Urzh ar Banniel Ruz
| Deiziad krouiñ | 16 Gwe 1918 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Орден Красного Знамени |
| Stad | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia |
| Next higher rank | Order of the October Revolution |
| Renk dres dindan | Order of Suvorov, 1st class, Order of Suvorov |
| Lec'h diazez | Moskov |
| Deiziad divodañ | 1991 |
| Rummad tost | Category:Organisations recipients of the Order of the Red Banner, Category:Order of the Red Banner forfeitures |




Urzh ar Banniel Ruz (rusianeg: Орден Красного Знамени, Orden Krasnogo Znameni) a oa bet ar c'hentañ enor milourel krouet en URSS. Krouet e oa bet d'ar 16 a viz Gwengolo 1918, e-kerzh ar Brezel diabarzh rusian dre un dekred gant ar C'hengor oberiant kreiz holl rusian. Bez e oa an enor uhelañ en Unvaniezh soviedel, betek krouidigezh Urzh Lenin krouet e 1930. Enoret e veze tud o doa graet obererezhioù kalonek, dreist-holl war an dachenn emgann.
An urzh a veze roet da hiniennoù pe da strolladoù tud (unvezioù milourel, kêrioù, listri, politikourien, aozadurioù sokial, hag embregerezhioù Stad). Roet e voe ivez goude-se evit 20vet ha 30vet deiz-ha-bloaz servij un hinienn evel soudard, poliser, ezel eus un nerzh surentez ha pa n'o defe ket kemeret perzh er stourm ("Enor d'ar servij hir").