Mont d’an endalc’had

Urzh a-viziez

Eus Wikipedia
Urzh a-viziez implijet gant arme Thebai (e mouk) a-enep Sparta ha keodedoù all (e gwer) e emgann Leouktra.

An urzh a-viziez zo un taktik milourel, ma vez kaset ar braz eus an argadenn war ur c'hostez hepken, pa rank ar peurrest eus al linenn derc'hel nemetken. Pal an taktik-mañ eo gellet gronnañ an arme enebour en ur dremen e-biou dezhi.

Anavezet eo implij an urzh a-viziez evit ar wech kentañ e emgann Leouktra (-371), pa servijas da soudarded Thebai, renet gant Epaminondas, evit tagañ ha trec'hiñ ar Spartiated. Ar batailhon sakr a gasas neuze an argadenn war gostez dehou al linenn spartian. Implijet e voe e meur a emgann all en Henamzer ha betek an XVIIIvet kantved. Frederig II a Brusia a oa brudet evit implijout anezhañ ivez : ober a reas gantañ evit ar wech kentañ e emgann Hohenfriedberg e 1745 a-enep Aostria ha Saks.