Mont d’an endalc’had

Unvezioù trevadennel

Eus Wikipedia
Ur soudard Askari eus an Ostafrika alaman.

Unvezioù trevadennel pe bagadoù trevadennel a oa anv unvezioù milourel enluet ha savet, pe implijet evel unvezioù gwarnizon en, tiriadoù trevadennel.

An trevadennoù-se a c'helle bezañ tramor pe nepell diouzh broioù galloudus evel Impalaeriezh Sina pe Impalaeriezh Rusia. An unvezioù trevadennel a oa bet implijet gant galloudoù impalaerel an Henamzer (evel Kartada[1] pe Roma), pe er marevezh modern (gant ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Danmark, Stadoù-Unanet Amerika, Alamagn, Italia, Japan, Spagn, ha Portugal). A-wechoù e oant unvezioù enluet gant ur penn-brezel lec'hel, evel skoazellerien; a-wechoù all e oant aozet gant an nerzhioù trevadennel[2].

Pa oa kroget an trevadennerezh, an unvezioù-se a oa dreist-holl Europiz deuet eus luioù broadel europat ar galloudoù trevadennel. Un nebeud soudarded "a-orin" eus an trevadennoù aloubet a oa enluet ivez. Goude-se e oant implijet en unvezioù disrannet diouzh ar re europat, dindan galloud o fennoù-brezel dezho ha goude-se dindan renerezh ofiserien eus Europa.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Notenn evel skouer: Paterson, Isabel (1943). God of the Machine, Library of conservative thought. Transaction Publishers. 11 p. ISBN 9781412815833. “[W]hen Scipio carried the war into Africa, the most useful local auxiliaries of Carthage, the Numidians, went over to the Romans, and victory with them.” 
  2. Karl Hack ha Tobias Rettig 2006, eds, Colonial Armies in Southeast Asia