Urzh an nav c'hogn

Tachenn obererezhioù | kenvreuriezhoù ha kevredigezhioù relijiel ![]() |
---|---|
Relijion | satanouriezh ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.o9a.org ![]() |
An Order of Nine Angles (berraet en ONA pe O9A, brezhoneg: Urzh an nav c'hogn) zo ur rouedad satanour ha sponter krouet er Rouantelezh-Unanet, met a zo en em ledet abaoe e broioù all. Hervez an aozadur eo bet ganet er bloavezhioù 1960, met deuet da vezañ brudet d'ar brasañ niver e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 nemetken, o tesachañ selloù an dud dre e ideologiezh neveznazi hag e obererezhioù. Hervezo o c'hredenn zo diazezet war ar "satanouriezh hengounel", gant ul lodenn hermetik ha nevezpagan.
Istor an aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouier ket kalz tra war istor an aozadur er-maez eus ar pezh a ro da c'houzout ; sañset e oa bet diazezet e Kornôg Bro-Saoz war harzoù Kembre e-kerzh ar bloavezhioù 1960 gant ur vaouez hag a vije bet ezel eus ur sektenn rakkristen kuzh hag a oa chomet oberiant er rannvro. E 1973, un den anvet "Anton Long" a vije bet degemeret er strollad kuzh, ha deuet e vije da vezañ mestr bras an aozadur. Meur a enklasker skolveuriek a embann e vije an anv "Anton Long" lesanv ar stourmer neveznazi saoz David Myatt, memes ma nac'h-eñ e vije gwir. Adalek fin ar bloavezhioù 1970, Long en deus bet embannet levrioù ha pennadoù evit ledañ ar gredenn ha mennozhioù an aozadur. E 1988, an aozadur a oa kroget da embann ur gazetenn, Fenrir. Dre an oberennoù-se ez eus bet krouet liammoù don ha lies gant aozadurioù ha strolladoù neveznazi ha satanour dre ar bed. Er bloavezhioù 2000 eo deuet da vezañ galloudus dre implij Internet.
Kredennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An ONA a zifenn mennozh ar buanadur, ha brudañ a ra ar soñj e c'hell istor an denelezh bezañ rannet en un heuliad marevezhioù, pep hini anezho o vezañ hini ur sevenadurezh denel. Kredourien an aozadur a gred ez eo ar marevezh a-vremañ hini ar Bed kornôgel, hag emañ endroadur ar sevenadurezh en arvar gant levezon ar "Magian/Nazarene" eus ar relijion Yuzev-kristen. Urzh an nav c'hogn a stourm evit sevel ur gevredigezh gant un urzh sokial milourel, hag a vez anvet ganto "Imperium". Hervez kredennoù an aozadur ez eo ur redi evit ma vije tu d'an denelezh da sevel ur sevenadurezh c'halaktek, gant ur gevredigezh "Arianed" o vont da drevadenniñ Hent Sant-Jakez. Broudañ a ra an izili da heuliañ un hent speredel ma vez ret dezho mont dreist an difennoù sevenadurel ha troc'hañ diouzh ar gevredigezh. Ouzhpenn-se eo broudet ar gredourien da seveniñ torfedoù, ha da sevel a-du gant ar politikerezh feulsañ, betek mont da seveniñ aberzhioù denel. Kredourien an ONA a soñj dezho e c'hallont implij an hudouriezh, hag ez int kap d'en ober dre dapout energiezh etrezek o bed hag o tont eus ur bed all lec'h ma ne vez ket talvoudegezh gant hol lezennoù fizikel. Dre implij an energiezh-se ha seveniñ obererezhioù hud e vijent sikouret da glask evel an Imperium.
Sponterezh ha torfederezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Torfedoù liammet ouzh Urzh an nav c'hogn
Hervez un dezrevell gant an aozadur keodedel Southern Poverty Law Center, an ONA "a zo pouezus-mat er bedig, etrebroadel kuzh, ezoterek, ha/pe satanour neveznazi"[1]. Meur a bennad kazetennerezh a zo bet oc'h embann e oa liammet an ONA ouzh un niver uhel a bennoù eus an tu-dehoù pellañ feuls hag e oa liammet an aozadur hag an izili anezhañ ouzh strolladoù sponterezh neveznazi evel Atomwaffen Division, National Action, Sonnenkrieg Division, Combat 18 ha Nordic Resistance Movement (NRM)[2][3][4][5]. Penn al luskad eko-spontererezh Individualists Tending to the Wild a embann bezañ bet levezonet gant an ONA[6].
Embannet ez eus bet meur a wech gant aozadurioù enepfaskour, gant politikourien eus Breizh-Veur ha gant ar mediaioù e oa an ONA oc'h aotren hag o vroudañ gwallreuzioù reizhel, ha dre an abeg-se e tlefe an aozadur ONA bezañ berzet gant gouarnamant Breizh-Veur. Meur a ezel eus an ONA a wel ar gwallerezh evel un doare efedus da zistrujañ ar gevredigezh dre sevel a-enep normoù ar sevenadurezh. Testennoù an evel "The Dreccian Way", "Iron Gates", "Bluebird" ha "The Rape Anthology" a vroud hag a vrud ar gwallerezh met ivez ar bedofiliezh, betek erbediñ ez eo ar gwallerezh ur redi evit mont gant hent ar "bignidigezh evel Ubermensch". Evit mont war-raok e renkoù an aozadur, izili an ONA a rank tagañ tud, al linchañ hag an tagadennoù reizhel o vezañ gwelet evel ar gwellañ doareoù[7][8][9].
Dafar da vrudañ ar bedofiliezh a zo bet embannet e kazetennoù an ONA, Fenrir ha Drums of Tophet, an eil o vezañ bet embannet "pornografiezh bugale vantrus"[10][11]. Hervez BBC News, "ar pennadurezhioù a zo spontet gant an niver a bedofiled liammet ouzh an ONA".
Liammet eo bet an ONA ouzh kantadoù a obererezhioù sponterezh met ivez tagadennoù reizhel a-enep bugale.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Atomwaffen and the Siege Parallax. Southern Poverty Law Center (22 a viz C'hwevrer 2018).
- ↑ Fazi arroud : Balizenn
<ref>
faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvetUpchurch 2021
- ↑ Children as young as 13 joining Satanic Nazi groups, report warns. The Daily Telegraph (13 a viz Gwengolo 2020).Patrom:Cbignore
- ↑ "Far right hate is spiralling out of control Patrom:Webarchive", The Independent, February 18, 2019.
- ↑ Fazi arroud : Balizenn
<ref>
faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvetAnti-Defamation League
- ↑ The Order of Nine Angles (23 July 2023). “A purported leader of the transnational militant group Individuals Tending Toward the Wild (ITS) — a group whose literature features anarchist and eco-fascist themes — claimed in an interview posted on the anarchist website Maldición Eco-Extremista that the group has “taken some organizational experiences” from O9A and Tempel ov Blood.”
- ↑ 764: The Intersection of Terrorism, Violent Extremism, and Child Sexual Exploitation. Global Network on Extremism and Technology (19 January 2024).
- ↑ Sieg, George (2013). "Angular Momentum: From Traditional to Progressive Satanism in the Order of Nine Angles". International Journal for the Study of New Religions. 4 (2): 251–283. doi:10.1558/ijsnr.v4i2.251. pp=270–271
- ↑ Order of Nine Angles. Counter Extremism Project. “One piece of propaganda the group produced is called The Rape Anthology, a collection of ONA writings praising Hitler, Satan and rape, while employing Islamic terminology and demonizing Jews and minorities. Some of the essays suggest that rape is necessary for the ascension of the Ubermensch.”
- ↑ "He Was an FBI Informant—and Inspired a Generation of Violent Extremists". WIRED. 1añ a viz Eost 2024.
{{cite magazine}}
: Check date values in:|date=
(help) - ↑ Order Of Nine Angles Collection : Multiple Authors : Free Download, Borrow, and Streaming : Internet Archive.