont]

Bonjour, chér Benoni, comment va tu?

J'ai crée cette page d'un grand poete Frison, et comme j'ai vu que tu es Admin, je te demande la gentilesse de traduire les 2-3 lignes que j'ai ecrites en Français, s'il te plait. Je suis disponible pour toi en ouvrir une page en Italien ou Portuguasi.

Merci encore pour ton aide precieux!

Rei Momo (kaozeal) 27 Ebr 2015 da 08:49 (UTC)[respont]

Goulenn adenvel[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, Ha gallout a rafec'h ober war-dro an danvezioù chomet direspont (https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Goulenn_adenvel) betek-hen, deoc'h da zisammañ un tammig ar verourien Y-M D ha Gwendal. Da c'hortoz ho respont. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Ebr 2016 da 10:44 (UTC)[respont]

Vandalerezh[kemmañ ar vammenn]

Demat dit. Hag amañ emaout c’hoazh ? Laosket am eus ur gemenadenn en davarn e keñver ar vandalerezh. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2019 da 17:16 (UTC)[respont]

Your advanced permissions on br.wikipedia[kemmañ ar vammenn]

Hello. A policy regarding the removal of "advanced rights" (administrator, bureaucrat, etc.) was adopted by community consensus in 2013. According to this policy, the stewards are reviewing activity on wikis with no inactivity policy.

You meet the inactivity criteria (no edits and no log actions for 2 years) on this wiki. Since this wiki, to the best of our knowledge, does not have its own rights review process, the global one applies.

If you want to keep your advanced permissions, you should inform the community of the wiki about the fact that the stewards have sent you this information about your inactivity. A community notice about this process has been also posted on the local Village Pump of this wiki. If the community has a discussion about it and then wants you to keep your rights, please contact the stewards at the m:Stewards' noticeboard, and link to the discussion of the local community, where they express their wish to continue to maintain the rights.

If you wish to resign your rights, please request removal of your rights on Meta.

If there is no response at all after one month, stewards will proceed to remove your administrator and/or bureaucrat rights. In ambiguous cases, stewards will evaluate the responses and will refer a decision back to the local community for their comment and review. If you have any questions, please contact the stewards.

Yours faithfully.--علاء (kaozeal) 8 Gen 2020 da 12:08 (UTC)[respont]

Today I removed your permission. Thank you for your work, Einsbor (kaozeal) 10 C'hwe 2020 da 11:12 (UTC)[respont]

Saloñs Discord gouestlet d'ar Wikioù e brezhoneg[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h, emichañs ez a mat ganeoc'h dreist-holl er mare-mañ.

Savet em eus ar saloñs Discord evit kaozeal eus Wikipedia e brezhoneg, setu al liamm davet ar raktres ma fell deoc'h kemer-perzh: https://discord.gg/BqK7agy Kavout a ra din e c'hallfe bezañ un dra vat da gaout un ere davetañ war ar bann a-gleiz marteze etre Porched ar gumuniezh ha tavarn, petra soñjit eus an dra-se?

A galon

Pêr

N'eo ket gwall oberiant Benoni abaoe pellik 'm eus aon, n'az po ket kalz respontoù. Evit gwir ne ouezan ket piv a c'hellje ober ar pezh a c'houlennez : merourien n'eus ket ken ha tud e karg all n'eus ket kement-se. Ur mennozh mat eo klask adlañsañ an darempredoù er wiki-mañ avat, sed ahe ar pezh a vank --Lekemok (kaozeal) 16 Ebr 2020 da 15:34 (UTC)[respont]