Mont d’an endalc’had

Unvaniezh (Brezel diabarzh stadunanat)

Eus Wikipedia
Unvaniezh (SUA)
1861 – 1865
1861 - 1863

1863 – 1865
Bannieloù Ardamezioù

Sturienn E pluribus unum
"Diwar lies, unan"
Kan broadel Hail, Columbia (de facto)

My Country, 'Tis of Thee (de facto)


Rannadur ar Stadoù er Brezel diabarzh
  • ██ SUA, hep Tiriad an Amerindianed (Oklahoma)
  • ██ Stadoù chomet feal da SUA
  • ██ Stladoù sklavelour chomet en Unvaniezh
  • ██ Stadoù sklavelour disranner aet da Stadoù Kengevreet Amerika

  • Statud Gouarnamant anzavet SUA

    Kêr-benn Washington, D.C.

    Prezidant
    • 1861-1865
    • 1865

    Abraham Lincoln
    Andrew Johnson

    Maread Brezel diabarzh SUA
    1860-61 Stadoù ar Su a zisrann
    07/03/1861 1 galloudekadur A. Lincoln
    12-13/04/1861 Emgann Fort Sumter
    01/01/1863 Disklêriadur ar frankaerezh
    13-16/07/1863 Emsavadeg New York City
    1864 Kerzhadeg Sherman
    29/03-09/04/1865 Taol-brezel Appomatox
    14/04/1865 Drouklazh A. Lincoln
    09/04-06/11/1865 Arsav-brezel

    An Unvaniezh (saozneg : The Union, lesanvet the North "an Norzh") e oa anv Stadoù-Unanet Amerika pa oa bet 11 Stad sklavelour o tisrannañ evit sevel Stadoù Kengevreet Amerika (SKA), brudet ivez evel "ar C'hengevread" pe "ar Su", e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An Unvaniezh a oa renet gant Abraham Lincoln, 16vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika, hag a glaske derc'hel unvanidigezh ar vroad e stumm un unvaniezh kevredadel vonreizhel.

    E kenarroud ar brezel-diabarzh, Union a veze implijet alies evit ober anv eus "Stadoù an norzh leal da c'houarnamant ar Stadoù-Unanet"[1]. En doare-se, an Unvaniezh a oa savet gant 20 Stad hep sklaverezh (en Norzh hag er C'hornôg) ha peder Stad er Su (Delaware, Maryland, Kentucky ha Missouri) daoust ma oa e Missouri ha Kentucky daou c'houarnamant enebet, an eil a-du gant an Unvaniezh hag egile gant ar C'hengevread [2].

    An Union Army a oa un aozadur nevez stummet dre gendeuziñ darn eus unvezioù ar Stadoù izili, gant unvezioù lu eus an US Army. Derc'hel ar Stadoù en harzoù gant ar Su a oa gwelet evel ur redi evit bezañ trec'h er brezel[3][4].

    Ar Biz hag ar Midwest o devoa pourvezet an danvezioù greantel evit ren ar brezel gant kementadoù bras a vunisionoù ha pourvezioù all kement hag evit arc'hantaouiñ ar brezel. Ouzhpenn-se e oa bet pourvezet ganto soudarded, boued, kezeg, arc'hant ha kampoù gourdoniñ. Ospitalioù-brezel a oa bet savet ivez dre tiriad an Unvaniezh. Darn eus ar Stadoù en Norzh o devoa un istor republikan, ar c'houarnourien a oa bet o reiñ bec'h evit harpañ ar striv brezel ha moustrañ garv an enebiezh d'ar brezel, dreist-holl er bloavezh 1863–64[5]. Ar Strollad Demokratel a oa bet o harpañ kreñv ar brezel e penn-kentañ e 1861, met e 1862 e oa bet un torr etre ar re a-du gant ar brezel (War Democrats) hag ar re enebet lesanvet Peace Democrats, renet gant ar strollad Copperheads[6]. An Demokrated stadunanat a oa bet o c'hounit mouezhioù e 1862 en dilennadegoù stadel, dreist-holl e New York. Kollet o devoa nerzh e 1863, dreist-holl en Ohio. E 1864, ar Republikaned hag ar War Democrats a oa bet o kevrediñ dindan an anv National Union Party, hag a oa bet o tesach mouezh un toullad eus ar soudarded[7], ha trec'h e oa bet aes Lincoln hag e harperien a-enep George B. McClellan, a oa war ar renk evit an demokrated.

    Ar bloavezhioù brezel a oa bet frouezhus evit tiriadoù an Unvaniezh, nemet el lec'hioù ma oa bet tagadennoù guerilla hag a oa drastus evit ar maezioù. Tost an holl obererezhioù brezel a oa bet war tiriad ar Su. Ar berzh-mat a oa bet sikouret gant dispignoù uhel ar gouarnamant kevredadel ha savidigezh un aozadur bank broadel nevez. Ar Stadoù unvanet a oa bet o postañ kalz arc'hant ha nerzh evit krouiñ peadra da harpañ ar brezel ha krouiñ un harp sokial da wragez, intañvezed, emzivaded ar soudarded, hag evit ar soudarded o-unan ivez. Darn eus ar soudarded a oa emezelet a-youl-vat, memes ma oa bet er bloavezh 1862 un niver bras a emouestlidi oc'h emezelañ evit chom hep bezañ enrollet dre ret, ar pezh a lakaje anezho da chom hep kaout ar sammad arc'hant uhel a veze roet gant ar Stadoù pe gant pennadurezhioù lec'hel. Enebiezhoù a oa bet d'an enrolladur dreist-holl er c'hêrioù bras, hag e New York : eno e oa bet emsavadegoù enep-enrolladur e miz Gouhere 1863 hag ivez e lod distrigoù evel Rannvro ar glaou ha Biz Pennsylvania.

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. (en) "Books and Manuscript Submission Guide", Army University Press
    2. Gwelet: Gouarnamant kengevreet Kentucky ha Gouarnamant kengevreet Missouri. E 1863, West Virginia a oa disrannet diouzh Virginia ha deuet e oa da vezañ ur Stad harz nevez.
    3. "Abraham Lincoln and Emancipation"
    4. Lincoln, Abraham. The Papers And Writings Of Abraham Lincoln, Volume 2: 1860–1865 (in en). Jazzybee Verlag. 94 p. ISBN 9783849679682. 
    5. (2018) "Review of 'Gathering to Save a Nation : Lincoln and the Union's War Governors', EngleStephen D". Louisiana History: The Journal of the Louisiana Historical Association 59 (3): 361–363. ISSN 0024-6816
    6. Thomas, Benjamin P. (2008). Abraham Lincoln: A Biography (in en). SIU Press. 377 p. ISBN 9780809328871. 
    7. Thomas, Benjamin P. (2008). Abraham Lincoln: A Biography (in en). SIU Press. 428 p. ISBN 9780809328871.