Unvez digelañ
Neuz

An unvez digelañ eo an unvez a zo he fal enlouc'hañ al luc'hreüser dre arzodiñ huz war e c'horreenn. Kenaozet e vez un unvez digelañ gant ur votenn ma vez mesket an huz enni gant ur viñs-meskañ da vec'hiañ an huz ent-tredansavel hag ur ruilhenn warellek da zougen an huz dirak al luc'hreüser.
Kavet e vez an unvez digelañ e-bazh ardivinkoù burevek evel al luc'heilerezioù, ar voullerezioù hag ar pelleilerioù. Bremañ, alies, e vez kemmet an unvez digelañ a-bezh ingal pa vez goulennet gant an ardivink o wereañ ur c'hannad war an hewel.